Katalin Bársony
Katalin Bársony a zo ur gelaouennerez yaouank eus Hungaria, Rom ha Yuzevez war un dro. E 2007 e kas war-raok en Hungaria ar raktres Mundi Romani, evit, emezi «reiñ ar gaoz d'ar Romed» ha diskouez liesseurted ha pinvidigezh sevenadurel ar bobl-se. Merket eo bet don gant istor hec'h orin ha gant stourm he zud evit difenn gwirioù ar minorelezhioù. D'he zro ez a war hentoù dizro ar gevredigezh.
Ganet eo e Budapest e 1982, he zad a zo alvokad, yuzev, hag he mamm a zo romez, ur stourmerez taer evit gwirioù he fobl. Dre se moarvat eo emskiant abred-tre Katalyn eus an emgannoù a vez abalamour da gudenn ar minorelezhioù, ar Romed a zo bet, evel ar Yuzevien, jahinet a-hed an istor en Europa Greiz.
Daoust dezhi dont eus minorelezhioù argaset ez eo ivez ezel eus rummad an intellektualed diazezet mat e Budapest. Kas a ra da benn studioù psikologiezh sokial, kehenterezh ha sokiologiezh ar mediaioù. Skoet eo gant an dispriz a-enep d'ar gumuniezh rom abaoe diskar ar gomunouriezh, hag e kemer perzh abred-tre en oberezhioù kevredigezhel. Da 16 vloaz e kas da benn ur programm skinwel evit ar vugale rom. E 2005 ez a Katalyn da Vrusel evel stajiadez e Bodad an Aferoù diavaez e Parlamant Europa ha goude-se en European Roma Information Office (Erio).
Buan-tre e fell dezhi kuitaat Brusel hag ar vureviegezh. Tremen a ra ur Master e «Diplomatiezh Rom» a-raok distreiñ da Hungaria.
Anat eo stad an traoù : ken fall eo bepred ar skeudenn a ro ar mediaioù european eus ar Romed. Neuze e sav Katalin he raktres gant skoazell tri aozadur anavezet mat ganti: Font Romedia, ar chadenn skinwel hungarat Duna, hag Open Society Institute Georges Soros.
E 2007 e tiwan ar programm Mundi Romani, ar bed dre ar Romed.
Filmoù sevenet gant Katalyn Bársony a ziskouez hag a gont pobl ar Romed e keñverioù a bep seurt: douaroniezh, istor, sevenadur ha yezh. Kenlabourat a ra gant an Duna a skign 12 abadenn ar bloaz, unan bep miz, diwar-benn ur gumuniezh rom dishenvel.
Savet he deus ur skipailh seveniñ ha produiñ. A-drugarez d'an dud a anavez e-touez rummadoù yaouank ar renerien Rom e kas fonnus ar filmañ da benn e 2007-2008. Mont a ra da veur a vro: India, Bro-C'hall, Italia, Makedonia, Serbia, Kosovo, Spagn, Hungaria, Roumania, Israel, Belgia ha diwar kement-se holl e sav 13 film.
N'eo ket an digarezioù a vank evit reiñ da c'houzout ar gaou a vez graet ouzh gwirioù Mab-den ar Romed. Pal ar programm a zo, da gentañ, reiñ ar gaoz dezho, bezañ selaouet ha komz kenetrezo diwar an hêrezh voutin int deuet a-benn da virout. Setu perak e c'heller kaout an holl filmoù-se digoust hag en o fezh war lec'hienn Mundi Romani. Romed ar bed a-bezh, e kement ha ma c'heller, a c'hell gwelet anezho ha bezañ lorc'h enno eus o identelezh evel pobl dreuzvroadel.
Katalin, hec'h-unan, he deus sevenet Faces of change, ur veaj a-dreuz Europa gant dek plac'h hag a nac'h an holl rebechoù graet d'ar Romed.
Tennet eus lec'hienn Mediaf.org.
FILMADUREZH
- The Caravan's Trail - 2020
- Jazz Way Out – 2016
- 3Brothers – 2014
- 2007 - 2011 : TV series - Mundi Romani - the World through Roma Eyes - heuliad teulfilm e 42 pennad (26 mun./pennad)
- 2011 : Uprooted - Children’s Perspectives on Europe’s Repatriation Policies
- 2010 : “I’m a Roma Woman” koulzad brudañ evit ar Balkanoù
- 2009 : I’m a Roma Woman” campaign video
- 2008 : The Forgotten Story of the Mitrovica Roma