Anne Lescot
Ur gaozeadenn en heol war ul leurenn-ostaleri e Pariz. Gant Anne Lescot e tilestrer buan-tre en Haiti, ur c'hallez-haitiadez eo-hi ha kensevenet he deus gant Laurence Magloire ar film kaer Des hommes et des dieux, deuet er-maez e 2002. Anavezet eo Anne ivez evit bezañ kemeret perzh e Collectif 2004 images, a skign oberennoù sevenadurel eus Haiti, pe e raktresoù kenurzhiañ evel Gens de la Caraïbe, ur c'henstrollad talvoudus hag a vod nerzhioù arzel ar rannved-se.
Stourm a ra bremañ evit ma c'hellfe Haiti advont war-raok hec'h-unan, gant mesenerezh ar vro en taol-mañ.
Penaos out deuet d'ar skeudennoù ?
Aet on war an tu-se pa oan e stummadur antropologiezh gwelet e Pariz hag ar skeudenn a zo ur benveg naturel evit al labour hag an dastum. Mont a raen d'ar c'houlz-se, ur wech ar bloaz, gant kalz a gred, d'ar Bilan du Film ethnographique. An dud veur a oa Flaherty, Jean Rouch evel-just, met ivez Bob Connolly ha Robin Anderson, Aostralianed o-daou, graet ganto First contact diwar-benn Papoued Ginea-Nevez... Bep Merc'her e heulien gant kalz a blijadur abadennoù ar Film etno... betek an deiz ma oan bet galvet en-dro gant Haiti da vat. Sammet em eus dle evit prenañ ur c'hamera H18 ha prenet em eus ur batiri-gouriz a 6 lur a bouez !
Gouzout a rez dija petra ez peus c'hoant da filmañ en Haiti ?
Ya, ezhomm am eus eus skeudennoù evit ar pezh n'haller ket diskouez pe meizañ mat gant gerioù. Labourat a ran war ar vaodou hag ar filmañ a ro tu din da vont da heul an amzer, ar pezh a zo disheñvel diouzh ar skritur. Soubañ a ran da vat er bed-se gant ma c'heneilez Laurence Magloire. Hi deus degaset he skiant-prenet hag he sell, tremenet he doa ouzhpenn tregont vloaz er C'hanada a-raok ha kemeret he doa perzh e nouspet taol-arnod skingomz ha skinwel eno. Goude-se eo arabat treuzwiskañ ar wirionez. Diwall mat a reomp eus se. Des hommes et des dieux a zo diwanet diwar ar preder-se.
Ar film-se a vo skignet alies, te, abaoe, a zo aet war hentoù all ?
Ya, met kement-se a zo reizh, un dra a gas d'unan all ; ma freder neuze e oa lakaat war wel labour ha produoù arzel ma enezenn. Puilh int, met ne gomzer ket eus Haiti en diavaez eus an taolioù strak hag eus an taolioù-stad a gaver neuze e penn kentañ ar c'heleier. Hag ar peurrest eus an amzer neuze ? Gwallgaset eo ar vro, ar frammoù stad ne reont ket o zever e-keñver sevenadur. Neuze, gant mignoned all, hon eus krouet ur festival, Écrans d'Haiti ha da heul le Collectif 2004 images, a bad abaoe.
Da betra e servij ?
Frammañ an oberourien, skoazellañ anezho war hir dermen ha neket gwech ha gwech all. Evel-just e c'hellfe an Haitiz ober o filmoù o-unan, en em lavarout sevenerien, met ne reer netra evit skignañ ar sevenadur, evit mont tramor, war al leurennoù etrebroadel, er c'hroashentoù ha marc'hadoù sevenadurel. Labouret hon eus war an dachenn-se, ha diwezhatoc'h gant Karole Gizolme, savet ganti ti ar gevredigezh Gens de la Caraïbe. Boulc'hethon eus ur pikol labour. Graet eo bet ar Guide de la Caraïbe culturelle a vod, Haiti, Martinik ha Gwadeloup. Anat eo n'int ket anavezet tamm ebet e diavaez o bro, en diavaez eus ar rannbarzhioù tramor. Hor pal a zo diorren ha talvoudekaat krouidigezhioù karib ha broudañ an eskemmoù etre tud a-vicher. Bremañ ez eus ouzhpenn 40 aozadur liammet ha kevreet. Lyannaj, hini a-feson !
Hag al labour politikel kelaouiñ ?
Met ul labour politikel eo liammañ an eil re gant ar re all ! Adreiñ fiziañs enno, lakaat anezho war wel. Bevañ war un enezenn n'eo ket an aesañ lec'h evit tabutal hag eskemm gant ar peurrest eus ar bed ha koulskoude e vefe un dra vat. En tu-hont da se gant Collectif 2004 Images e savomp degouezhioù ha produioù evel diskouezadeg Esclaves au paradis, penaos e vez korvoet Haitiz er Republik Dominikan a zo e-kichen. E kreiz kalon an diskouezadeg emañ labourerien haitiat ar sukr a labour a-lazh-korf evit gounid o buhez e domanioù bras. Sklaverezh modern e skeud kreizennoù vakañsiñ... Na pet ha pet eo gwelloc'h ganto chom hep gwelet. Klask a reomp digeriñ o daoulagad !
Kendalc'h a rez gant al labour-se bepred ?
Ya, ar preder a chom unan politikel, poent bras eo adreiñ ar gomz e gwirionez da Haitiz. Ret eo deomp ober hon skeudennoù deomp-ni, en em zizober diouzh ar yev etrebroadel. Ciné-Institute Jacmel a skoazell bremañ war dachenn ar c'hleweled. Zoken ma'z eus eus ul levezon estren ez eo ur gwir campus sinema ha kleved, ha reiñ a ra labour pleustrek d'ar re yaouank a vez stummet. Ar startijenn haitiat n'eo ket a-walc'h !
Peseurt skoazell a c'heller bezañ engortoz evit ar raktresoù-se ?
Ret eo dimp implijout an arc'hant haitiat. Se a zo gwir dreist-holl evit an embregerezhioù. Kendrec'hiñ anezho ez int kiriek eus o c'hevredigezh, paouez tamm-ha-tamm gant ar skoaziadoù etrebroadel a vez roet ur wech hepken hep heuliad war-lerc'h dre vras. War an dachenn-se eo e labouran bremañ hag e hunvrean em film nevez. Dont a raio an amzer...
- Collectif 2004 Images : http://www.collectif2004images.org/
- Gens de la Caraïbe : http://www.gensdelacaraibe.org/
Ul levr ?
Holl reoù Jean Price Mars, unan hag a oar digeriñ speredoù an dud pe L'odeur de l'Inde, gant Pasolini, ur filmaozour en deus skoet ac'hanon
Filmlennadur
- 2001 Qu’est-ce que le vodou
12', Digital LM / Radio Canada
- 2001 Portrait de Lionel Saint-Eloi
3', Digital LM / ARTV, Canada, http://www.youtube.com/watch?v=VWJulEaUJ9s#t=19
- 2002 Des Hommes et des Dieux
52', Digital LM, Haïti
- 2009 Horizons lointains Haïti, 52 min, Arte
http://www.arte.tv/fr/horizons-lointains-haiti/2753776,CmC=2753778.html - 2013 Les Fonds d’Initiatives Locales, Le fil de la reconstruction
16', Fondation de France / Hyria Lab
http://www.fondationdefrance.org/Nos-Actions/Aider-les-personnes-vulnerables/En-urgence-et-post-urgence/Solidarite-Haiti/%28language%29/fre-FR