Pobloù URSS
E-keñver poentoù ’zo hag a denn d'ar broadelezhioù e seblante ar politikerezh soviedel bezañ mat met kalz a c'houlennoù a sav. Daoust ha kemm a oa bet degaset er politikerezh-se hervez kudennoù an diorren, kudennoù ar feur genel ha kudennoù an danvezioù naturel a zo en URSS? Goulennoù da adlec'hiañ er bloavezh 1983 en ur zizoleiñ filmoù evel L'arbre du désir gant Tenguiz Abuladze, Quelques interviews sur des problèmes personnels gant Lana Gogoberidze, Naapet gant an Armenian Genrih Maljan, Le premier maître gant Andrei Konchalovsky, Djamilia gant Irina Poplavskaya, Le bateau blanc gantBolotbek Chamchiev, ha filmoù ar filmaozer brudet Paradjanov, hep ankounac'haat ar Jorjian Otar Iosselani, pedet er bloaz-se.
Eus tu Breizh, N'omp ket flaterien – Ur film e brezhoneg gant Olivier Masson diwar-benn “simbol” ar votez-koad er skol, Brisures d'Abers gant Jean-Louis Le Tacon ha Chi Yan Wang, teulfim arnod, etre gwriziennadur ha bedvroadelezh.
Ur film aroueziek : Sayat Nova gant Sergey Paradjanov - 1969 - penn-da-benn
Buhez Sayat Nova, barzh armenian eus an XVIIIvet kantved, eizh rann ennañ... Bamus !
Notennoù :
Holl filmoù Paradjanov e ti-embann Montparnasse, bamus !http://www.editionsmontparnasse.fr/p1545/Paradjanov-Coffret-DVD
Lec'hienn Kinoglaz, diwar-benn istor ar sinema soviedel.
http://kinoglaz.fr/index.php