Sébastien Le Guillou eo stumm gallekaet e anv. Bastian eo evit an dud, ar re a wel bemdez e bourk ar C'houerc'had e Bro-Dreger. Ganto, met estregeto a zo ivez, en devez plijadur o troc'hañ kaoz. «Ganto e vez brezhoneg c'hwek, ur blijadur!» Soñj en deus Bastian eus holl bratikoù a oa gant e dad, toer