Retour

Babel Caucase toujours

Year
2008
Type video
Film war e hed
Filmaozourien
Mylene Sauloy
Lec'hiañ
Caucase

Istor karavanenn Babel Kaokaz, aet kuit eus Bro-C'hall en nevezamzer 2007 evit mont d'ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar C'haokaz. Divizet o deus ober un ehan a-ratozh e Grozny war an hent. Ur garavanenn a genskoazell sevenadurel eo Babel Kaokaz, gant eizh kamion sterniet hag un hanter-kant « arzour » engouestlet. Torret mik eo o fal hag hunvre war harzoù Rusia goude bezañ graet anaoudegezh gant a bep seurt tud war dachenn ar sonerezh, ar boued, al livouriezh, al loened-kezeg e kêriadennoù ar C'haokaz a oa dija dindan ar blokus rusian. Etre kounnar ha dic'hoanag e kendalc'hont gant o hent war-zu Bro-Bologn el lec'h ma fell dezho gwelet penaos e ra Europa evit parkañ e « kampoù » ar Tchechened a zo bet rediet gant Rusia da zivroañ.