From the Manger to the Cross, filmet e Palestinia e 1912,[nbsp] eo ar film hir kentañ bet awenet gant an Aviel. Kaset e vezer pell-pell gant an enklask-mañ.
Philippe Baron a zo un den sioul, un tammig ouzhpenn hanter-kant vloaz, mousc'hoarzhus pa gomz eus an amzer en deus tremenet o filmañ. «Gallout a ran beajiñ kenkoulz e penn ar straed du-mañ e kumun Reuz hag ober ur film gant ar memes anv, Rue des mésanges evel e balioù Teheran pe war straedoùigoù