Pobl Palestina
Dibabet en deus ar Festival evit komz eus Pobl Palestina pediñ en un doare arouezius, ur filmaozour israelat, Amos Gitai, hag unan eus Palestina, Michel Khleifi. Kafr Kassem gant Borhane Alaouie; Ici et ailleurs gant Jean-Luc Godard hag Anne-Marie Mieville; Au-delà des murs gant Uri Barbash; Aqabat Jaber gant Eyal Sivan; Discours à la mer gant Sapho; Kafr Qar'a, Israël gant Nurith Aviv. Noces en Galilée Michel Khleifi a zo ur respont da Berlin-Jérusalem gant Amos Gitai. Sell ar Gornôgiz a zo a-bouez ivez evit klask kompren ar peragoù.
Eus tu Breizh : Houla-Ko et le fils du soleil et du vent gant Arlaud-Delbos-Mollo; Règne de sucre ha Vincent, daou film bevaat eus ar c'hentañ gant Jean-Pierre Lemouland; ha Le tailleurs de sons Thierry Compain, poltred hep e bar Yann Paranthoën.
Ur film aroueziek : Kafr Kassem gant Borhane Alaouié – 1975 - klok
http://www.youtube.com/watch?v=Hzi9qVtoVIw
Film stroñsus, leurennet en un doare dispar diwar ul lazhadeg c'hoarvezet e miz Here 1956 ; drouklazhet e oa bet 46 Palestinad e kêriadenn Kaf Kassem gant soudarded Israel.
Notennoù :
Ur festival bloaziek, evit gouzout hiroc'h : Proche-Orient, ce que peut le cinéma
http://www.quepeutlecinema.com/index.php?home.htm?lang=fr
Un diaz gant filmoù enlinenn : Palestine calling
http://www.palestinecalling.org/
Hag evit gouzout ar pezh a dremen e Palestina
http://www.plateforme-palestine.org/
- 2008 : ar festival diwar-benn Liban en deus graet anv da vat eus kudennoù Palestina.
http://www.festival-douarnenez.com/fr/ressources_films/peuples_invites/peuples_du_liban