Pobloù

Pobloù ar Balkanoù

Ha bezañ ez eus eus ar Balkanoù? Petra ’vefe o bevennoù? Ar menez anvet “Balkan” gant an Durked a zo e Bulgaria, ha ne vez klevet komz e gwirionez eus ar Balkanoù nemet adalek an XIXvet kantved: kaoz a veze eus “Turkia Europa” evit ober anv eus douaroù impalaeriezh Otoman en Europa. N’haller ket dielfennañ en un doare rik gant ar c'heografiezh: daoust hag emañ c’hoazh Roumania e norzh an Danav, er Balkanoù? Daoust hag ez eo Kroatia, balkanek, kreizeuropat pe kreizdouarel? Pep hini en devez ur respont subjektivel ha lavar-dislavar. Ar ger “balkan” a zo deuet war wel asambles gant ar ger “balkanekaat”. Ar meiziad dibriziañ-se a glot adalek ar penn kentañ gant ar c’heografiezh: ar Balkanoù a vefe ur meskaj pobloù, yezhoù ha relijionoù, gouestlet da’n em zrailhañ kenetrezo. Ar “balkanekaat” e Liban ar bloavezhioù 1970 a zo ar memes tra hag al “Libanekaat” e Yougoslavia 20 vloaz war-lerc’h... ur monedone souezhus.

Perak eo dallet ha spontet war ar memes tro speredoù Europiz ar C’hornôg gant ar Balkanoù? Ar Balkanoù a seblant reiñ un tres disheñvel da Europa. N’eo ket abalamour d’ar gomunouriezh met kentoc’h d’an impalaeriezh Otoman a zo bet er c’horn-bro-se e-pad pemp kantved. Ul lec’h kejañ eo ar Balkanoù hervez kont, ur “pont” etre ar c’hornaoueg kristen hag ur reter disheñvel. Emdroadur istorel ar Balkanoù dindan ar veli otoman a zo bet disheñvel-krenn diouzh hini peurrest Europa, ar pezh ne dalvez ket ez int chomet a-gostez da red ar mennozhioù pennañ a reas berzh er c’hevandir.

Stourmoù broadel

Adalek penn kentañ an XIXvet kantved eo kroget ar stourmoù broadel, da gentañ e Serbia hag e Gres, e Bulgaria hag e Roumania goude, ha diwezhatoc’h e Makedonia hag en Albania. Daou bal na c’haller ket digevrediñ diouzh ar stourmoù-se: enebiñ ouzh an Impalaeriezh Otoman ha krouiñ stadoù ha broadoù. Ar stadoù balkanek nevez-se en em roe da anaout evel hêrezh stadoù kozh adsavet, morgousket e-pad amzervezh an Impalaeriezh Otoman. E gwirionez e kemeras ar stadoù-se harp war ensavadurioù sokial evel an ilizoù evit diazezañ ar broadoù. Adskrivet eo bet neuze an Istor evit reizhveliañ. N’haller ket distagañ ar c’hrouiñ stadoù modern e ledenez ar Balkanoù diouzh hini unvanidigezh ar broadoù.

Distruj ar minorelezhioù a zo stag ouzh ar vodernelezh politikel er Balkanoù. E Gres pe Serbia an XIXvet kantved e oa bet skarzhet ingal ar vuzulmaned. Gwashaet eo bet an argezhioù-se gant brezelioù an XIXvet hag XXvet kantved. Daou vrezel ar Balkanoù (1912 ha 1913) hag ar brezelioù e Yougoslavia e fin an XXvet kantved a zo bet brezelioù unvanidigezh ar broadoù.

Diblaset eo bet ar poblañsoù gant ar brezelioù ha krouidigezh ar stadoù nevez: ar vuzulmaned da skouer a zo tec’het da Durkia, el lec’h ma'z eus bremañ milionoù a ziskennidi muhacir (repuidi) eus ar Balkanoù. Goude an Eil brezel bed hag ar brezel diabarzh e Gres eo bet skarzhet an Albaniz diouzh Ipiros (ar Çamed) ha Slaved Makedonia eus tu mor Egea. An heñvelekadur a zo deuet da heul an diblasañ tud. Daoust da se ne c’halle ket bevennoù ar stadoù klotañ gant reoù ar pobloù, ha dont a reas kumuniezhioù bras a-bezh da vezañ minorelezhioù.

Gant sistem sokialour kemplezh Yougoslavia e oa bet reoliekaet stad an traoù. Un diforc’h a veze graet gant Yougoslavia etre pobloù ar C’hevread (Slovened, Kroated, Montenegred, Makedonianed ha Muzulmia), a rae dave d’ur gouarnamant kevreet a oa dave, ha war ar memes tro e oant ivez war douaroù republikoù all, hag ar minorelezhioù broadel, dezho ur gouarnamant dave e diavaez Yougolavia. Evel-se e oa, hep teurel kont eus o niver, evit an Italianed, Hungared, Tcheked, Slovaked pe Albaned.

