Nicolas Jouvin

beajour kalon aour...

Pa guita ar gêr e kas Nicolas Jouvin e gamera gantañ bepred. Evel-se eo e c'hounez e vuhez; evel-se eo e teu en-dro gant ur sac'had istorioù kaer ha mignoniezhioù nevez a bellvro. Hep ober kalz a drouz e ren Nicolas e stourmoù evel hini avantur gaer ar Rapporteur d'images. Ur film hag a gont penaos en deus graet anaoudegezh gant Damed, ur filmaozer amatour eus Komorez, hag ar skoazell en deus degaset dezhañ. N'eo ket tamm ebet evit kaout krog warnañ met dre ma kave direizh e stad hag ivez evit hunvreal en ur raktres film diwar-benn inizi Komorez...

Brav eo bet dezhañ pa oa krennard o kemer skouer war tud entanet en e familh. «Ur familh stourmerien : va zad en deus degaset din plijadur ar fotoioù, daou film faltazi «vakañsoù» graet gant un eontr, ar familh a-bezh a c'hoarie e-barzh. Zoken da vare disuj ar c'hrennoad, pa glasken respontoù er manisfestadegoù, pa vezen o krapat, ur sport hag a zegase frankiz al lec'hioù ec'hon din, ez eo kresket ennon muioc'h c'hoazh plijadur ar fotoioù, hep ankounac'haat ma hunvreoù bras a genskoazell.»

Graet eo e dreuz. Dizoloadennoù plijus, hini kamera ar sinema da skouer evit filmañ taolioù-kaer war ar brioù pe devalennoù ski diroll, a ziheñcho anezhañ diouzh ur vuhez plaen a gelenner sport en amzer vras.
«Un dispac'her on chomet. Gouzout a ran eo ret din komz eus se met n'on ket evit sevel a-du gant ar re a ro kentelioù, n'on ket ur ur gwir stourmer nag emsaver. Met bez' e c'hellan kontañ istorioù, reiñ testenioù ivez.
Neuze e oa anat e oa ret din en em varrekaat war ar sinema ha tapout skiant-prenet. Mont a raen ingal d'ar sinemaoueg. Tremenet em eus ar genskrivadeg evit mont en IDHEC. Pa'm boa echu, em eus bet priz Festival Lille evit Expulsion (trugarez Agnès Varda !), un teulfilm/faltazi hag a gont diskar karter kozh Belleville. Goude-se em eus bet ur yalc'had gant Villa Médicis Hors les Murs evit ur senario war istor Sahara ar C'hornaoueg.

Pa oan e Maouritania o spislec'hiañ hag o skrivañ em eus kejet gant René, un den war guzh hag a oa o paouez erruout eus Kreizafrika. Tro-dro dezhañ ha gantañ em eus graet Point Zéro gant ur Video 8. Ar video kentañ a gemeras perzh e Cinéma du Réel a-drugarez da ledander spered ha da gred renerez ar c'houlz-se, Suzette Glenadel. Ur meneg ispisial en deus bet, trugarez Suzette !
Tamm-ha-tamm e welen e teree mat-tre an teulfimoù ouzh ma doare bevañ : nebeut a beadra, mignoniezh, dilested, kemer amzer da filmañ, engouestl war hir dermen... ha war-raok !

Nicolas a film kalz neuze, war e spered dalc'hmat preder evit an den. En e filmoù e kaver e engouestl politikel, pa weler dibab e dudennoù hag o istor. «Lakaat ar ran ar pouez em filmoù war tud hag a stourm evit chom bev hag a ziskouez skodoù hon amzer. Plijout a ra din an natur gouez hag al lec'hioù ec'hon, ha peogwir e oan barrek war ar sport em eus graet filmoù evit ar skinwel hag a denn da gudennoù ekologel. Er bloavezhioù tremen e oa dreist-holl diwar-benn ar c'houralegi o vont da get da vat.

