Pobloù Indianed Amerika latin

Embann 1984

Nac'het eo bet sevenadur an Indianed hag ar ger indian a zo deuet da vezañ ur gunujenn p'en deus kemeret plas ar ger gouez. Met gwashoc'h 'zo moarvat, an Indianed o-unan o deus mezh eus o yezh hag o sevenadur. Komzet 'vez eus kudennoù ar cheñch sevenadur, an trevadenniñ met ivez eus ar stourm hag an adc'hounid e filmoù evel Quand les montagnes tremblent, poltred Rigoberta Menchu graet gant Pamela Yates ha Thomas Sigel, Avion cannibale, un istor kontet gant Christophe Perray gant an Empewenaed, Le dernier des Miskitos gant Yves Billon diwar-benn ar reveulzi sandinour e Nicaragua, Les fils de Tupac Amaru gant Luis Figueroa,awenet gant sevenaduran Inkaed, Waraka heuliad Alain Labrousse war pobloù an Andoù.

Eus tu Breizh : Retraite, ur film faltazi gant Michel Dupuy, pa vez serret ur skol war ar maez. Krang bigornen gant Claude Fleurent, L'histoire d'une autre, kentañ film faltazi Séverine Vermersch.

Ur film aroueziek : Ukamau : c'est ainsi gant Jorge Sanjines – 1966- tennad
http://www.youtube.com/watch?v=A38Z9rPqOIo
Kentañ film hir gant son ha komzet en ...aymaraeg. Sinema Sanjines, tro-dro da identelezh ha da sevenadur an Andoù, a zo arouezius eus kudenn an Indianed.

Notennoù :
Un enklasker dedennet gant Amerika latin hag amerindian: Yvon Le Bot
http://cadis.ehess.fr/index.php?970
Un atersadenn e ti Dialogues Brest
http://www.youtube.com/watch?v=dym853B_A6Q