Ronan Hirrien
Ronan Hirrien a gar da gentañ holl ar yezhoù hag o sonerezh. Ar brezhoneg, yezh e dud-kozh a Vro-Leon, c'hoant en deus bet da vezañ «a-unan gant o c'humuniezh». Ar spagnoleg en deus dizoloet pa oa el lise, d'ar c'houlz-se e hunvree mont da Amerika ar Su da veajiñ. Oc'h astenn un tammig muioc'h e skouarn en deus desket portugaleg ha galisianeg. Hag ur yezh kar d'ar brezhoneg, ar c'hembraeg. Seniñ bombard en deus desket ivez.
Pep tra a zo un afer a skouarn hag a zarempred gant ar bed.
Ha bremañ un afer sell, hini ar c'hamera!
Ur c'hamera evit sellet ouzh ar bed, evit klask dirouestlañ an neudennoù, evit klask kompren, evit bezañ a-unan gant ur gumuniezh. Hag ur c'hamera e brezhoneg, peogwir, goude e studioù war ar yezhoù er skol-veur, eo bet degemeret e skipailh Fañch Broudig, e karg eus an abadennoù brezhonek e Frañs 3. Se oa a-raok mare Soazig Daniellou. Hi he deus degemeret anezhañ ivez e Kalanna evit skoazellañ seveniñ ur film diwar-benn Per Jakez Helias. Goude-se en deus graet meur a stummadur ha staj war ar c'hleweled. E 2005 en deus graet ur film kentañ war ar stummañ ; le breton en 6 mois, e Stumdi, un aozadur stummañ.
«C'hoant am eus bet da adstagañ gant sonerezh yezh kentañ ma mamm hag hini ma zud-kozh, ar yezh stag ouzh ul lec'h, Gorre-Leon, ouzh an tiegezh... Da geñver eured aour ur moereb da'm mamm, e Trelaouenan, eo em boa klevet ar binioù evit ar wech kentañ. Graet va soñj ganin, seniñ a rafen... bombard ! Divizet em eus studiañ brezhoneg ivez pa oan e pevare, met dizaliet e oan bet gant va zud. Ar c'hoant-se am boa c'hoazh e dibenn an trede met dizaliet e oa bet va zud gant ar penngelenner. E dibenn an eilvet klas on dizaliet gant ar provizor. N'eo nemet er c'hlas termen em boa gallet adstagañ gant ar yezh, er c'hentelioù noz (kaset gant va mamm) ha dalc'het em eus dezhañ mat !» Pennek ar paotr.
«Ar yezhoù, abalamour d'ar gerioù, abalamour d'ar pouez-mouezh, a zoug istor an dud. Zoken ma kav d'an nen a-wechoù e vezer kollet, ar bedeladur zo penn-kaoz sur-mat, e c'haller bepred kavout poell ha kompren an orin, gwelet an hed a zo etre an eil hag egile ha bezañ bamet gant se. Hag a-benn ar fin bezañ a-unan gant ur gevredigezh. Istor ar c'hlask-se eo am eus c'hoant da filmañ. Klask war-lerc'h e orin ? Eus Pondi da Zanzibar e Safar eus Pondi da Zanzibar, e 2012. Eus Breizh da Vro-Finland, evit ar vemor kanet gant Pa guzh an heol e 2013. Met pell, pell-bras eus an hiraezh, pa n'eo ket broudet gant se tamm ebet !
« Ne nac'han ket lakaat an abegoù personel-se em filmoù, er c'hontrol, int-i eo a ra steuñvenn ar senario pe an danevell. Antologiezh perzhiañ ? Soñj am eus bezañ bet skoet gant ur film gant Stéphane Breton a filme daou beizant eus Azia ar C'hreiz, hag a oa oc'h ober war-dro ur vuoc'h klañv. Kaer o doa adlakaat anezhi war sav, bep tro ec'h adkouezhe ! Me ne vijen ket bet pell o lezel ma c'hamera a-gostez evit mont da sikour an daou gozh gant o loen.»
Tarzhañ a ra Ronan da c'hoarzhin, tapet gant e gontadenn, bepred o selaou ouzh e re. Hag ar re a wel war e hent. Pell-pell ac'hann pe e ti an amezeg tostañ, pell-pell eus bezañ en ur gumuniezh serr pa vez tud zo, prest diouzhtu da dagañ pa gomzer eus adsevel un identelezh.
“En em adkavout a ran pa lennan Philosophie de la relation gant Édouard Glissant, ar skrivagner ha prederour eus Martinik. Me a gav din, pa ran teulfilmoù, e klaskan bezañ mezevellet en egor an amzer ! Kemer krog er bed, klask ar poell ennañ. Tapout krog en amzer.
En diwezh, hentoù don Bro-Leon a c'hell kas ac'hanoc'h da bell...
Evit tremen ur pennad e Zanzibar gant sonerezh evel e Safar eus Pondi da Zanzibar
"http://www.zanzibarmusic.org/"http://www.zanzibarmusic.org/
Evit dont da vezañ ur mailh war gavotenn Kalanel, Maout ha n’eo ket kog
"http://calanhel.canalblog.com/"http://calanhel.canalblog.com
Erfin, evit kompren raktres Eost, saveteiñ glad kanet e Breizh, Skos, Estonia ha Finland, dizoloet e Pa guzh an heol "http://eost.eu/"http://eost.eu
Ul lec'hienn glok evit gwelet enlinenn ur bern videoioù gant Édouard Glissant
"http://www.edouardglissant.fr/video2.html"http://www.edouardglissant.fr/video2.html
Pelec'h mont da glask evit kaout ar filmoù, evit programmiñ anezho? "LE BRETON EN 6 MOIS" ha "SAFAR EUS PONDI DA ZANZIBAR" (gwerzh DVD )
"http://www.kalanna.com/fr"http://www.kalanna.com/fr
"PA GUZH AN HEOL" JPL FILMS "http://jplfilms.com/
ul levr evit adkavout prederouriezh an darempredoù :
Filmlennadur
« Paotred al loc’h » 2015
« Haiku, en un tenn-alan ar bed » 2015
« Le Breton en 6 mois », documentaire de 52’ (sur l’apprentissage du breton par les
adultes), réalisateur et caméraman, coproduit par Kalanna et France 3 Ouest, diffusé en
octobre 2005 sur France 3 Bretagne
« Lannoù Telo », documentaire de 26’ en breton, gallois et anglais (sur quinze siècles
d’histoire religieuse entre Bretagne et Pays de Galles) pour les émissions en langue
bretonne de France 3 Bretagne, réalisateur, diffusé sur France 3 Bretagne le 8 février 2009
« Safar eus Pondi da Zanzibar », documentaire musical de 52’ (sur une rencontre autour
de la bombarde entre Pontivy et Zanzibar), réalisateur et caméraman, coproduit par Kalanna
et France Télévisions, diffusé le 3 juin 2012 sur France 3 Bretagne
« Maout ha n’eo ket kog », documentaire de 26’ (sur la « dañs a-dro » ou « gavotte » de la
région de Calanhel), réalisateur, diffusé le 14 octobre 2012 sur France 3 Bretagne
« dre chañs ha dre c’hoant », documentaire de 26’ (sur la première école publique
devenue bilingue français-breton), réalisateur, diffusé le 9 décembre 2012 sur France 3
Bretagne
« Pa guzh an heol », documentaire de 52’ (sur la transmission de beaux anciens longs
poèmes chantés en Bretagne et en Finlande), réalisateur et caméraman, coproduit par JPL
Films et France Télévisions, diffusé le 15 décembre 2013 sur France 3 Bretagne