Céline Dréan
An traoù kentañ graet gant Céline Dréan a zo gouestlet d’ar filmoù bevaat. Mont a ra da c’houde war hent ar produiñ, dedennet ma’z eo gant ar skrivañ. Dont a ra brav he labour ganti hag ur sevenerez a-vicher eo deuet da vezañ. Studiet he deus bed ar bannoù-treset, graet poltredoù kaer, hag ivez ar c’hentañ web-teulfilm a-bouez produet ha graet penn-da-benn e Breizh, Dans les murs de la casbah. Anat eo n’he deus ket echu da ijinañ stummoù nevez d’ober.
“E gwirionez ne gredan ket em eus bet er penn kentañ ur c’hoant bras d’ober filmoù daoust din studiañ ar sinema.
Kroget e oan da labourat war dachenn ar produiñ a-raok seveniñ, gant ur skipailh en deus roet c’hoant din da vont war-raok gant ar vicher-se : Vivement Lundi e Roazhon. Paouezet e oan zoken ur mare gant ma c’hounskrid er skol-veur pa oan o labourat war ar filmoù Romance gant Catherine Breillat hag Intimité gant Patrice Chéreau. Hag ouzhpenn-se e labouren ivez evit festival sinema Roazhon, Travelling.
En enep, plijout a rae din kalz sikour oberourien da skrivañ evit ar sinema pa vezent o produiñ. Kensevennet em eus neuze e 2004 gant Jean-François Le Corre, produour e ti Vivement Lundi, ar film Pollux super-star. Daou vloaz goude em eus filmet Rodrigue, as-tu du coeur ?, war roudoù Le Cid ha Corneille.”
Nevez ’zo eo krog Vivement Lundi gant un dastumad filmoù anvet l'Histoire par la bande evit dizoleiñ oberourien bannoù-treset, gant skeudennoù hag dre o levrioù. Céline a yelo e darempred gant Emmanuel Guibert (en deus kenlabouret gant Daniel Lefèvre, luc’hskeudenner en Afghanistan, evit al levr le Photographe) evit komz eus e levr diwar-benn buhez Alan Ingram Cope, soudard kozh brezel Vietnam.
Er film La mémoire d'Alan (2007) e reer anaoudegezh gant Emmanuel Guibert neuze, hag e levr bannoù-treset a zo un digarez evit anavezout tud ha komz. En he bleud emañ Céline hag e 2010 gant le Veilleur e kendalc’h gant he donezon da dennañ poltredoù kaer ha kizidik.
Un drilogiezh embannet e ti Delcourt a zo bet un digarez da gomz diwar-benn Séra, ur Gall-ha-Kambodjad harluet e Pariz. Un skrid danevell kemplezh, ur genedelezh fromus, meur a abeg eviti da zonaat he labour ha da vont pelloc’h. En tu-hont d’an dilavar, gant fiziañs an treser Séra, e teu Céline a-benn da deneraat hor c’halonoù dimp-ni ivez.
“Ne gomprener ket diouzhtu perak eo pouezus ur film evit an unan. Diwezhatoc’h em eus komprenet em boa heuliet un hent ennañ temoù ar vemor, an hêrezh, ar maberezh, danvez da brederiañ war ar pezh a virer... hag ar pezh a lezer a-gostez. Un heklev da'm zreuz er vuhez.”
Kejañ a ra neuze gant ur sokioyezhoniour eus Roazhon, Réda Sebih. Gantañ e sevenno Dans les murs de la casbah, ur web-teulfilm produet gant Vivement Lundi e 2011, gant sikour ur skipailh a-bezh, en o zouez emañ Aurélie Angébault, produerez, ha Jean-François Le Corre, evel-just.
“Ur raktres a-stroll eo, c’hoant ganimp sevel ur film evit an holl en ur bediñ skolveuridi da gomz, derc’hel a ra kont eus mentoù disheñvel casbah Aljer, ul lec’h kozh-kozh e-kreiz ar gêr wenn, karget a istor met gant tud o chom enni ha bev-buhezek, ha gweladennet gant diavaezidi. Ret e oa neuze ijinañ ha merkañ mat dre belec’h mont er c’hasbah, lec’hioù enklask ha krouiñ treuzelloù. Ur preder entanus en deus heñchet ac’hanon war-zu framm ar web-teufilm.
Da’m soñj e c’heller e-mod-se dispakañ temoù luziet, pa ranker war ar memes tro dilezel an danevellañ linennek. Hejet on bet gant ar redioù nevez-se, padelezh ha pounnerded ar raktres, met lorc’h a zo ennon bremañ p’o deus an Aljerianed un digor war o Istor, war ar rouedad,e pep amzer, aes ha digoust.”
Priziet eo bet an teulfilm-mañ meur a wech er bed a-bezh.
Da c’houde e 2013 e sevenno Pascaline et Klara, diwar-benn div studierez hag a lak preder en o dazont; sokiologiezh ar pemdez, tener ha buhezek.
Evit ar mare eo deuet en-dro d’ar filmoù bevaat : Dis-moi Dimitri a zo bet produet gant Vivement Lundi. Ur teulfilm hir zo ivez war ar stern...
E bed an teulfilmoù emañ bepred Céline Dréan o krouiñ hag oc’h ijinañ !
FILMLENNADUR
- 2004 Pollux super-star
26', avec JF Corre, Vivement Lundi - 2006 Rodrigue, as-tu du coeur ?
26', Vivement Lundi - 2007 La mémoire d'Alan
27', Vivement Lundi - 2010 Le veilleur
52', Vivement Lundi - 2012 Dans les murs de la casbah
Web-documentaire, Vivement Lundi - 2013 Pascaline et Klara, étudiantes cherchent avenir
52', Mille et une Films - 2014 Dis-moi Dimitri
Web série, 26 x 2’, Vivement Lundi !, Nadasdy Film, France Télévisions Education, RTS - 2016 Brest 1937, le dessous des cases
Web-documentaire, Vivement lundi, Futuropolis, KuB, France 3 Nord-Ouest