LIBAN
Divizout a reas Maher Abi Samra filmañ e-pad brezel miz Eost 2006 a badas 33 devezh. N'eus ket gerioù evit lavaret petra eo ar brezel, skeudennoù hepken. Fromus, spiswel, lemm...
Ur bedadenn da vont da zizoleiñ ur vro lieskredenn, un aozadur politikel pell eus doareoù ar C'hornaoug, un istor diazezet war fazioù an trevadennerezh. Ur gevredigezh kemplezh en ur vro mil dremm dezhi, bro ar mil gontadenn troet da fall gwall alies... Bec'h, diemglev relijiel, stourm, tevel.
Dizoloadennoù gant dileuridi eus Liban, filmaozourien eus ar c'hentañ anezho: Ghassan Salhab ha Jocelyne Saab, Maher Abi Samra ha Rania Stéphan, Nadine Naous ha Lena Merhej, an holl, diehan, a sell pizh ouzh o bro gouliet, met glasoc'h eo an dremmwel eno eget e lec'h all, gant gouelioù noz ha tonkadurioù dreistordinal. Ne zisoñjimp ket an Aljerian Farouk Beloufa a oar taolenniñ ken brav ar gêr disuj Beyrouth gant e film Nahla.
Eus tu Breizh Tony Quéméré a ginnig Les secrets, ur film ha n'haller ket gwelet ken siwazh. Neuze ez aimp da welet Leonarda, daou zen an eil a-dal d’egile, deus ar c'hwekañ, ur film savet gant Guillaume Kozakiewiez.
Ur film aroueziek : Juste une odeur gant Maher Abi Samra – 2006 - penn-da-benn
Notennoù :
Ul lec'hienn gelaouiñ dedennus-bras hag a gomz eus sevenadurioù ar broioù kreizdouarel, al Liban en o zouez: Babelmed HYPERLINK "http://www.babelmed.net
http://www.babelmed.net/
UMAM Beyrouth : ul lec'hienn ditouriñ ha studi war ar feulster hag ar brezel, kaset war-raok gant Monika Borgmann ha Lokman Slim, ganto eo e oa sevenet ar film Massaker
http://www.umam-dr.org/aboutUs.php?location=aboutUs
E 2010 e tistro ar filmaozour Maher Abi Samra gant Nous étions communistes, Rania Stephan a ya, e 2011, war roudoù un aktourez eus Egipt gant ar film Les trois disparitions de Soad Hosni, ha Nadine Naous a ginnig e Douarnenez he film diwezhañ, Home sweet home, e 2014.