Tahani Rached

pe ur garantez divrall evit an dud

Bro he c'halon eo Egipt, eno ivez eo bet ganet Tahani Rached. E-pad pell he deus bevet e Bro-Gebek, hag eno he deus graet he film kentañ gant un titl arouezius : Pour faire changement ! Pa oa bihan e felle dezhi bezañ livourez, met ar wirionez oa ganti p'he doa dibabet ar c'hamera evit skeudenniñ he re, hec'h amezeien, merc'hed ar c'hamp e-kichen. Met ivez merc'hed ar straedoù en he film saourus El Banate Dol, filmet e straedoù Kaero e 2008. N'eus tamm douetañs ebet, plijout a ra da dTahani «bezañ gant an dud, int-i eo a ro an nerzh din da gaout spi.»

Dont a ra da chom da Vro-Gebek e 1966, lakaat a ra hec'h anv en Arzoù-kaer. Goude e teu da vezañ buhezourez sokial e karterioù labourerien, chom a raio merket don gant ar prantad-se. Met gant ar sinema eo e vo dedennet ha kemer a raio an hent-se adalek 1973. Un hent hag a gaso anezhi pell diouzh he gwrizioù arab, en Haitia da skouer, met ivez etrezek Bro-Egipt bloavezhioù goude. Da c'hortoz eo chomet pell en Office National du Film er C'hanada, eus 1981 betek 2004.

N'he deus Tahani aon rak danvez kizidik ebet : al labourerien enbroet ha dreist-holl Haitianed aet d'ar C'hanada, Les voleurs de jobs eo ar film hir kentañ graet evit cheñch raksoñjoù an dud ha diskouez n'eus ket da gaout aon. Ar brezel, an harlu, kudennoù identelezh hag ar cheñchamant sevenadur a zeu da binvidikaat he labour a-bezh. Un oberenn eo he labour a ziskouez he c'henseurted, a-hed ar bloavezhioù, n'eus forzh pelec'h e vefent, e lochennoù pe e karterioù cheuc'h. À travers chants (2001), pe Soraida, une femme de Palestine (2003), a zo filmoù hag a glask braventez an eneoù. «Ne ran nemet astenn ma skouarn, ur skouarn digor-bras evit klevet mat ar pezh o deus an dud da lavarout. Din-me e plij pa gonter kontadennoù. N'eus nemet en em c'houlenn evit pep film «penaos ez an da gontañ an istor-mañ ? » Kemer amzer da glask, da respont hag e tizoloer ez eus ur skritur nevez evit pep film.»


Neuze ez a Tahani da filmañ e Beyrouth, ar gêr ken buhezek a blij dezhi kalz, rentet he deus enor dezhi gant Beyrouth, à défaut d'être mort, e 1983. Gant skeudennoù ha kanaouennoù e tiskouez pinvidigezh ar re baourañ er film Chic resto pop e 1990 ; diskouez a ra stourm ur mezeg a-enep ar sida e Médecins du coeur e 1993 pe stourmoù start an drummadourien e n Urgence ! deuxième souffle e 1999. Etretant e ra Quatre femmes d'Égypte e 1997.

Mont a ra Tahari gant hec'h hent, hep ober van eus ar pezh a lavarer. Ur frazenn gaer a zo bet treuzkaset dezhi gant he mamm hag he mamm-gozh o deus desavet anezhi : «den n'en deus ar gwir da sparlañ ac'hanout en e selloù». Daoust hag-eñ eo abalamour da se e film gant kement a empatiezh merc'hed straedoù Kaero a oar ren o zonkadur gant youl ha startijenn ?
«Bamañ a ran outo, n'int ket reuziedezed, talañ a reont ! » Santout a reer mat he deus deus estlamm evito, tremenet he deus ouzhpenn tri miz war riblennoù-straed Kaero gant ar merc'hed yaouank, a-drugarez da skoazell Hind, ur vaouez emroüs d'ar stourm-se. Goude hepken he deus filmet anezho...

Filmographie

  • 1982 La phonie furieuse
    le walkman traité de façon humoristique
  • 1983 Beyrouth! à défaut d'être mort
    les réfugiés palestiniens au Liban
  • 1985 Haïti, Québec
    portraits d'immigrants Haitiens
  • 1986 Bam Pay A! Rends-moi mon pays
  • 1987 Haïti, Nous là! Nou la!
  • 1990 Au chic Resto Pop
    un restaurant populaire de Montreal, traité en comédie musicale
  • 1993 Médecins du Coeur
    un médecin qui lutte contre le Sida
  • 1997 Quatre femmes d'Egypte
    une leçon de tolérance et d'engagement
  • 1999 Urgence! Deuxième soufflé
    suit des infirmières urgentistes
  • 2001 Entre chants
    la chorale de l' Ensemble vocal d'Outremont.
  • 2004 Soraida, une femme de Palestine
    le portrait d'une femme de Ramallah
  • 2006 Ces filles-là
    les filles des rues du Caire, au jour le jour
  • 2009 Voisins
    le quartier de Garden City, au Caire, et son évolution
  • 2012 De longue haleine
    le quotidien d'une famille égyptienne au fil des premiers mois de la révolution en 2011