Wayne Jowandi Barker

Evit gwirioù an orinidi

Ur filmaozour, ur saver sonioù ha kaner, hag un den oberiant adalek ar bloavezhioù 1970 en emsavioù politikel  orinidi Aostralia eo Wayne Jowandi Barker. Lakaet en deus da dalvezout hêrezh meuriadoù Jabirr Jabirr ha Yawuru a-hed aodoù gwalarn ar vro. Un arzour donezonet eo e meur a zachenn  ha gouestlet en deus e vuhez evit ma vefe anavezet gwirioù an orinidi.

Trugarekaat a reomp Barbara Glowczewki evit ar poltred-mañ savet diwar un destenn skrivet ganti.

« Bac'het a-dreñv d'ar bevennoù – Evel ur repuad
Bevañ en ur gwarezva- Ur serjant war ur marc'h gwenn
Sevenadurezh eo kement-se? Evel-se e lavaront
Dalc'het en ur c'helc'h bac'h – hep gouzout o flanedenn
Ezhomm da glask – Ur gartenn a verk o anv hag o gouenn
Jowandi Wayne Barker (Caught behind the lines)

Ar ganaouenn Caught behind the lines a gomz eus bed mougus an apartheid en Aostralia er bloavezhioù 60, a gaver en ur c'hlip gwenn ha du tapet eus ar gwellañ en un teulfilm Milli Milli (53') goulennet gant ar chadenn ABC. Milli Milli graet e 1992 a zo ur « gemennadenn» hag a ziskouez pinvidigezh teir bro Kimberley : Aodoù trovanel norzh Meurvor Indez, douar yaouankiz Wayne, kompezennoù gant mougevioù gant livadurioù war reier en deus darempredet gant e eontr Mowaljarlai, ha gouelec'h ar c'hornô, eno e kemere perzh e vamm e lidoù merc'hed. Ar film-se a vez lakaet bepred war wel er mirdioù an arzoù a-vremañ (Kreizenn Arz ha Sevenadur Madrid, Diazezadur Burkhardt e Suis, Mirdi an Orinidi en Utrecht, h.a.).

Bed e vugaleaj en deus lakaet Wayne en e film berr Strike your heart, e 1997 d'ur mare ma oad o vont da gontañ ivez an Orinidi en niveradeg vroadel ha p'en doa ranket kuitaat ar gêr evit mont d'ar skol. Diaes e oa bet prantad lojañ er skol e su ar vro ha n'echuas ket e studioù. Mont a reas da labourat ha treuziñ a reas ar vro a-bezh. Kemer a reas perzh er stourm politikel en ur skoazellañ sevel un deltenn-gannati dirak parlamant Canberra e 1972. Da-geñver an degouezh-se e voe krouet ur banniel orinat (http://www.creativespirits.info/aboriginalculture/history/aboriginal-tent-embassy-)
Ober a ra, gant e c'hoar da gentañ, war-dro sevel skingomzoù evit an orinidi ha goude en Aostralia greiz gant CAAMA. Diwar atiz orinidi stourmerien e krou ur chadenn skinwel gant programmoù liesseurt e yezhoù niverus Tiriad an Norzh.

Ar bloavezhioù 80 eo prantad an hunvreoù sokial o tont da wir. Wayne, evel kalz eus an orinidi hironet, a gred en adperc'hennañ an istor, ar sevenadur, dibab o buhez hag o dazont. An AIATSIS skol-uhel ar studioù orinat e Canberra, a ginnig ur stummadur war ar sinema dezhañ en ur vont gant etnologourien war an dachenn : kemer a ra perzh e meur a film gant tud evel Mac Dougall pe Kim McKenzie e Douaroù Arnhem. Deskiñ a ra ar vicher evel-se. E 1983, e voe kaset Wayne da Ganada gant ar Skol-uhel evit studiañ an doare o deus an Inuited da verañ ur skinwel dre loarell evito o-unan. Distreiñ a reas alese, entanet bras, hag e skrivas ur rentañ-kont evit goulenn ma vije stummet an Orinidi war ar video a-raok na vijent beuzet gant ar skinwel.

Dont a ra neuze Wayne Barker en-dro d'ar gêr e Broome, evit krouiñ e aozadur produiñ video dezhañ e-unan ha stummañ orinidi yaouank war ar filmañ ha skignañ e BRACS (skinwel war tregont kilometrad tro-dro) e kumuniezhioù Kimberley. Stagañ a ra ivez gant klask e wrizioù ha deskiñ a ra kanaouennoù lid e Looma. Seveniñ a ra gant e c'hoar Patricia Mamanjun Torres an heuliad Ngaangkiti, un toullad brav a filmoù berr diwar danevelloù orinat.

