Pobl an Amerikaned du
Petra ouzomp diwa-benn sinema an Amerikaned du? Nebeut a dra, koulz lavaret netra. Ha koulskoude ar sinema-se ’zo anezhañ abaoe ar bloavezhioù 20, gant produerien, filmaozerien hag aktourien ha gant mareadoù a-du ha mareadoù diaes. Ur filmouriezh klok : Black journal produet gant William Greaves, Passing through pe spered ar sonerezh du gant Larry Clark, A different image, gouennelouriezh hastereotipoù revel gwelet gantAlile Sharon Larkin, Angela Davis, l'enchaînement gant Jean-Daniel Simon, hag e penn kentañ holl, e 1915, Naissance d'une nation gant David Wark Griffith, gouennelour ar pozioù ennañ...
Eus tu Breizh : Prisons de femmes gant Annie Cario; Une mer en ses terres gant an triad Delbos-Mollo-Vaucher; 2 ou 3 choses que je sais de la Bretagne, ur film bevaat gant Bruce Krebs; ha Corentin le violoneux, ur gontadenn filmet gant Bruno Carrière, Kebekad.
Ur film aroueziek : Now gant Santiago Alvarez- 1968 – klok
https://vimeo.com/33134193
Unan eus ar c'hlipoù sonerezh stourm kentañ en istor ar sinema. Bamus!
Notennoù :
Catherine Ruelle, arbennigourez war ar sinema amerikan-du war lec'hienn Africultures
http://www.africultures.com/php/?nav=personne&no=2795
Filmoù bevaat Bruce Krebs
"http://atelier.bruce.krebs.pagesperso-orange.fr/films/index.htm