Ur veaj dre ar c'hontadennoù hag ar marvailhoù evit dizoloiñ Madagaskar. Un droiad etre gwirvoud hag ijin, gant fent ha teneridigezh, un hengoun dre gomz evit kontañ ar sevenadur malgach.
An daou-se a oar mat lavaret e meur a yezh «kregiñ e-barzh» ! Eñ a zo eus Brazil, hi a zo Gallez-ha-Malgachez. Savet int bet gant doareoù kelenn a bep seurt. Gouzout a reont ervat o-daou ar binvidigezh a zo sanket don en o sevenadur. Neuze pa'z eo ret, e teuont da vezañ sevenerien hag e savont o zi