Ebrel 1961. E menezioù an Aurès en em gann ur c'homando eus an arme c'hall, gant soudarded vreizhat ennañ, a-enep ur strollad eus an Arme dieubidigezh broadel e-kerzh un trap... ur sell diabarzh e dislavarioù brezel Aljeria hag en ene mab-den.
Dalc'homp soñj eus paotr ar mil emgann, armet gant ur c'hamera. Ar filmaozour breizhat en deus filmet skeudennoù kaer eus an emgannoù a-enep an trevadennerezh: Afrique 50, Avoir 20 ans dans les Aurès, L'Algérie en flammes... Soñj hor bo ivez ez eo bet unan eus diazezerien an UPCB (Unité de