Retour

Retour à Douchanbé

Année
2000
Type de vidéo
Film intégral
Un film de
Gulya Mirzoeva
Localisation
Tadjikistan

E 1992, un tamm a-raok deroù ar brezel -diabarzh feuls spontus a reas kement a reuz er Tadjikistan, e kuitae Gulya, ar sevenerez, he bro c'henidik evit mont da Vro-C'hall dre garantez evit un den. Seizh vloaz goude e tistro da Azia Greiz evit adkavout e re, un digarez eo bet ivez da welet ar c'hemmoù c'hoavezet abaoe ma oa aet kuit. Ar republik didrouz vihan-se a veze sellet gwechall evel ur baradoz ha lakaet da skouer gant an Unaniezh Soviedel gwechall a rank bremañ talañ ouzh un diouer a breder war an amzer da zont.