Abdenour Zahzah
Ganet eo Abdenour Zahzah e 1973 e Blida (Aljeria), plijout a ra dezhañ distreiñ er gêr ken dibar-se, kêr ar roz. Eno e oa bet degemeret Frantz Fanon e 1953 ; ur gêr bet gwallskoet ivez da vare an dek bloavezhiad du. Koulskoude n'eo ket Blida a-walc'h evit Abdenour. E enklaskoù hag e c'hoant da c'houzout muioc'h a gas anezhañ pelloc'h. Ar pezh na vir ket outañ da chom feal da vennozhioù pe da skrivagnerien en deus bet tro da gejañ ganto, ur wech an amzer, war e hent.
Awenet eo Abdenour Zahzah gant Blida, anat eo. Rener ar sinemaoueg eo bet eno etre 1998 ha 2003. E 2002 e filmas e diabarzh an ospital psikiatrek, e deulfilm hir kentañ, gant skoazell ar pennmedisin Bachir Ridouh, Frantz Fanon : mémoire d'asile. Abaoe emañ skeudenn Fanon war spered Zahzah, ha c'hoant en deus d'ober un film faltazi diwar-benn ar bredvezeg ha skridaozour gall brudet a-orin eus Martinik.
Pa oa o filmañ en deus graet anaoudegezh gant François Maspero, hag awenet bras eo bet gant e romant L'honneur de Saint-Arnaud. Alies e teu ivez oberenn Maspero d'aweniñ Abdenour ha dont a rejont da vezañ mignoned vras.
Levezonet eo ivez gant ur skrivagner all : Maurice Pons skrivet gantañ, e-touez traoù all, al levr kaer Les saisons, graet en doa anaoudegezh gantañ en un ti degemer evit skrivagnerien e Moulin Andé. Komz a Zahzah eus an den dibar-se e Maurice Pons, écrivain de l'étrange.
E Blida e film ivez Sous le soleil le plomb, un droiad sevenadurel ha lennegel hag a gont ivez istor stal-levrioù ha ti-moullañ Mauguin, un embregerezh brudet bet savet e 1857. Dont a ra alies da Vro-C'hall etre 2003 ha 2006. Alese e tiwan temoù nevez en o zouez : Le Non-Faire, a gomz eus an arzoù a-eilrenk e bannlevioù Pariz. Distreiñ a ra da Aljeria gant ar c'hoant bras da labourat ha da vezañ dizalc'h. Kas a ra Abdenour da benn evit eilvet Festival Panafrikan Aljer e 2009 ur film diwar-benn diorroadur Afrika anvet La longue marche vers le Nepad bet filmet e peder bro : Aljeria, Sufrika, Burkina-Faso ha Senegal.
Film faltazi kentañ Abdenour a raio berzh e 2010 e pevar c'horn ar bed : Garagouz , ou Le marionnettiste, un taol lagad eus ar gwellañ war ar skoilhoù o deus pouezet pe a bouez c'hoazh war Aljeria. Eeunded hag elipsenn a ra braventez ar film.
Andalucia a zo bet sevenet e 2011, o kengroaziañ meur a veaj : kaoz a zo eus barzhonegoù ur c'han eus ar grennamzer anavezet evel «sonerezh andalouzia» ha bet skrivet etre an 8vet hag an 18vet kantved, gwriziennet eo ar c'han-se e meur a gêr en Aljeria, hag ivez en diwezh dre lodennoù disheñvel eus an nouba, ur siñfonienn andalouzat.
El oued el oued a zo ur film personeloc'h bet sevenet e 2012. Mont a ra e kreiz kalon ar gevredigezh aljerian gant an digarez mont gant red ar stêr eus ar penn betek an aber. Un tu d'ar sevener didrouz da gejañ gant lec'hioù all en Aljeria na vezont ket diskoachet ken aes-se.
Filmadurezh
- 2002 Frantz Fanon, Mémoire d'asile
- 2005 Sous le soleil de plomb
- 2007 Le Non-Faire
- 2007 Maurice Pons, Écrivain de l'étrange
- 2009 La Longue Marche vers le Nepad
- 2010 Garagouz (Marionnettes)
- 2011 Andalucia
- 2013 El oued, el oued