Pobl Iwerzhon

Embann 1992

Pell e vezer eus Iwerzhon ar c'hartennoù-post ha skoet e vezer gant Reefer and the model Joe Comerford, Hush-a-bye-baby Margo Harkin, pe The patriot game Arthur Mac Craig.
E dibenn an hañvezh 1992 e oa kalz a vreutadegoù politikel a-zivout kudenn Iwerzhon: o tont er-maez eus ar sal sinema e c'heller en em gavout gant dileuridi ar Sinn Féin ha John Hume eus an SDLP labourour, en devo ar Priz Nobel e 1998, ar c'helaouenner-skrivagner Roger Faligot, arbennigour war Iwerzhon, ha Máirín Ni Eithir...

Eus tu Breizh: Partir accompagné gant Emmanuel Audrain, fromus. Daou film faltazi hir deuet er-maez ar bloaz-se: Rêve de Siam gant Olivier Bourbeillon ha Loulou graffiti gant Christian Lejalé.

Ur film aroueziek : Man of Aran gant Robert Flaherty - 1934 - tennad
https://vimeo.com/21033536
Filmet eo bet e 1934, buhez pemdeziek en inizi Aran, barzhonius ha kreñv. Graet e vez dave da Flaherty er bed a-bezh pa vez anv eus sinema an teulfilmoù.

Notennoù:
Roger Faligot a zo treizher eus ar sevenadur iwerzhonat-se.
E lec'hienn ofisiel : http://www.roger-faligot.name/
Ha piv eo (poltred) : http://gerard.alle.site.free.fr/documents/portraits/faligot.pdf""
John Hume, Iwerzhonad pedet e 1992, Priz Nobel ar Peoc'h e 1998 a-gevret gant David Trimble.