Robert Bozzi
Kaozeadenn gant Robert Bozzi
N'eo ket aes tapout krog er filmaozour-mañ. Met pa vezer pennek un tamm stu ma'en em gaver o kendivizout gantañ, dreist ar Meurvor Atlantel, peogwir e skriv dimp eus Las Vegas en Nevada. Kontañ a ra e eñvorennoù, tener ha kriz, lemm ha kizidik. Evel m'eo Bozzi er film Gens des baraques, penn-kalet, c'hoant gantañ tizhout e bal, sioul, flemmus, dibaot !
Trugarez dezhañ ha d'e broduer Jacques Bidou, e geneil stourm, war hentoù treuz ha faltazius hag a gas ac'hanomp pell-ell.
Dizoloadenniñ Charlie Chaplin
Ar film kentañ am eus gwelet a zo bet ur sapre dizoloadenn evidon, Chaplin er film l'Émigrant, ha Charlie marnaoniet o klukañ pa lamme ha dilamme ar skudell war an daol pa zeue en-dro dirazañ... 5 pe 6 vloaz e oan. Se oa da-geñver gwezenn Nedeleg skol ar gumun, war un dosenn tost da Nisa, eno oa liorzhourien, legumajerien, produerien frouezh hag olivez, ur c'hazarn gwarded-red ha bered vras kornôg ar gêr..
Ar sinema e-lec'h ar c'hentelioù istor
A, e traoñ an dosenn e oa studioioù «La Victorine». Bet e oamp, un deiz, o weladenniñ anezho gant ar skol. Eno oa ur gêriadenn flandrezat eus ar Grennamzer, kinklourien, ledc'hoarierien, kezeg, tredanerien... Bez' e oant o prientiñ Till l'Espiègle a oa da vezañ filmet an noz-se gant Gérard Philipe ha Joris Ivens. An dud-se a ouie adreiñ buhez d'un amzer tremenet abaoe pell e kement stumm a oa, ar pezh a oa ken borodus a-hend-all gant ar c'hentelioù istor.
Gwelet Matis
D'ar mare-se e kroge hag ec'h echue ar vakañsoù evit an holl d'ar memes koulz. E miz Gouhere e veze ken tomm er c'hlas ma chomemp er porzh e tu an hanternoz, ma zad (a oa rener ar skol-se) a zivize kas an holl (skolidi, skolaerien ha tud skolidi ’zo hag a oa dieub) d'an aod pe da weladenniñ an dra-mañ-tra e kêr pe war-dro. Mirdi an Arzoù hag ar Micherioù, Mirdi Oseanografek Monaco, liorzh ar broioù tomm...
Un devezh, e oamp en em gavet en unan eus diskouezadegoù diwezhañ Matisse (bevet en doa e Nisa betek e varv). Setu-me saouzanet evit an eil gwech, en tu-hont da skeudennoù livourien klasel el Larousse teir levrenn (David, Delacroix, Giotto, Velasquez, Rubens, Goya...) ne'm boa gwelet nemet taolennoù da werzhañ dindan bolzoù plasenn Massena e-pad an dibenn sizhun graet gant livourien amatourien ar vro. Ar Vohemianed, Ar vamm hag ar bugel, ar furlukin hag ar maezioù : mor glas/reier ruz/oabl glas, gant eoulliv, dourliv, gwalc'hliv, graet gant ar gwispon pe ar gontell, gant stern pe hep stern.
Hag en un taol, hep na vije roet din da c'houzout, en em gavan dirak livadurioù diwezhañ Matisse! Troc'hadennoù paper glas, braslinennoù evit ur wezenn balmez gwelet dre ar prenestr, dirak ar mor. Un den kozh e oa an arzour gant ur barv gwenn, strizh, kravatenn/gwiskamant kroaziet. Evidon e oa kement-se sirius-tre hag e kendalc'han da soñjal heñvel bremañ c'hoazh.