E 1990 ez eo den a enor pedet da festival ar sinema en Amiens gouestlet d'an orinidi filmaozourien. Un toullad mizioù diwezhatoc'h ez eo pedet gant gouel ar filmoù e Douarnenez gouestlet d'an orinidi. Dont a ra ivez eno dileuridi orinat, en o zouez Rachel Perkins a oa d'ar mare-se produourez skinwel e CAAMA ha n'he doa ket c'hoazh graet ar filmoù a roio brud dezhi er bed a-bezh. Dimeziñ a ra e Douarnenez gant an antropologourez Barbara Glowczewki, banniel an Orini hag hini Breizh, kichen-ha-kichen, o fraoñval en avel war an doenn.

Wayne Barker, Jowandi eo e anv orinat hag arzour a gas war-raok ur raktres film etreoberiat Quest in Aborignal Land, bet kinniget e meur a ziskouezadeg arz orinat e Bro-C'hall, e 2002 hag ivez Esprit de l'Ancre, produet gant ar CNRS e 2006.


Distoet eo Wayne Jowandi Barker de vevañ e Broome ha war e douaroù e Winnawal e 2006, eno e labour evit aozadurioù orinat a stourm evit ma vefe anavezet ekonomiezh ha sevenadur ar vro.

« Pa welan dremmoù nec'het ar re gozh, en o dalc'h bremañ an istorioù, ar c'hanaouennoù, an dañsoù, al lidoù hag o sekredoù na vezont treuzkaset nemet a vouezh izel, e santan evel un diouer divent. Stourm a reomp a-enep kudennoù sokial ha kudennoù yec'hed diniver a ziskar bemdez paotred, merc'hed ha bugale. En holl gumuniezhoù eus Aostralia e klasker treuzvevañ, pep hini gant e stumm, oc'h ober gant doareoù ha programmoù disheñvel, n'eo ket hepken evit enebiñ ouzh enepsevenadur moustrus an XXIvet kantved met ivez evit adc'hounid un tamm eus an tachennoù hon eus kollet. War an dremmoù-se e weler ez int skuizh, kozh, dipitet hag o deus desped. Aon o deus rak ar pezh a zo tonket da c'hoarvezout, steuziadur hon fobl e bed ar re wenn. » (Skrivet e 2005, embannet e Le défi indigène)

SÉLECTION DE FILMS

  • 1989 Ngaangkiti, série de courts métrage de W. Barker et P. Torres Mamanjun,
  • 1991 Balgo ar.
  • 1992 Milli Milli, ABC Australia, version anglaise distribuée par Ronin Films en Australie.
  • 1997 Strike your heart, une fiction pour décrire une enfance à Broom.
  • 2002 L’Esprit de l’Ancre (The Spirit of Anchor), 52’, film by Wayne  Jowandi  Barker et Barbara Glowczewski Barker, Yolngu narrators from Arnhem Land : Tim Murrmurrnga Burarrwanga, Nancy Gaymala Yunupingu, Barbara Burarrwanga, French and English subtitles, Production/distribution CNRS Images/media (diffusions ARTE 2007).
  • 2003 Quest in Aboriginal Land, interactive DVD (Quête en terre aborigène, film interactif) de W. Jowandi Barker & Glowczewski B.

RÉFÉRENCES BIBLIOGRAPHIQUES

  • Barker(Wayne), The Inuit Broadcasting System : Some Possibilities for Australia, Australian Government Publishing Service, Canberra, 1984, 20 p.
  • Barker(Wayne), Photos from Looma in Black Australia, Catalog of exhibition of Aboriginal photographers, Canberra, 1988.
  • Barker(Wayne), « Aborigène, rocker et cinéaste, entretien avec Wayne Barker », in Australie noire. Les Aborigènes, un peuple d’intellectuels, Autrement hors série 37, 1989, p. 161-168.
  • Barker(Wayne), « Fourmis vertes et termites blancs », in Nature sauvage, nature sauvée ? Ecologie et peuples autochtones, Ethnies n° 24-25, 1999.
  • Barker(Wayne), «How authentic is rock & roll ? »,  in Réseaux autochtones, partenariats, questions d’éthiques, Colloque international, Actes, Museum d’histoire naturelle, Lyon, 2003.
  • Barker(Wayne), Autobiography and extracts of Milli Milli film (1993) in CD-Rom Cultural diversity and  Indigenous Peoples, Unesco Publishings, 2004.
  • BarkerJowandi Wayne, « Culture right Culture left », in  Terre Humaine. Cinquante ans d’une collection, Paris, BNF,  2005, p. 195-202.
  • Barker Jowandi Wayne,  Le défi indigèneEntre spectacle et politique.