Retour

Incident à Oglala

Year
1994
Type video
Bandenn-vrudañ
Filmaozourien
Michael Apted
Lec'hiañ
USA

D'ar 26 a viz Even 1975 ez ae daou boliser eus an FBI da Oglala, gwarezva indianed Pine Ridge, war glask Jimmy Eagle, un Indian douetañs warnañ da vezañ laeret. Tennet e voe trumm war[nbsp] Coler ha Williams ha Joe Stunts un Indian oadet a 21 bloaz a voe lazhet. Ur c'hant poliser bennak[nbsp] eus an FBI a glaskas war e lerc'h. Daou Indian diwar an tri a oa war dec'h a voe tapet, barnet ha didamallet. Unan bennak a rankas paeañ koulskoude : Leonard Peltier, an trede hini, a voe dizivroet eus ar C'hanada abalamour da brouennoù faos roet gant testoù bet aterset dre heg ha gant touidi int ivez touellet. Deuet eo neuze Peltier da vezañ arouez ur brezel a wad hag a elvaj hag a ya en tu-hont d'an harzoù... Koshañ prizoniad politikel ar bed eo Leonard Peltier.