POBLOÙ AN ORINIDI- BROADELOURIEZHOÙ EN EUROPA – KEODEDADEZED AR BED -

Embann 1997

Un 20vet bloavezh lidet gant danvezioù hag a blij kenañ d'ar Gouel. Amerindianed, orinidi Aostralia ha Samied a zo bet pedet hag en em gavont en-dro asambles. En o zouez, Asa Simma, ur filmaozourez Sami, hag an orinad Wayne Barker. Sellet e vez pizh ouzh ar broadelezhioù o vont war-raok en Europa, enoret e vez ar merc'hed ur wech ouzhpenn... gant filmoù Alanis Obomsawine, un Indianez abenaki.Un digarez eo ivez da gomz eus ar Chiapas evit lidañ ar «C'hentañ emgav etrekevandirel evit mab-den hag a-enep an nevezfrankizouriezh» kaset war-raok gant an iskomandant Marcos hag e arme a beoc'h.

E Breizh : Léon, Henri ha Jo gant Charles Véron a ra berzh bras ha BZH, des Bretagnes des Bretons gant Olivier Bourbeillon ha Marie Hélia a laka tud ar sal da vreskenn.

Ur film aroueziek : La véridique légende du sous-commandant Marcos gant Tessa Brisac ha Carmen Castillo – 1995- tennad
http://www.ina.fr/video/CPD96002276
Filmet eo bet e miz Here 1994 istor ar gerilha peoc'hus ha demokratel hag e arme, an EZLN...

Notennoù :
Un embanner evit heuliañ stourm an orinidi hag ar re all... Rue des Cascades
http://www.lekti-ecriture.com/editeurs/Femmes-de-mais.html, labour stourm hag entanus Marc Tomsin.
Levr Pierre-Yves Marzin, e ti Skol vreizh, War hent ar Chiapas 
http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=129&category_id=1&manufacturer_id=39