Habiba Djahnine
Aljerianez eo Djahnine, barzhez ha teulfilmourez !
Dibabet he deus bevañ e Timimoun, un oaziz er Sahara, met tremen a ra kalz amzer o vont hag o tont. Mont da vBejalaïa: a-orin eo-hi eus BejaIaïa e Kabilia; eno eo he deus diazezet ar Rencontres cinémathographiques e 2003. Mont a ra da Aljer pe da gêrioù bihan all evit gwelet tud, skoazellañ ha stummañ stajidi deuet eus pevar c'horn ar vro evit Béjaïa Docs, bet savet ganti e 2007. D'an dezerzh ez a ivez, da Hassi Messaoud, evit he film nevez. Mont a ra da Europa evit klask skoazell, pe evit ober tammoù ehanoù, reoù a varzhoniezh a-wechoù. Habiba, laouen dalc'hmat, startijenn enni, mennet da gomz eus Aljeria. Tud yaouankoc'h ouzh he heul.
Habiba, penaos e teu ar c'hoant sinema ?
Ma c'hoar Nabila, stourmerez evit ar merc'hed, a zo bet drouklazhet e 1995 e Tizi-Ouzou. Un toullad deizioù war-lerc'h em eus ranket tec'hout da Vro-C'hall gant ul lodenn eus ma familh. Ne'm boa respont ebet d'ar goulennoù a oa war ma spered, ne oa ket a-walc'h din skrivañ ha divizet em eus deskiñ filmañ. Heuliet em eus kentelioù Jean Rouch, aet on d'ar Sorbonne, heuliet prantadoù stummañ e Lussas.
Hir eo bet ?
Unnek vloaz eo bet ar film-se e go ha pemp bloaz da gas anezhañ da benn. En diwezh, e 2006, e teu Lettres à ma sœur er maez. Ur skrid-tamall didrouz a-enep kement stumm anterinouriezh a zo, ul lizher sioul evit deskiñ adsevel, un enor d'ar merc'hed eo ivez. Evidon eo bet un doare da skarzhañ an aon a oa ennon ha da adkemer ma flas er gevredigezh aljerian. D'ar memes koulz e oan krog da brederiañ war skeudenn Aljeria. Pep tra a yae a-gevret, evel ma vije anat.
Perak ez peus krouet Les Rencontres de Bejaïa e 2003 ?
E-pad an dek vloaz teñval n’ae ket ken an Aljerianed d'ar sinema. An anterinourien, eus forzh peseurt tu e vijent, o doa diframmet ar gaoz digant an dud ha n'halled ket kendivizout ken. Ar Rencontres a zo bet un doare da brederiañ asambles diwar-benn talvoudegezh ar skeudennoù o tont eus ar C'hornôg hag ar re a felle dimp-ni ober hon-unan. Un tamm frankiz eo bet evidomp, pedet hon eus kalz a sevenerien pe tud a vicher o tont eus bed ar c'hleweled evit prederiañ asambles ganimp. Ar Vretoned a zo bet emsavus en afer gant Gwarez Filmoù ar Vro, Gouel ar Filmoù Douarnenez, Travelling Roazhon. Kempennet eo bet luc'hvanner Bejaïa gant Claude Arnal. Gilbert Le Traon en deus filmet Pierre Clément, oberataer Vautier, aet da anaon nebeut goude.
Diaes oa kas an traoù en-dro ?
D'ar c'houlz-se ne felle ket d'ar gouarnamant skoazellañ seurt degouezhioù. Ne ra ket bremañ kennebeut. Ne zeuomp a-benn d'en ober nemet a-drugarez da skoaziadoù etrebroadel. Aozet e vez gant Ministrerezh ar Sevenadur kalzik a zegouezhioù “skedus” pe “tonius”, evel re ar sinema jordanian, ur sizhunvezh sinema arab, met ne gemer ket e kont filierenn ar c'hleweled a-bezh. Ar skignañ da skouer: n'eus nemet ugent lec'h gant salioù a-ratre er vro a-bezh, el lec'hioù all eo ret ober diouzh ma vez neuze. Kas a reomp an dafar bannañ video ganimp. Evit pezh a sell ouzh ar filmaouegoù, a oa bet ken buhezek er bloavezhioù 1970, n'eus koulz lavaret mann ebet ken diouto, dilamet o fal diganto. An intrudu prevez zo bet ur c'hwitadenn. Ha koulskoude hon eus ezhomm bras eus skeudennoù, ha ne fell ket dimp kaout bruzunajoù hepken.
Perzh dibar ar Rencontres a zo dont a-benn da lakaat ar stummañ da glotañ gant an dewelet, preder war ar skignañ, ha raktresoù war kelennadurezh ar skeudennoù.