Brezelioù drastus

Gant brezelioù ar bloavezhioù 1990 e fiñvas kalz ar poblañsoù. Digresket eo bet da vat niver ar Serbed e Kroatia, eus 12% da 4% eus poblañs ar vro. Heuliadoù ar brezel a zo bet eus ar re washañ e Bosnia-ha-Herzegovina: n’eo mui ar vro nemet takadoù bihan-bihan gant strolladoù kenelel. E Kosovo, dizalc’h abaoe 2008, ez eus Albaned dreist-holl: ar Serbed hag ar Rromed a zo enklozet, hag ar Vuzulmiz, ar re n’int ket Albaned (Turked, Bosniaked, Gorani), n’o deus da zibab nemet etre heñvelekaat pe bezañ lakaet a-gostez. Brezel 2001 e Makedonia en deus kemmet liessevenadur ar vro en ur brezel etre Makedonianed hag Albaned, hag ar c’humuniezhioù all (Turked, Rromed, Bosniaked, Makedonianed vuzulman, Serbed, Aroumaned, h.a.) a zo ravalidi emdroadur ar vro o treiñ en ur gevredigezh divvroat.

Ar Balkanoù hag Europa

Mare ar stadoù-broad a voe c’hwerv evit “pobloù bihan” ar Balkanoù, pa chom c’hoazh war ar stern an div gudenn vras vroadel eus an daou du d’an harzoù: kudenn vroadel Albania hag hini Serbia. Ar c’hoant da vezañ e diabarzh Europa da vat e-pad dek vloaz kentañ ar c’hantved a zo aet da get: goude enframmadur Slovenia e 2004, hini Bulgaria ha Roumania e 2007 ha Kroatia e 2013, n’o deus ket ar broioù all kalz a chañs da vezañ enframmet d’o zro buan bremañ.

Unaniezh Europa a ra van, a-wel d’an holl, da vezañ a-du gant ar “stabilded”, ar pezh a dalv e gwirionez lezel politikourien lec’hel galloudus, goubrenidi ha preizherien anezho, d’ober ar pezh a fell dezho gant ma komzint toull «a-du gant Europa». An dud a-bouez-se a zo alies, evel e Serbia, broadelourien gozh savet a-du gant an «Europisted» evit delc'her krog er galloud. Ar stabilded a-ziavaez-se a dalv e vez prevesaet madoù an holl hag e vez distrujet en un doare sistematek ar servijoù publik en anv «adaozadurioù» na glotont tamm ebet gant an ezhommoù.

Skoet eo bet ar Balkanoù gant an enkadenn ekonomikel; dizoloet o deus nd ae ket en-dro ar “rekipe burzhudus” diazezet war ar rumm prevesaat/postañ arc’hant eus an estrenvro. Uhel-tre eo niver an dud dilabour er c’hornad (40% eus ar boblañs d’an nebeutañ e Bosnia-ha-Herzegovina, etre 60% ha 70% e Kosovo), ha nevez ’zo ez a an dud etrezek broioù pinvidik kornôg Europa, da Alamagn dreist-holl. Tud yaouank ha stummet eo a ya kuit hag a laka en arvar diorren ar c’hornad. Daoust ma weler o tiflukañ emsavioù sokial nevez evel e Bosnia-ha-Herzegovina e 2014, n’eus diskoulm ebet c’hoazh d’ar c’hudennoù-se.

 

Hag eus tu ar sinema  ?

E-kerzh ar bloavezhioù tremen ez eus bet meur a deulfilm diwar-benn ar c’horn-bro, en o zouez Cinema Komunisto, gant Mila Turajlić (Slovenia, Serbia, 2012), deuet da vezañ ur film azeulet eus ar “yougohiraezh”. En teulfilm faltazi gant Stevan Filipović, Šišanje (a c’heller treiñ gant “touzañ blev”) e heulier ul lisead yaouank eus Belgrad en emsavioù hooligan (Serbia, 2010).

Kaoz a zo eus anzavadur an heñvelreviadezh er familhoù en teulfilm nesaelour Family Meals (Nije ti život pjesma Havaja, Croatie, 2012), savet gant ar sevenerez Dana Budisavljević eus Kroatia. En em gavout a ra-hi gant sevenerien yaouank all e festivalioù evel Motovun pe Zagrebdoc. Ur festival all en deus sikouret brudañ an teulfilmoù: an Dokufest e Prizren, e Kosovo.

Ur bern filmoù faltazi a dremen en un endro sokial a-vremañ. E Serbia o deus meur a sevener yaouank divizet filmañ e Bor, ur gêr industriel war an diskar; Nikola Ležaić da skouer, gant e film Tilva Roš (Serbia, 2010). Eus tem an dizindustrielekaat e vez komzet ivez gant ar sevenerez Teona Strugar Mitevska eus Makedonia en he film Jas sum od Titov Veles (Je suis de Titov Veles, Makedonia, 2007).

Levrlennadur

  • Xavier Bougarel ha Nathalie Clayer, Les musulmans de l’Europe du Sud-Est. Des Empires aux Etats balkaniques, Pariz, Karthala, 2013.
  • Amaël Cattaruzza ha Pierre Sintès, Atlas géopolitique des Balkans, Pariz, Autrement,
  • Jean-Arnault Dérens ha Laurent Geslin, Comprendre les Balkans. Histoire, sociétés, perspectives, Paris, Non Lieu.
  • Michel, Sivignon Les Balkans, une géopolitique de la violence, Belin, Pariz, 2009, 207 pajenn.
  • Maria Todorova, Imaginaire des Balkans, EHESS, Paris, 2011, 352 pajenn.

Evit gouzout hiroc’h e kinnig bemdez, e galleg, al lec’hienn le Courrier des Balkans un diverrañ eus keleier, politikerezh ha sevenadur ar Balkanoù.
http://www.courrierdesbalkans.fr/

Jean-Arnault Dérens ha Laurent Geslin