POBL KEMBRE
Statud emrenerezh nevez e Kembre : ur skinwel: S4C, ar plas roet d'ar c'hembraeg gant ar gouarnamant a laka ar Vretoned d'en em soñjal. A-dreñv koc’hienegoù ar mengleuzioù glaou e tizoloer barzhoniezh ha filmoù diroll: Coming up roses Stephen Bayly, Hedd Wyn Paul Turner, House of America Mark Evans.Eus tu Breizh e kaver a bep seurt: Ex-voto Antoine Le Bos; Le cyclope de la mer Philippe Jullien, ur film bevaat; La forteresse sentimentale Thierry Le Merre, Pe feiz e Breizh gant Mikeal Treger.
Ur film aroueziek : Britannia gant Joanna Quinn – 1993 - penn-da-benn
https://vimeo.com/31374622
E stumm ur film bevaat setu istor Impalaeriezh Breizh-Veur. Pegen ferv!
Notennoù :
Un treizher sot-pitilh gant Kembre : Jean-Yves le Disez, skolveuriad.
http://www.univ-brest.fr/crbc/menu/Izili+al+lec'h-arnod/Enseignants-chercheurs/Jean-Yves_Le_Disez
Komzet e vo c'hoazh eus Kembre pa ginnig ar Gouel, e 1999, e skeud un "tenn tog" d'ar filmaozour meur Jean-Michel Carré, ar film Charbons ardents diwar-benn utopiezh mengleuzerien eus Kembre.