Ouzhpenn bezañ filmaozour ez an alies war vor, gant tud yaouank o klask en em zizober diouzh o c'hudennoù dramm.»

E-pad ma oa o filmañ ur menez-tan e Komorez Vras, ur film a gave ker ha didalvoud a-walc'h e kejas Nicolas gant Damed Soihili, ur filmaozour eus ar vro hag a veze dalc'hmat war e lerc'h. «Disammet e voen pa oa bet skarzhet kuit eus ar menez tan, rak un tammig re etre-treid e oa…»
Koulskoude, un toullad deizioù war-lerc'h, e-kerzh un emvod kelaouiñ, e welan an Damed-se o skignañ en ur c'horn ar filmoù bihan en doa nevez-c'hraet. Nicolas a dostaas hag e voe skoet o welet pegen mat oa ar skeudennoù... «Tremenet hon eus ar peurrest eus an nozvezh em c'hambr ostaleri o vannañ e filmoù ouzh ar voger. Dedennus-bras. Adkemer a raen ar c'harr-nij an deiz war-lerc'h.»


Distro da Bariz, a-us d'e daol frammañ, e chom Damed war spered Nicolas. Nicolas a zo mezhek un tamm o welet eo-eñ a vez kaset en tu all d'ar bed da filmañ pa'z eus war al lec'h ur filmaozour donezonet evit filmañ e vro ha na reer tamm van ebet dioutañ. «Ne'n em santen ket kablus met kavout a rae din e oa direizh a-grenn. Se a chome dalc'hmat war va spered evel e amzer ma c'hrennoad... Deuet on a-benn da gaout, a-drugarez d'ur broduourez he deus broudet ac'hanon da skrivañ, ar yalc'had Brouillon d'un Rêve (SCAM, Société Civile des Auteurs Multimédia).

Mont a ra Nicolas en-dro da Gomorez Vras. Filmañ a ra buhez pemdeziek Damed. Hemañ a gas anezhañ e pep lec'h, en e familh kenkoulz hag e lec'hioù an enez a blij dezhañ kalz. Heuliañ a reont ivez koulzad an dilennadegoù. Nicolas a film Damed o filmañ Komoriz. Damed a ra gant ar pezh a zo, VHS, 8, I-8, DVD ha ma 'z eo dibourvez ez eo ur fleuker eus ar c'hentañ hag ur c'hameraour ampart, barrek da rakjediñ ar sekañsoù hag an talennoù, peogwir ne oar netra diwar-benn ar frammañ.

«Ur preder eo bet ivez war ma micher a filmour, ur goulenn war ster ar vicher-se, ur c'houlennaoueg restaolet evel... Heñvel e oa e meur a stumm ouzh ar pezh am boa anavezet.»

Ha goude ? Echuiñ a ra Nicolas gant Le rapporteur d'images. Damed en deus bet ur viza hag e-pad ma veze skignet e filmoù, e Douarnenez dreist-holl, e kendalc'he da filmañ ar pezh a wele tro-dro dezhañ. Mont a ra Nicolas e darempred gant an INA a asant en diwezh niverelaat ha menegeriñ filmoù Damed a oa bet miret betek neuze e lec'hioù diasur da vat. Un tamm eus istor Komorez a zo bet saveteet.

 N'heller ket tamall da Nicolas Jouvin e vefe un den ha nad afe ket betek penn e vennozhioù ha na vefe ket pennek : bremañ, 28 vloaz goude bezañ bet ur yalc'had Medicis Hors-les-Murs, emañ o peurechuiñ ar senario. Istor un douaroniour yaouank, prizoniad a youl vat, e Sahara ar C'hornaoueg evit dizoleiñ al lec'h diergerzh-se ha kontañ buhez ar pobladoù a vev eno. Ur film faltazi eo...

 

Notenn

E foñs e sac'h-beaj e plij da Nicolas lakaat levrioù Conrad, reoù Nicolas Bouvier pe reoù nevesoc'h Brady Udall Lâchons les chiens pe L'incroyable destin d'Edgar Mint.

