Pobloù Sina ha Tibet
Darvoudoù Plasenn Tian'anmen e miz Mezheven 1989 o deus strafuilhet Gouel ar filmoù.
Komz eus Sina a zo evit kalz a dud komz eus an triwec'h rannvro el lec'h ma n'eus nemet Haned o vevañ. Met kalz-kalz brasoc'h eo an dachenn. Kalz a bobladoù all a zo o chom e stepennoù an Norzh, e dezerzhioù traezh ar C'hornaoueg, uhelgompezennoù hag aradennadoù menezioù ar Mervent ha broioù meneziek ha janglennek ar Su. Ar filmoù-mañ a ziskouez kement-se : La croisière jaune André Sauvage diwar-benn troiad Citroën e 31-32; Chine ma douleur Dai Sije; Ocean of Wisdom Rajiv Mehrotra, poltred an Dalai-Lama; Nujiang, la vallée perdue Lu Yue, e gwalarn proviñs Yunnan.
Eus tu Breizh : Le manteau de papier gant Olivier Bourbeillon war al livour Paul Bloas; L'usine rouge gant Marie Hélia a ro ar gaoz da labourerezed Douarnenez; Qui voit Ouessant gant Séverine Vermersch, war glask Jean Epstein.
Ur film aroueziek : Le Sorgho rouge gant Zhang Yimou – 1987 – tennad
http://www.dailymotion.com/video/x72m2j_le-sorgho-rouge-1_music
Ur freskenn entanet ha lourennek, er bloavezhioù 30, en ur gêriadenn e biz Sina.
Notennoù :
Levrioù dispar war an Tibet e ti Editions Indigènes
http://www.indigene-editions.fr/ceux-qui-marchent-contre-le-vent/immolations-au-tibet-la-honte-du-monde.html