Marie Hélia
Gouzout a ra ervat Marie Helia perak eo deuet da vezañ filmaozourez. Anzav a ra koulskoude n'eo ket ur filmgarourez, kenkoulz all e vije bet ar c'hoari-pezh. Festival ar Filmoù Douarnenez, kroget e 1978, a zo bet a-bouez eviti, hi ha na blije ket dezhi ar pezh a oa unton.
Dirak ar skramm bras e wel e c'heller diskouez ar bed e meur a stumm disheñvel, hervez ma vezer un Indianez abenaki, un Inuit pe merc'h d'ur martolod eus Douarnenez. Peogwir emañ kont evel-se, hi an hini a lavar bezañ disuj d'ar reolennoù strizh ha d'an doareoù mat, hi hag a gomz a vouezh uhel hag a grou ar pezh a fell dezhi, hi a vo filmaozourez!
« Abaoe ar bloavezh kentañ eus ar festival, an hini a oa gouestlet d'ar C'hebek, hag a-hed ar bloavezhioù war-lerc'h, ne’m eus morse c'hwitet hini ebet, e ouzon e fell din testeniañ. Bezañ un test eus ma bed, evel ar sevenerien amerindian, okitan pe aljerian-se a welan er gêr ma'z on bet savet, ur gêr disuj ha disent un tamm. C'hoant am eus da reiñ un testeni eus doareoù ha kred ar vicherourien, ur bed hag a zo o vont da get abalamour m'emañ industriezh ar sardined war an diskar. Diskouez ar merc'hed, o galloud, zoken ma ne gredan ket e beli ar mammoù e Breizh. Fellout a ra din komz dre ar skeudennoù eus dalc'h ha lorc'h. Intañvezed o telc'her tavarnioù war ar porzh gant L'étoile d'or (1990), deskardedez hag implijadezed er friturioù hag el labouradegoù modern a zo bremañ, pe c'hoazh stourmerezed evit ar merc'hed em film diwezhañ Les chevalières de la table ronde (2013).
Pa oan skoazellerez László Szabó, ur realizatour hungarat hag a zastume komzoù paotred evit an heuliad Mémoires de marins, e welen e veze lezet ar merc'hed a-gostez er gegin. Komprenet em eus neuze eo dezho em boa c'hoant da reiñ ar gaoz, d'ar gwragez dilavar, d'ar re na vezont ket selaouet pe ken nebeut. Anavezout a ran mat o istorioù am eus bet tro da glevet e-pad ma bugaleaj, met c'hoant em eus e vefent klevet estreget er predoù familh, L'usine rouge e 1989, ar film-se a zo diazez an holl re a rin war-lerc'h. Kendelc'her a rin gant an erv. Ne gav ket din em eus echu gant memor Douarnenez...
«Mard an bepred dre ar memes straedoù, mard an dalc'hmat war ar memes kaeoù, e klaskan ar mare resis, an deiziadoù merkus, evel pa voe kemmet an traoù er bloavezh 2000 pa'm boa filmet Les filles de la sardine, un heuliad denel ha gwirion hag a ro ur sell war labourerezed ar friturioù. Gedal a ran o c'hoantoù aet da get, o hunvreoù kuzh, c'hoant am befe da lakaat anezho da hunvreal evel ma'm eus graet e Traces de futur, e 2003, ur film rakwelour e gwirionez, filmet e Porzh ar Rozmeur. Bep gwech e vez ret din klask stummoù all, leurenniñ ar gwirvoud. Er bloaz-se em boa ijinet ar videomaton. »
Goude em eus graet ur film-faltazi graet er gêr gant Micro-climat, e 2007. Adkavout a reer temoù hag a blij kalz da Vari, hag an ijin he deus bep tro ; ar c'homzoù a zo lemm ha gwirion. Darn a c'hoarzho glas met n'eo ket chalet Mari evit kelo se. Hi he deus steket just hag en un doare fentus e Les princesses de la piste e 2005, koroll diroll gant alkol war ar porzh e Brest en taol-mañ. Ur senarierez donezet eo e morenn ar Porzh a Genwerzh.
Aet eo Marie da Vrest da chom. Eno eo staliet Paris-Brest productions, un aozadur savet gant he mignon, ar filmaozer Olivier Bourbeillon. Asambles o deus graet e 1997 un teulfilm kreñv hag en deus bet brud, BZH, des Bretagnes, des Bretons, hag a zo bet skrivet kalz diwar e benn hag a laka an dud da gaozeal e-pad kendivizoù hir. Komzet e vez eus traoù displijus e bed an emsaverien vreton, met lakaet e vez ivez war wel pinvidigezh ar sevenadur, al liesseurted. Tabut a zo abalamour da vennozhioù disheñvel ha Marie hag Ollivier a stourm evit difenn o frankiz soñjal.