Documentaires

  • 2012 Social Business, une nouvelle voie pour le capitalisme ?
    52' Orana et Cie production
    Qu’est ce que le Social Business? Une analyse des enjeux et des impacts de cette nouvelle tendance de l‘économie à travers une entreprise en développement au Cambodge.
  • 2012 Le trésor sous marin des îles Marquises
    52' Polynésie première – Films en vrac – Bleu Lagon
    L’expédition Pakahii te mohana réalise l’inventaire des espèces sous marines avec l’aide de la population de l’Archipel
  • 2011 La route des amphores, une histoire de la conquête des Gaules
    52' Arte – l’Aventure humaine – Amip
    Comment les romains ont conquis la Gaule avec des millions d’amphores de vin.
  • 2009 Le rapporteur d’images
    52' Ciné-Cinéma – Amip – Scam
    La leçon de cinéma de Damed le comorien.
  • 2008 Hold-up au Zimbabwe
    52' France5 – Strawberry – MC4
    Un projet de developpement durable tente de survivre à la dictature.
  • 2006 Saint-émilion, qui l’eût cru !
    52' France 5 – Cie des Phares et Balises
    Tous les dix ans, les crus de Saint-émilion sont reclassés. Qu’en sera t-il cette année alors que le goût se mondialise ?
  • 2005 Ciguatera, la maladie qui gratte
    52' France 3 – RFO – Films du rêve
    La détérioration des récifs coralliens dans les territoires d’outremer accélère le développement d’une étrange et dangereuse maladie : “la gratte”.
  • 2004 Passion sauvage en Guyane
    52' Canal + – Films du rêve
    Un soigneur élève des jeunes jaguars chez lui, il les sauve ainsi de la prédation des adultes trop à l’étroit dans leur cage au zoo.
  • 2002 Massawa
    26' Ministère des Affaires étrangères – Musée de Massawa
    Portrait de la ville de Massawa en Érythrée.
  • 2001 Qui a tué le poisson baliste ?
    26' La Cinquième – Films du rêve
    Sur les côtes du Sultanat d’Oman, des milliers de poissons morts, qui est le coupable ?
  • 1999 Simunye
    52' La Cinquième – Muzzik – La Cie des Taxi-Brousse
    Rencontre entre une chorale baroque d’Oxford et des chanteurs sud-africains des ghettos de Johannesburg.
  • 1998 Sakke, musique et mariages en Mauritanie
    52' Planète – La Cie des Taxi-Brousse
    Les amis du marié accompagnés de leurs griots vont chercher la mariée dans son village.
  • 1995 La Grande Pêche des Imraguens
    52' FR3 (Thalassa) – SSR – Planète – NHK – La Cinquième – Cie Taxi Brousse
    Les dernières grandes pêches avec les dauphins sur les côtes de Mauritanie.
  • 1994 Les Derniers Dinosaures
    52' FR3 (Thalassa) – SSR – Planète – NHK – La Cie des Taxi-Brousse
    Une campagne de pêche au large de l’Afrique de l’Ouest sur un des derniers navires-usines de l’époque soviétique.
  • 1993 Les Indiens du fleuve
    52' FR 3 (Thalassa) – SSR – NHK -La Cie des Taxi-Brousse
    La vie quotidienne des Indiens Wayana sur le fleuve Maroni en Guyane.
  • 1992 Hors Piste
    52' Arte – La Cie des Taxi-Brousse
    Vie et entraînement des apprentis coureurs de fond au Kenya.
  • 1988 Point Zéro
    13' Canal +
    En attendant le bateau, les rêves d’un clandestin centrafricain à Nouadhibou en Mauritanie.
    • Cinéma du Réél (1989) : Mention spéciale du jury.
  • 1986 Godavari
    52' Antenne 2
    Descente du second fleuve d‘Inde pendant la mousson.
    Bourse des Carnets de l’Aventure, Antenne 2