POLTRIJI TUD TREVADENNET HA BREIZH HE MIL SKEUDENN HAG UNAN

Embann 2007

Tregont vloaz, an oad gour evit kompren hag ober ur sell war steuenn ar pezh eo bet Gouel ar Filmoù e-pad ar bloavezhioù-se. Gwelet a reer neuze penaos eo an trevadenniñ a zo bet a-hed an istor, adalek mare an impalaerezhioù betek bremañ, pennabeg da stourmoù an darn vrasañ eus ar minorelezhioù pedet e Douarnenez. Kavout a reomp mesk-ha-mesk film arouezius René Vautier Afrique 50 ; Loin du Vietnam, film graet a-stroll e 1967; Combien je vous aime gant Azzedine Meddour, film satirek aljerian eus ar c'hentañ; zooioù tud, ar Bapoued pe ar Rwanda... Bez' e c'heller gortoz kemend-all digant Tjibaou,le pardon gant Gilles Dagneau ha Wallès Kotra.
Hag e-giz ur melezour, Breizh he mil skeudenn hag unan a ra ur sell a-dreñv war an holl «gaerderioù»-se a zo bet diskouezet abaoe 1978; Bretonneries pour Kodachrome pe Cochon qui s’en dédit gant Jean-Louis Le Tacon, Finis Terrae gant Jean Epstein, hag evit ober anv eus teulfilmoù hepken: Léon, Henri et Jo gant Charles Véron, Le village au cimetière gant Thierry Compain, Paysan et rebelle, un portrait de Bernard Lambert gant Christian Rouaud pe ar film arouezius-bras Plogoff, des pierres contre des fusils gant Félix ha Nicole Le Garrec. N'ankounac'haomp ket hor mignoned tramor gant ar film C’était un Québécois en Bretagne, madame, graet gant Pierre Perrault aet da anaon bremañ.

Eus tu Breizh ez eus peadra da souezhiñ gant No London today ur film gant Delphine Deloget ha da estoniñ gant Sept jours dans la vie du Père Noël savet gant Gulya Mirzoeva, ha Serge Steyer a lak ac'hanomp d’en em soñjal gant Huis clos pour un quartier.

Ur film aroueziek : Léon, Henri et Jo gant Charles Véron – 1997 – penn-da-benn
Ul film kuñv evit diskouez Breizh eus an diabarzh ken diwelus peurvuiañ.... unan eus mil skeudenn Breizh

Notennoù :
Al levr en deus roet e ditl da zanvez ar bloaz: Portrait du colonisé gant Albert Memmi, deuet er-maez e 1957
http://ldh-toulon.net/il-y-a-cinquante-ans-le-portrait.html
Hag ul levr kaer evit mont war hentoù ar filmañ e Breizh : Le cinéma de Bretagne, gant Tangui Perron war lec'hienn Périphérie
http://www.peripherie.asso.fr/patrimoine-livres/le-cinema-en-bretagne-un-livre-de-tangui-perron, ennañ e kaver  pennadoù all gant istorour ar sinema a zo anezhañ.