Pobloù

Skeudennoù ur film a vez a-walc'h a-wechoù evit kaout c'hoant da c'houzout muioc'h diwar-benn ar bobl-mañ ’r bobl. Goulennet hon eus digant tud a-vicher kinnig, ar berrañ posupl, ar pobloù a anavezont mat-tre.

Pobloù nevez all a zeuio war wel war gartenn ar bed dre m'hor bo skridoù digant kenlabourerien hag ivez hervez an degouezhioù, dreist-holl hervez programm Gouel ar Filmoù Douarnenez a ro bod bep bloaz da unan pe da veur a bobl, minorelezhioù anezho.