Ar bloavezhioù amerikan
Mat, goude bezañ gwelet kalz a filmoù amerikan bern-war-vern evel ma teuent e teuent, komediennoù, westernoù, filmoù du, komediennoù war gan, filmoù brezel, alies zoken hep gouzout anv ar filmoù, neuze evit pezh a sell ouzh anv al leurennerien, soñj 'ta...
An abeg evit lonkañ a-dreuz hag a-hed kemend-all a filmoù eo peogwir e oa ur sal e Nisa el lec'h na veze diskouezet nemet filmoù e saozneg hag en unan all ma veze skignet ur bern. Abalamour d'an OTAN e oa listri eus ar Stadoù-Unanet e porzh-mor Vilafranca. A-walc'h e oa gant ar vartoloded, o familh hag ar Saozon a veve er vro evit leuniañ ar salioù-se. Chañs em eus bet e oa ur voereb d'ur c'hamalad din o chom er savadur el lec'h oa an nor-dec'hout. Gortoz a raemp e vije teñval-mat ar sal hag ez aemp e-barzh hep bezañ gwelet. Bremañ c'hoazh e tegouezh ganin gwelet ur film graet gant un den brudet (war «Turner Classic Movies») am boa bet tro da welet er sal-se hep gouzout an anv anezhañ.
Evit ar memes abeg e oa deuet ur ru gozh eus Vilafranca hag a yae d'ar porzh da vezañ ur vali evit ar vartoloded US, gant ostalerioù eus an daou du ha merc'hed skañv. Eno e veze kreñv sonerezh ar juke-boxes. Ar merc'hed a save uhel o divhar hag ar vartoloded e koñje a zeue da riboulat ha da lonkañ ken na raent. Er straed-se e voe gwelet ar c'hoarioù flipper kentañ, ar juke-boxes kentañ a-hed an aod vras. Pa veze ar vartoloded war vor e veze laouen-bras an davarnourien o kemer hor gwenneien evit selaou ar RnR kentañ en ur c'hoari ur c'hrogad flipper.
Dizoloadennoù ha dizoloadennoù
Gellet em bije bet echuiñ gant ma studioù war-lerc'h ar santifikad. Desket ganin lenn (kalz kalz), skrivañ galleg, kontañ dre'n eñvor ha penaos eo tres ar bed. Ne'm boa desket netra ouzhpenn el lise, war-bouez saozneg. War an dosenn e oan mab ar rener, bepred e veze kavet unan bennak a ouie piv e oan (ha a ziskulie ac'hanon) pa raen gant ar re all diotajoù kañfarded.
E gwirionez, lise kêr a roe an tu din da vezañ dianv a-benn ar fin, ur frankiz. Ober a raen skol louarn evit mont e kêr hep kaout tud vras war ma chouk. Dizoloet em eus evel-se ur stal bladennoù eildorn Ben, bez' e oa un toull en ur voger e gwirionez, el lec'h m'en em gave an holl baotred ha merc'hed dedennet mui-pe-vui gant arz ar mare. Muioc'h a veze dispaket war ar riblenn straed eget en diabarzh, Ur medzanin a gemere tout ar plas a oa e-barzh, leun-chouk gant levrioù ha kelaouennoù diwar-benn an arz (ha «playboy» ivez).
Ne'm boa desket na kimiezh na fizik na matematik zoken met Faouvouriezh, Kubouriezh, Dadaegezh, Surrealouriezh, Picasso, Pollock, Duchamp,Yves Klein zoken, Warhol, Cage, Nam Jung Paik, Rauchenberg, Christo ha George Maciunas, e penn "Fluxus" ne lavaran ket. Al luskad ar muiañ e penn a-raok hag en deus lakaet an «Arz» da ziskenn eus ar mogerioù er straedoù. Deuet on da vezañ un arzour Fluxus. Chomet on unan c'hoazh bremañ daoust ma ne'n em ginnigan ket evel-se. Pouezus eo bet an Happenings e-pad ur prantad met ne'n em welen ket, da ugent vloaz, o kendelc'her gant ar vicher-se, diazezet war ur mennozh hepken, e-pad ma buhez. Ne greden ket zoken e c'hellfen gounid ma buhez diwarno.
