Pobloù

Skeudennoù ur film a vez a-walc'h a-wechoù evit kaout c'hoant da c'houzout muioc'h diwar-benn ar bobl-mañ ’r bobl. Goulennet hon eus digant tud a-vicher kinnig, ar berrañ posupl, ar pobloù a anavezont mat-tre.

Pobloù nevez all a zeuio war wel war gartenn ar bed dre m'hor bo skridoù digant kenlabourerien hag ivez hervez an degouezhioù, dreist-holl hervez programm Gouel ar Filmoù Douarnenez a ro bod bep bloaz da unan pe da veur a bobl, minorelezhioù anezho.

Pobloù

Arktika

Pobloù Arktika a zo en em voazet, a-hed an amzerioù, ouzh un endro bev-mat (ha n'eo ket dezerzhek evel ma kreder a-wechoù dre fazi). Hag abaoe pell e ouzont kustumiñ ouzh ar c'hemmoù. Perzhioù
Gwelet Ar Fichenn
Pobloù

Pobloù ar Balkanoù

Ha bezañ ez eus eus ar Balkanoù? Petra ’vefe o bevennoù? Ar menez anvet “Balkan” gant an Durked a zo e Bulgaria, ha ne vez klevet komz e gwirionez eus ar Balkanoù nemet adalek an XIXvet kantved: kaoz
Gwelet Ar Fichenn
Pobloù

Pobloù ar C’haokaz

A-c’haol war Europa hag Azia emañ ar C’haokaz., ur steudad menezioù anezhañ hag en em led eus Mor Kaspia er reter betek ar Mor Du er c’hornog. Da 5 643 metr emañ en e uhelañ, e beg ar menez Elbrus. A
Gwelet Ar Fichenn
Pobloù

Rromed

Hervez termenadur Kuzul Europa hag Unaniezh Europa e vez graet gant ar ger Rrom evit ober anv ar pobladoù deuet eus gwalarn Indez er milved kentañ. Ma c'heller ober Tsiganed anezho holl ha bremañ
Gwelet Ar Fichenn