Pobloù

Arktika

Pobloù Arktika

Pobloù Arktika a zo en em voazet, a-hed an amzerioù, ouzh un endro bev-mat (ha n'eo ket dezerzhek evel ma kreder a-wechoù dre fazi). Hag abaoe pell e ouzont kustumiñ ouzh ar c'hemmoù.

Perzhioù sevenadurel boutin a zo ganto holl, met disheñvel int evit pezh a sell ouzh an ekonomiezh hengounel, darn a zo saverien loened ha kantreerien, darn all chaseerien, pesketaerien damgantreerien pe staliet da vat; evel el lec'hioù m'emaint o vevañ: Kanada, Stadoù-Unanet, Kevread Rusia, Greunland, Island, Norvegia, Sveden.

Bez' e c'heller rannañ anezho e teir lodenn vras ; an Inuited, ar Samied ha poblou engenidik Eurazia an hanternoz pellañ.

AN INUITED

War-dro 170 000 emaint, n'eus forzh peseurt anv o deus war o zachenn (Yupiit, Unangan, Inupiat), un undalc'h yezhel a zo ganto dre Tchoukotka, Alaska, Arktika Kanada ha Greunland.

O sevenadur a zo aet war-raok ha diazezet a-hed an amzer hag an trevadennerezhioù betek kadarnaat o folitikerezh dre gaout gouarnamantoù rannvroel emren. Da skouer, e Bro-Ganada, eo stag an Inuited ouzh peder bro velestradurel goude bezañ stourmet evit mirout o douaroù ha sinet emglevioù: Nunavik (1975) er C'hebek arktek ; bro Inuvialuit (1984) e Tiriadoù ar Gwalarn; Nunavut (1999) hag ivez Nunatsiavut (2006) el Labrador. Evit kreñvaat al liammoù etre pep kumuniezh, met ivez evit difenn ha kas war-raok o interestoù ekonomikel, sokial hag endroel hag ivez an diorren padus en Arktika, e kemer perzh an Inuited er C'huzul Inuit Tropennahelel hag er C'huzul Arktek (Leona Aglukkaq eo prezidantez ar C'huzul-se evit 2013-2015, a orin eo eus Nunavut ha bez' ez eo ivez ministrez kevreadel ar Yec'hed.)

AR SAMIED

Niveret int bet e 2009 ha 96 000 emaint. Bevañ a reont e Finland, Sveden, Norvegia ha Rusia; dre hengoun ez int saverien kirvi ha pesketaerien. Ar c'hevredigezhioù, goude bezañ bet lakaet a-gostez ha bet war-nes koll o sevenadur, a lak ar pouez war o sevenadur dreist-holl abaoe 1960. Ar stourm youlek evito o-unan hag ar stourm a-enep an embregerezhioù korvoiñ greantel a ziskouez mat ar c'hoant a zo gant ar bobl-mañ a zo en Unaniezh Europa da vezañ emren. Bremañ o deus Samied Skandinavia ur parlamant dilennet hag a zifenn interestoù o douaroù, o yezhoù, met ivez un doare emrenerezh sevenadurel. E Norvegia, da skouer, eo bet krouet ar parlamant sami (Sámediggi) e 1989 gant daou bal: kemer divizoù politikel ha merañ an obererezhioù melestradurel publik, dreist-holl war dachenn an deskadurezh hag ar sevenadur, ar yezh, gwarez an endro hag an herêzh sevenadurel, an diorren ekonomikel hag ar c'henobererezh etrebroadel; bez' en deus ivez ur roll kuzuliañ er galloud kreiz hag e laka war wel ar Samied war live ar vro hag an estrenvro.

POBLOÙ HENVROAT EURAZIA AN HANTERNOZ

Strewet int eus an Oural betek ar meurvor Habask, eus an toundra arktikel betek an taiga izarktikel, war douaroù divent, adalek Sibiria ar C'hornôg ha Sibiria ar Reter betek Reter-pellañ Rusia. Kantreerien, damgantreerien pe tud staliet da vat hervez ar c'humuniegezhioù a zo anezho, hag o ekonomiezh hengounel a zo diazet war ar chase, ar pesketa, ar sevel loened hag an dastum.

E-touez pobloù bihanniver Arktika Rusia (da lavarout eo nebeutoc'h eget 50 000 den, hervez dezverkoù ofisiel Rusia) ar Samied, ar C'hantied (30 943), ar vMansied (12 269), an Nenetsed (44 640), an Enetsed (227), an Nganasaned (862) hag ar Selkouped (3 649) a zo holl izili eus familh vras an Oural; an Dolganed (7 885), an Evened (21 830), an Evenked (38 396) eus familh vras an Altai ; ar Tchouvantsed (1 002), ar Youkagired (1 603), an Itelmened (3 193), ar gKereked (4), ar gKamtchadaled (1927), ar gKoriaked (7 953), ar Tchouktched (15 908), eus ar familh paleoaziatek; an Unanganed pe Aleouted (482), an Iuited pe Iupiited (1 738), eus ar familh eskaleoutek ; ar gKeted (1 219) o deus ur yezh dezho o-unan. Disheñvel eo evit ar Sac'haed (Yakouted) a zo 478 085 diouto hag o deus o republik, o istor a zo bet lakaet gant an UNESCO e glad dizanvezel an denelezh e 2005. Ar sifroù en niveradeg diwezhañ (2010) a ziskouez ur c'hresk bihan evit 14 bobl (18 a oa e 2002), 24 diouto a zigresk.