Ur biz-troad er sinema
D'ar c'houlz-se eo em boa graet ma staj filmañ kentañ ha meur a hini all war-lerc'h. Hep gouzout re din em boa lakaet ma biz-troad er sinema (e-touez tud chañsus ar filmoù faltazi), n’anavezen betek neuze nemet ur produour kozh hag en doa labouret evit Truffaut hag a zaremprede un ostaleri dalc'het gant daou gamalad. Paeet on bet adalek ar penn kentañ evit labourat hag evit deskiñ ma'm boa c'hoant.
Ar bloavezhioù kentañ a zo bet bamis, tamm-ha-tamm, bep ma'c'h uhelaen, em boa desket ober gant ur «Mecano» dispar. Bez' e oa eno a bep seurt micherioù disheñvel a-grenn evit ijinañ, tresañ, sevel, livañ, kinklañ, sklêrijenniñ, fardañ, bevañ, filmañ, enrollañ, arc'hanta, brudañ, gwerzhañ... Amañ ivez e chom darn o buhez pad eno, aesoc'h a se p'eo paeet mat. Skuizhet e oan avat, graet em boa an dro hep bezañ morse labouret war ar filmoù ez aen da welet, met labouret em boa war ar re n'aen morse da welet. Orson W. Rosselini, Bunuel, Renoir, Fellini, Bresson, Lang, Huston, Resnais, Godard...
Hag ur wech ouzhpenn on aet da lec'h all da welet penaos oa kont, kostez an teulfilmoù. Marker, Rouch, Ivens... Perrault, Rogosin, Leacock, Maisles ha kalz re all c'hoazh, ur rummad tud diarc'hant a veze komzet un tammig diwar o fenn hep na vije diskouezet o filmoù, koulz lavaret. Implijout a raent ostilhoù skañv nevez-krouet. Berr-ha-berr, Eclair 16 Coutant, Perfectone ha Nagra, koc'hennoù kizidik, taolioù frammañ Atlas...
Film kentañ
Graet em eus ma film kentañ gant koc'hennoù disheñvel, adtapet diwar filmoù gourc'hemennet a oa bet da hemañ-henn, kamaladoù evit ar son hag ar c'hamera pa veze prestet an ostilhoù din, hep gwenneg ebet evel-just, hep ur gwenneg toull e gwirionez. «Les Immigrès en France» oa ar film frammet gant Jacques Bidou.
Goude-se em eus paouezet. Klasket em eus arc'hant evit ober filmoù greantel, ne oan ket donezonet kaer ha kaoz ebet d'ober ma filmoù din-me, ret e oa gellout gwerzhañ un dra bennak, n'on morse deuet a-benn. Godard eo en deus lavaret un tra bennak evel-henn : n'eus morse kaoz eus plas an arc'hant en traoù-se...»
Distroet on da labourat evit ar re all, paeet e oan mat, goulennet e veze war ma lerc'h, muioc'h a labour eget n'hellen kemer. Graet hon eus danevelloù diwar darvoudoù gwir «Contre-Enquête», aradennad ar Mont-Blanc un istor alpaerezh, mogerioù kreñv Vauban pe c'hoazh al linenn Maginot, ar sonerezh romantel gant André Boucourechief, istor an ograou en Europa, un toullad kentelioù sonerezh eus mareadoù disheñvel.
Tud ar foukennoù
Tremen a ra bravik an amzer oc'h ober kement-se, beajiñ, dizoleiñ tud, lec'hioù, karantezioù. Met krog oa an debron ennon adarre. Pa oan paotr yaouank em boa dibabet un doare arz, tregont vloaz goude em boa ur vicher !