Ur wech ouzhpenn e weler ur skeudenn kalz kempleshoc'h eus Breizh eget ar pezh a wel an dud dre vras.. « N'anavezen ket ar vro-se a veze keñveriet gant Iwerzhon gant lod, er bloavezhioù 1990. C'hoant am eus bet da vont da welet ma-unan, sellet a-us d'ar voger, sellet ouzh ar pezh a guzher dindan an tapisoù. Se ne ra ket plijadur bepred, me ne ran forzh !»
Embann a ra Marie ez eo un arzourez dizalc'h. N'he deus ket aon da ziskouez en he zeulfilm diwezhañ diwar-benn stourmerezed ar planning familial tudennoù blevek, gorillas pe gorillas girls. Un ijinadenn adarre hag a lak tud 'zo da sodiñ. Met Marie a zo aet da welet pelloc'h. Pa c'houlenner diganti daoust hag-eñ he deus dizoloet pep tra e Douarnenez, hag-eñ n'eus netra ken da ziskouez, e chom dilavar ur pennadig ha neuze e respont deoc'h gant he daoulagad o lintrañ e c'heller lakaat sokiologiezh ha drocherezh da vont asambles er gêr-mañ. En Aod an Dimezelled, un ouf e kreiz-kêr, o deus kemeret merc'hed eus ar Senegal, nevez-erruet, lec'h gwragez ar “Vaouritanianed”, pesketaerien eus amañ hag a besketae ar grilhed-mor dre eno. Darn o deus graet droug d'ar re zu, n'o deus ket ? Hag ar merc'hed du a zo amañ bepred, dindan an heol pik, e plas ar re gozh.... Ur wintadenn all adarre !
N'he deus ket echu Marie Helia da ginnig dimp holl livioù ar bed, ha stad a zo er filmaozourien abenaki o doa hec'h anavezet e penn kentañ.
Ul levr eus ar c'hentañ : Le coeur cousu gant Carole Martinez
Plijout a ra din mont da vale war lec'hienn Ti-Europa ar skeudennerezh : http://www.mep-fr.org/
Pe war hini arzourien eus Breizh
http://ddab.org/fr/
FILMLENNADUR
- 2015 Au maille !
Teulfilm 37'. Paris-Brest Productions.
- 2013 Les chevalières de la table ronde
Teulfim 80’. Paris-Brest productions.
- 2011 Dans la ville rouge
Teulfim 45’. Paris-Brest productions.
- 2008 La femme serpent
37’. Production : Paris-Brest productions.
- 2005/06 Microclimat
90'. Production : Paris-Brest productions.
- 2004 Les princesses de la piste
Fiction 37'. Production: Paris-Brest productions.
- Bobines d'amateurs
Série de portraits de cinéastes amateurs, 15X6'. Réalisés avec la complicité de Gérard Lefort.
Production : Paris-Brest productions
- 2002/2003 Traces de futurs
Fiction documentaire 60'.
- 2001 L'Album
Série de photos commentées 100X2'. Co-réalisation O.Bourbeillon, T. Salvert.
Production : Paris-Brest.productions
- 2000 Les filles de la sardine
Documentaire 50'. Production : Paris-Brest.productions.
- 1999 Monette
Fiction 9'
- 1998 Le grand avec une guitare
Reportage 26', avec le musicien Jacques Pellen. Production : Morgane.
- 1996/97 BZH, des bretons des Bretagnes
Documentaire 85'. Histoire du mouvement politique et culturel en Bretagne.
Production : Lazennec Bretagne.
- 1993 An enez du (l'île noire)
Fiction 17'. Production : Lazennec Bretagne
- 1991 L'étoile d'or
Documentaire 26'. Production : Lazennec Bretagne.
- 1990 Amélie Palace
Fiction 15'. Production : Emeraude production
- 1989 L'usine rouge
Documentaire 26'. Production : Lazennec productions
Un livre absolu : Le Cœur cousu, de Carole Martinez
Marie aime bien aller se balader sur le site de la Maison européenne de la photographie :
http://www.mep-fr.org/
ou chez des artistes bretons :
http://ddab.org/fr/