Véronique Pondaven
Véronique Pondaven he deus foetet bro e-pad pell, abalamour da se marteze e kaver en he filmoù gerioù resis, onestiz ha lealded. Dreist-holl er film 20 ans à Molène, jamais Molènais ha Manille. Eus an eil lanv d'egile emañ Véronique war traezhennoù ar sinema breizhat. E kreiz kalon an den, kizidik ha diskulius war an dro...
«Ya ’vat, gwir eo graet em eus ur skol sinema, d'ur mare ma oa ker ar c'hoc'hennoù, neuze em eus klasket labour pa veze aozet filmoù gant tud all. Da skouer evit Chacun cherche son chat gant Cédric Klapisch, tammoù labourioù bihan all ha labourat e salioù-ren e Pariz, eno on chomet e-pad dek vloaz. Goude-se on aet etrezek Bro-Gebek, eno em eus gellet krouiñ muioc'h : labouret em eus evit ur skinwel kumuniezhel, e La Malbaie, TV Vents et marées. Un tamm diroll e oa ar raktresoù, gant ar video e c'heller ober muioc'h a draoù, desket em eus frammañ, graet em eus labourioù-dorn an teknik, ar pezh na zisplij ket din.
Distreiñ a ran da Vrest e 1999, ober a ran mil micher an eil war-lerc'h eben, hag e teu en diwezh mare ar video, gant kameraioù skañvoc'h ha marc'hadmatoc'h. Bez’ e c'heller sevel filmoù en ur gegin war final-cut. Kroget on e-barzh ha peogwir ez aen alies da Volenez em eus c'hoantaet filmañ tu gin braventez an enez. Pell eus ar pezh a vez kinniget gant Thalassa, a ziskouez peurvuiañ bed ar besketaerien hag ur skeudenn gaer eus an enez, divlaz.
War an tamm karreg-se em eus graet anaoudegezh gant Philippe Richard, sekretour ti-kêr, krenn ha krak e gaoz. An den a zo kemplezh hag ar gaoz en deus war dud an enez a blij din, e wirionded ivez. Echuet em eus ar film a-drugarez da vrokusted mignoned kozh evel Sébastien Durand ha Nicolas Hervoches. Gant hemañ en doa kensevenet Tracteur d'orgueil ha gant mignoned all hon eus savet un ti produiñ. Souezhus a-walc'h eo met degemeret eo bet mat gant an eneziz ar film 20 ans à Molène, jamais Molènais, e 2003. moarvat e kavont ur wirionez bennak ennañ ? Priziet eo bet zoken e Groe e Fesival filmoù an inizi.
Manille a zeuio er-maez goude-se e 2008, disoc'h un emgav e Groe a gasas ac'hanon e govelioù sebezus porzh an Oriant. Da gentañ e kreded n'helled ober aze nemet filmoù industriel, un digarez da lakaat war wel kened digredus al lec'h. Ar metal o ruzellañ, an trouz kreñv-daonet. Véro a ouio, evelkent, tapout brav poaniusted ar vicher, enkadenn an daou-ugent micherour a zo en embregerezh. Donezonet eo bet evit bezañ gwelet o doa an dud-se, ha na oant e sindikad ebet, traoù da lavarout, zoken pa ne lavaront grik, pa chomont dilavar hag en em lezont da vezañ filmet. Tud all o dije graet ur c'hlip kaer pe gaeroc'h. Véro, hi, he deus tremenet tri miz ganto, evit bezañ degemeret ganto hag e ro dimp he sell nevez ha kizellet war bed al labour. Un tamm evel ar pezhioù ispisial a vez goveliet el labouradeg, sternajoù evit batimantoù divent, pezhioù a vez graet nebeut-tre anezho met gant aked hag evezh. En ur bed rust ha garv.
Denelezh, intrudu, c'hoant gouzout setu perzhioù Véronique a oar mont war beg he zreid evit sellet a-us d'ar voger. Gwelet e vez plac'h Brest er festivalioù sinema, plijout a ra dezhi gwelet filmoù ar re all. A bep seurt a blij dezhi, eus Cassavettes da Vinterberg, Fassbinder, Delépine ha Kervern, Yolande Moreau.
Véro ne skuizh ket zoken ma'z eo ret produiñ filmoù an eil war-lerc'h egile evit bevañ... met n'eus tamm douetañs ebet da gaout, gwelet e vo c'hoazh poltriji brav graet ganti. Kemplezh ha diroll, selloù roufennet, kroc'hen brizhellet pell eus kinkladurioù ha klichedoù a vez war ar skrammoù. Ur morad a feson !!
Ul levr dibabet ganti
Le non de Klara gant Soizic Aaron
Romantoù polis, evel re ar Skosad Peter May evit an heulias sinaat, an trilogiezh skosat ...da zizoleiñ war he lec'hienn
http://www.ur-web.net/FrenchHome/PMFrancais/accueil.html
Hag evit ar sac'h a bep tra, filmoù Cassavettes, Yolande Moreau, ar film Festen hag an heuliad Treme diwar-benn Orleañs-Nevez ! Netra nemet ar c'hinnig a zo ur berlezenn.
http://www.youtube.com/watch?v=hgV0B9W301o
Festival etrebroadel filmoù an inizi e Groe evit ar filmgarourien diardoù !
http://www.filminsulaire.com/
hag evit klozañ, Eldorado gant Laurent Gaudé
Filmographie
Réalisation de documentaires :
- 2003 20 ans à Molène, jamais molénais….
52' , autoproduction - 2006 Des graines sur le béton
52' production Myria prod. - 2008 Manille
52' production Myria prod. et France 3 - 2011 Chapitô
52' production Myria prod. et Idées Détournées - 2011 Voyage en Bosnie
65' autoproduction et Fanfarnaüm... - 2013 Laïs
62' production Myria prod