Ha setu Jacques Bidou en-dro. Ugent vloaz oa ne oamp ket en em welet, pep hini oc'h ober e dreuz. Lavaret em boa em bije adc'hraet ar film kentañ na gaven ket re vat. Kavet e oa bet un eil dioutañ gant Claude Thiébaut hag roet din (ne oa hini ebet ganin, d'ar c'houlz-se, kalz re ger).
Sellet hon eus Jacques ha me ouzh ar film-se n'hor boa ket adwelet 23 bloaz oa. Teuc'h, skort, krazet re vuan, met bamet oamp bet gant ar skeudennoù. Lavaret em eus dezhañ e oa deuet ar mare d'e adober, me ma-unan o filmañ gant unan eus ar c'hameraioù bihan Sony Hi8, gwellaet gant ma mignon Cengiz Tacer ,evit kaout ur benveg a zoare hag un taper sonioù itriket evidon gant Vincent Blanchet. Kerkent en deus Jacques kinniget produiñ ar film.
Daou vloaz goude e kinnigemp «les gens des Baraques» e 35mm.
N'eo ket aes ha koulskoude...
Un tamm berzh en deus graet ar film-se ha degemeret mat-eston eo bet. Met renket em eus gortoz pevar bloaz all evit ober an eil film. Ken paour e oan hag ur paotr yaouank, gwelet a raen e oa ken diaes bepred kaout gwenneien evit labourat ha n'eo ket peogwir e vez degemeret mat ur film e vez aesoc'h kaout peadra d'arc'hantañ unan all. Evit chom hep trelatiñ e-pad an amzer hir-se etre daou film em eus skrivet, treset, skeudennet kement tra a c'hellen ober hep kaout ezhomm eus ur produer a rank kavout arc'hant, kendrec'hiñ skignerien hag ensavadurioù.
Mankout a ra un dra, un dra a-bouez evidon. Kinniget em eus da Chris Marker ober ur film a-stroll a-enep brezel ar Vietnam. Ur bloaz war-lerc'h e oa peurechu Loin du Vietnam gant Varda, Ivens, Resnais, Godard, Klein, Lelouch.. Chris a zo marv bremañ, moarvat n'eus ken nemet Ragnar o kaout soñj peogwir e oa hemañ 'barzh ar jeu. Graet en deus ul lodenn eus ar frammañ.
An amzer distummet
Distreiñ war an amzer dremenet, d'al lec'hioù anavezet, tud o adtont war wel gwelet gant ur sell all. Evel-just ar film «Les Immigrés en France» deuet da vezañ 23/24 bloaz diwezhatoc'h «Les gens des Baraques», Bidou o tont war wel en-dro ugent vloaz goude, deuet da vezañ ur produour bras, Ben ar c'helenner deuet da vezañ un arzour brudet. An amzer... straed May e Vilafranca del Mar, gant ar Juke-boxes, flippers ar fifties, ugent vloaz goude, Robert Filliou ha George Brecht, daou arzour eus ar Fluxus a zigor o falier arz (La Cedille qui sourit) gouestlet d'an bennaraokaouriezh. Al lec'h nemetañ er Frañs el lec'h ma veze kavet oberennoù holl arzourien Fluxus ar bed (hag o hini).
Mat, echu gant ar gaozeadenn hir-mañ. Samuel Beckett a vije bet un tamm mat berroc'h, respontet en doa da c'houlennatadeg ur gelaouenn merc'hed perak e skrive ar skrivagnerien: «Madasehepken» (met n'on ket Beckett).
Robert Bozzi -Meurzh 2014
FILMLENNADUR
- 1970 Les Immigrés en France
produit par DYNADIA - 1995 Les Gens des Baraques
produit par Jacques Bidou/JBA Production - 1999 My American Family
produit par Jacques Bidou/JBA Production - 2002 Taxi Parisien
produit par Jacques Bidou/JBA Production - 2005 God, Dollar, Flag and Dog
produit par Jacques Bidou/JBA Production - 2009 Heureux qui connut Nice
produit par Jacques Bidou/JBA Production