Tonkad div broviñsadez yaouank, Emma ha Thérèse, kelennerezed o-div er bloavezhioù 30 hag a glask, asambles, bevañ o c'harantez hag o stourm. O gwregelezh a vo neuze diaes da vevañ ha leun a wallgas hag a drubuilh.
Kevrinus e chom an traoù. Daoust penaos e ra Robin Hunziger evit kas da benn kemend-all a raktresoù? Teulfilmour eo abaoe 1998, abaoe m'eo aet evit ar wech kentañ war roud ar brezel evit kompren, gant Gorazde, psychogéographie d'une frontière. Sevenet en deus ur pemzek film bennak, pennkazetenner ar