Bellali Foued

kameraet ha mennet da vat

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Lakaet en deus Foued en e soñj e oa ur c'hamera unan eus ar binvioù evit e stourm a-enep an diforc'hidigezhioù. Implijout a ra anezhañ gant Bahar Kimyongür, en arvar da vezañ adkaset da Durkia. Penndudenn ar film Résister n'est pas un crime eo, ur film kenaozet gant Marie-France Collard ha Jérôme Laffont e 2007. Ur film graet evit lakaat sklaer d'an holl an diouer a frankiz a zo en Europa a-bezh.


Daoust da bep tra e wel Foued an traoù diouzh an tu mat, mont a ra da Varoko, bro e dud, plijout a ra dezhañ stourm evit an divsevenadurezh en e vro c'henidik, Belgia. Mennet eo da vat.

 

E film kentañ Rue du nord, a zo ur film graet a-stroll, eme Foued kerkent. «Desket em eus ma-unan gant filmaozerien Laurent Van Lancker ha François Ducat. Goude-se em eus kiet e-pad mizvezhioù war ar frammañ gant ar c'henaozourezed... komprenet em eus ha bremañ e c'houlennan digant frammerien a-vicher !
Place Belgique a zo deuet er-maez goude-se e 2006, ur film diwar-benn an divsevenadurezh. Klevet a reer ennañ ur plac'h yaouank o c'hoarzhin goap : diforc'hidigezh yael ? N'hell ket bezañ !
Ha bremañ ? Foued, keodedour belgiat a orin marokan, a zalc'h en he sav, abaoe ouzhpenn dek vloaz, ar gevredigezh 2bouts, evel ma c'hell, da lavarout eo gant nebeut a yalc'hadoù ha gant e wenneien dezhañ. Ar sifr 2 a dalv evit an daou sevenadur, an hini en deus desket abred-tre, gant un tad berber hag ur vamm arabez, e c'helle an divsevenadurezh bezañ ur chañs. Foued a gomz arabeg ouzh e vab ha bep tro e vez stad ennañ pa'z a da Varoko. Met e Belgia eo e vez o stourm.

E-barzh 2bouts e kas da benn meur a dra, bevaat, stummañ, kelennadurezh ar mediaioù ha stalioù video. Dispenn ar c'hlichedoù o deus an dud diwar-benn an enbroerezh a zo a-bouez-bras, en ur vro a zo doujusoc'h, hervezañ, ouzg gwirioù an enbroidi eget ned eo ar Frañs, met santout a ra mennozhioù an tu dehoù pellañ o kreñvaat abaoe dek vloaz, mennozhioù silet gant strolladoù hengounelour. Sevel a ra start a-enep ar prezegennoù-se graet war vuzul, setu perak ec'h adro ar gaoz da vugale enbroidi e Place Belgique, ur strobad testenioù dastumet e 2006. E 2007 e tizolo Clea (Comité pour le Liberté d'Expression et d'Association) hag ez a da heul Bahar Kimyongür, un Turk yaouank, bepred en arvar eus e vuhez. «Ret e oa filmañ buan, gwalldaolioù an 11 a viz Du o deus startaet al lezennoù. Bahar, ur Belgiad yaouank a orin eus Turkia, a zo diskred warnañ evit bezañ aet a-du gant an DHKPC, na ra nemet disklêriañ gwallerezh gwirioù mab-den e Turkia. En arvar da vezañ kaset d'e vro, lakaet en toull-bac'h meur a wech, ez eo un arouez hollvedel eus ar stourmerien lakaet da dorfedourien er bed a-bezh. Kit war lec'hienn Clea evit ober ho soñj. Ar film-se a zo un ober, un doare stourm en ur vro hag a blij din abalamour d'an degemerusted, evit an doare ma ra war-dro an enbroidi. Daoust ma kav din e starta an traoù, e chom fiziañs ennon hag e welan ar gwirvoud (bezomp realourien, greomp ar pezh a zo dic'hallus, a lavare ar Che).»

N'eus nemet gwelet e film diwezhañ, kensevenet gant François Pirotte, Cuire ensemble, peurechuet e 2014 goude bezañ filmet e stalioù kegin e-pad daou vloaz. Penaos e c'hell tud eus ar Maghreb, Rusianed, Italianed, Ivoriz ha Belgiz fardañ boued asambles ha dont d'en em anavezout tamm-ha-tamm. Diskoachet e vez pep tra tro-dro d'ar podhouarnioù gant tud diaes o stad, galleg e teskont ivez el lec'hioù-se. « Ur gevredigezh evel-se a blijfe din gwelet, ur bed el lec'h na vo ket tamallet an Arabed vuzulman, hep prezegennoù a gasoni, netra nemet c'hwezh vat o sevel eus ar chidouronoù» eme Foued en un taol-c'hoarzh laouen oc'h echuiñ e gaoz.

 

  • lec'hienn 2bouts e Belgia
    http://www.2bouts.be/
  • lec'hienn CLEA Titour a-leizh ha difenn Bahar Kimyongür hag ar frankiz da gomz
    http://www.leclea.be/
  • Lec'hienn Henvroidi ar Republik
    http://indigenes-republique.fr/
  • Des livres qui ont compté pour Foued :
    Lec'hienn Henvroidi ar Republik de Thierry Jonquet et Boumkœur Boumkoeur gant Rachid Djaïdani, diwar-benn ar vuhez en ur gêrig eus ar bannlev ...

FILMOGRAPHIE

  • Rue du Nord - 2004
  • Place Belgique - 2006
  • Résister n'est pas un crime – avec Marie-France Collard et Jérôme Laffont -2007
  • Vu des quartiers Schaerbeek – 2012
  • Le vent des parents - 2012
  • Cuire ensemble - 2014
  • Le grand Argumentaire - 2016 - 2017