Goude ar rusianekaat da vare an impalaeriezh, ar soviedekaat dindan ar ren soviedel, eo bet merket ar bloavezhioù 1990 gant un addasparzh galloudoù etre ar greizenn hag ar rannvroioù, met ivez gant un adaozadur kumuniegezhioù. Evit pezh a sell ouzh ar c'hevredigezhioù henvroat ez eus bet klasket hentoù nevez evit diorren ar sevenadur diwar atiz an intelligentsia : kampoù etnografek, skolioù etnopedagogel, h.a. Bremañ ez eus e Kevredigezh Rusia ar Pobloù bihanniver henvroat an Hanternoz, Sibiria ha Reter-pellañ (1990) 35 kevredigezh hag 41 bobl eus an hanternoz evit difenn o gwirioù hag interestoù evel m'eo bet skrivet er skridoù ofisiel -Bonreizh Kevread Rusia (1993) en o zouez – met chom a ra alies diefed war an dachenn bleustrek.

HAG EUS TU AR SINEMA ?

Abred-kaer ez eus deuet betek ennomp skeudennoù eus pobladoù Arktika, a-drugarez dreist-holl da Robert Flaherty, unan eus ar re gentañ en deus graet sinema etnografek, sevenet gantañ Nanook of the North e 1922. Prestik goude en deus sevenet an antropologour danat Knud Rasmussen (e vamm a oa Inuitez) Palos Brudefaerd e-kerzh e droiad diwezhañ e 1933.

Goude-se e vo rummadoù klaskerien evel Jean Malaurie o deus roet d'anevezout gwelloc'h ar re a veze graet Eskimoed anezho gant an heuliad «Les rois de Thulé». E Kanada, ar film faltazi kentañ bet graet e yezh inuktitut a oa gant ar sevener ha produktour Zacharias Kunuk, Atanarjuat The Fast Runner, e 2001. Abaoe en deus krouet ur chadenn skinwel evit an engenidi, Isuma TV.

Eus tu ar Samied e kaver ar Finlandad Paul-Anders Simma, ar Norvegian Niels Gaup hag ivez Asa Simma, Samiadez. Labourat a reont abaoe bloavezhioù evit difenn skeudenn ha sevenadur ar bobl-se.

Evit pezh a sell ouzh pobloù engenidik bihanniver Rusia ez eus bet sevenet meur a film (filmoù faltazi ha teulfilmoù) d'ar mare soviedel, evel Le Grand Samoyède pe c'hoazh Dersou Ouzala, hemañ brudet-bras.

Abaoe m'eo echu gant ar ren soviedel o deus labouret ar sevenerien estren, dreist-holl eus Estonia ((Lennart Meri, Liivo Niglas), war an Nenetsed hag ar C'hantied. Ar sevener Aleksandr Vac'hrouchev en deus graet The Tundra BookLe conte de Vukvukaï, le petit caillou (2011) a zo diazezet war buhez ur saver-loened kozh tchouktch.

War-bouez an Nenetsez Anastasia Lapui, savet ganti hag he c'hompagnun finlandat Markku Lehmuskallio, ur bern filmoù war bobloù an Norzh (Sept chants de la toundra war an Nenetsed, Anna war an Nganasaned, La Forêt war ar Selpouked, Fata Morgana war ar Tchouktced) tapet prizioù ganto da-geñver festivalioù etrebroadel, n'eus ket kalz a sinema graet gant tud eus Arktika Sibiria. Koulskoude, gant ar filmoù Svadevnij argišLa caravane nuptiale de traîneaux (2005) hat Krasnyj Lëd. Saga o Hantah -Les glaces rouges (2010), savet diwar skridoù skrivagnerien c'hanti, eo bet c'hoariet ar perzhioù gant C'hantied.

Evit pezh a sell ouzh ar pobloù bras, ez eus sevenerien nevez iakouk abaoe un toullad bloavezhioù, evel Viatcheslav Semionov gant Balyksyt (Ar pesketaer) hag o filmoù a vez skignet e Bro-c'hall a-drugarez da labour Émilie Maj hag he c'hevredad skignañ Boréalia.

Sintezenn gant Dominique Samson Normand de Chambourg
Studioù Sibiria an INALCO, ezel eus Kreizenn Enklask Europes Eurasie

LEVRLENNADUREZH :

  • Ur romant c'hanti : Aïpine, Emb, L'Étoile de l'Aube, troet diwar ar rusianeg (Sibiria) gant Dominique Samson Normand de Chambourg, Monaco, emb. du Rocher, 2005.
  • Moldanova, Tatiana, Les caresses de la civilisation, troet diwar ar rusianeg (Sibiria) gant Dominique Samson Normand de Chambourg, Paris, Emb. Paulsen, 2007.
  • Raccurt, M. & Chenorkian, R., Mondes Polaires. Hommes et biodiversités, des défis pour la science, Pariz, Le cherche midi / CNRS, 2011.
  • Rouguine, R., La chatte qui a sauvé le monde, Troet diwar ar rusianeg (Siberia) gant Carine Puigrenier ha Dominique Samson Normand de Chambourg, Pariz, Emb. Paulsen, 2008.
  • Samson Normand de Chambourg, D.,« La guerre perdue des Khantes et des Nénètses des forêts, Études mongoles et sibériennesUne Russie plurielle. Confins et profondeurs, Pariz, Kreizenn Studioù Mongol & Siberia/École Pratique des Hautes Études, 2007/2008, n° 38-39, p. 119-195
  • Le chagrin de l'OursLes Khantys du Nord sibérien, Pariz, O.D. Emb., 2010.

Gwirioù skeudennoù : Emilie MAJ, mission ethnoequid 2003, village de Sakkyryr (Yakoutie du nord en bordure du cercle polaire arctique)