Gwir eo, tremen poent eo e rafemp ni hon-unan an enklaskoù war hon istor a-vremañ, hini an dazont hag an hini tremenet. N'eus ket eus ar filierenn sinema en Aljeria en diavaez eus eus rannoù an deknisianed pe un toullad skolioù prevez, ret eo en em gemer e stumm all : arnodiñ, produiñ, adsoñjal. Un hanter-kant stajiad bennak a zo tremenet dre Bejaïa abaoe 2007. Ne vez nemet 8 paotr ha plac'h e pep stummadur, an holl dindan tregont vloaz. Ne c'houlennan nemet un dra diganto : kaout ur raktres teulfilm diwar-benn un dra a anavezont, war o zachenn. Evit dibab anezho, e ran tro Aljeria, ar c'hêrioù koulz hag ar c'hêriadennoù... En diwezh, e heulian ar re yaouank e-pad ur bloaz, met chom a ran e darempred ganto goude-se. Tremen a reont kalz amzer o skrivañ ha goude-se e vezont stummet evit pezh a sell ouzh an holl draoù a denn d'ar seveniñ. Ober a ran ivez diouzh bodañ stummerien n'o deus ket ar memes sell ha me. A-bouez eo evidon e vefe meret mennozhioù disheñvel.
Ar filmoù-se a c'heller gwelet ?
Ya, istitlet int bet hag embannet hon eus ur c'houfrig DVDoù. Tamm kentañ un dastumad, un doare da ziellañ hon bro. Krog e vezer da welet ar filmoù er festivalioù, stummet hon eus ur plac'h yaouank war ar skignañ. Ar stajidi gozh o deus krouet ur rouedad evit bezañ war evezh pa vez kinnigoù labour er c'hleweled. Labourat a reont ivez pa vez gourc'hemennet filmoù. Luskañ a reont ar c'hluboù filmoù, un dra ret er stignad-se.
Ne gemer ket se re a amzer ? Kendalc'h a rez da filmañ ?
Skuizh-divi e oan goude ar bloaz paseet. Ret eo bezañ war vale a-hed an amzer, skuizhus ha faezhus eo gwask an ensavadurioù. Ret e vo din paouez ur pennadig, evit gwelet gwelloc'h disoc'h ar stummadurioù. Hag ur film am eus e go ivez, war merc'hed Hassi Messaoud, ur gêr gant petrol e-kreiz an dezerzh. Eno ez eus aet kalz a verc'hed o-unan da labourat. Un danvez start. Ha goude on deuet ez pro c'hlavek ha ken kaer evit skrivañ... barzhonegoù marteze ? Awenet mat on amañ !
Evit kaout filmoù Béjaïa Doc, ar stal-labour stummañ nemeti en Aljeria
https://www.facebook.com/events/190601064407987/
J'ai habité l'absence deux fois gant Drifa Mezeneer
http://youtu.be/w8jLzintCz0
film rummad stajidi 2011, en e bezh
Koufrig 30 DVD ar stalioù-labour a gaver da brenañ digant Kaïna cinéma
Ul lec'hienn titouroù sevenadurel war ar bed kreizdouarel
http://www.babelmed.net/
- Retrouvez les films de Béjaïa Doc, un atelier de formation unique en Algérie :
https://www.facebook.com/events/190601064407987/
- J’ai habité l’absence deux fois de Drifa Mezenner
http://youtu.be/w8jLzintCz0
un film de la promotion 2011, en intégralité
Le coffret des 30 DVD des ateliers est en vente auprès de Kaïna Cinéma.
- Un site d’informations culturelles sur le monde méditerranéen :
http://www.babelmed.net
FILMOGRAPHIE
- 2011 Saphia. Une histoire de femme
23' - 2011 Avant de franchir la ligne d'horizon
64 ' Un regard sur 20 ans de mobilisation/répression politique en Algérie, à travers la parole de femmes et d'hommes militants. - 2010 Retours à la montagne
51' Tour d'horizon sur le développement durable en montagnes - 2009 Autrement citoyens
55' Ce film porte une regard différent sur diverses associations algériennes, toutes très combattives, issues véritables pour la société. - 2006 Lettre à ma sœur
77' Le 15 février 1995, à Tizi Ouzou, Nabila Djahnine, présidente de l'association Thighri N'tmetout, tombait sous les balles d'un groupe armé. Sa sœur Habiba revient vers ceux qui l'ont connue. Un magnifique plaidoyer contre la violence. - 2004 Migrants en Europe
- 2002 Les métiers de proximité