POBLOÙ AR C'HAOKAZ
Ur filmaozourez he deus diskouezet e Douarnenez hent ar C'haokaz: Mylène Sauloy, pedet evit he filmoù war Tchetchenia, en o zouez unan kaer: Danse avec les ruines. Gant tem ar bloaz-mañ e c'heller distreiñ war filmoù jorjian, armenian, azeri, kaer-eston an holl anezho, hag addizoleiñ Serge Avédikian, Otar Iosselani, Paradjanov pe Kobakhidze, hag ivez ar barzh filmaozour Péléchian, ur mailh war ar frammañ.
Ganto ez eus ivez testoù a-vremañ: Nino Kirtadze evit Jorjia, Frédéric Tonolli e Karabac'h, Andrey Konchalovsky gant he film Maison des fous, un dreuzskeudenn eus an tolead a-bezh hag ivez Mylène Sauloy a ziskouez dimp en-dro dellezegezh ar bobl tchetchen. Ha testenioù prizius gant tud all.
En o zouez e oa daou gouviad tchetchen bet drouklazhet a-raok na zeufent d'ar Frañs an hañvezh-se: Natalia Estemirova ha Rayana Sadulayeva.
Eus tu Breizh: Les couleurs lointaines du bonheur, gant Françoise Bouard ha Régis Blanchard a gomz ivez eus dellezegezh, hini ar Gurded.
E 2009 eo ar wech kentañ da Ouel ar Filmoù pleal gant Bed ar re Vouzar, gant filmoù ha kendivizoù. Kendelc'her a ra bepred Gouel ar Filmoù gant an hent-se.
Ur film aroueziek : Danse avec les ruines gant Mylène Sauloy – 2002 – penn-da-benn
Ur strollad digredus bugale dañserien e Grosny; diskouez a reont d'ar bed ne varv ket ur sevenadur dindan bombezennoù !
Notennoù :
Lec'hienn Marcho Doryila: diskouezadegoù, karavanennoù, levrioù, skoazell d'ar Tchetchened
http://www.marcho.net/
Keleier eus Tchetchenia war lec'hienn ar FIDH
http://www.fidh.org/
Lec'hienn ar Joli Mai a labour evit reiñ o flas d'ar re Vouzar er sinema.