L'enfer vert des Bretons
Year
              2012
          Type video
              Bandenn-vrudañ
          Filmaozourien
              Mathurin Peschet
          Lec'hiañ
              Bretagne
          [nbsp]Bep bloaz, abaoe tregont vloaz bremañ, e teu ar bezhin glas d'aloubiñ kalz eus traezhennoù Breizh. Ar programmoù enepsaotradur n'int deuet gwech ebet a-benn da herzel ouzh o faotadur. Gwashoc'h eo deuet da vezañ zoken e-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ pa varv loened kontammet gant ar bezhin o vreinañ. Lâret e vez eo kiriek al labour-douar hag ar sevel loened askoridik d'al lanv glas... Daoust ha ken anat ha se eo ?
 
     
 
 
 
 
