Un diwaller-noz en un otel vras e Pariz a dres, dibaouez. Abaoe un ugent vloaz bennak, Sera, un arzour gall-kambodjad, a liv plankennadoù bannoù-treset e sioulder an noz.
An traoù kentañ graet gant Céline Dréan a zo gouestlet d’ar filmoù bevaat. Mont a ra da c’houde war hent ar produiñ, dedennet ma’z eo gant ar skrivañ. Dont a ra brav he labour ganti hag ur sevenerez a-vicher eo deuet da vezañ. Studiet he deus bed ar bannoù-treset, graet poltredoù kaer, hag ivez ar c