KUMUNIEZHOÙ EMREN SPAGN

Embann 2012

Spagn gwelet dre he c’humuniezhoù emren istorel, Katalonia, Bro-Vask ha Galiza. O istor, o stourmoù, dalc’hoù an amzer a-vremañ hag implij ar yezhoù e-keñver ar yezhoù rannvroioù all. Kaoz a zo eus stourmerien, eus anarkourien ar CNT, eus an enebiñ d’ar frankoouriezh, eus an enkadenn ekonomikel...
Emgav gant Gabriel Mouesca (unan eus pennoù-bras istorel an aozadur-brezel disrannour kuzh euskaratIparretarrak ha stourmer enepkarc’har), ha gant Marta Andreu (produourez, kelennerez e Master krouiñ teulfimoù e Skol-veur Pompeu Fabra e Barcelona)...
Digoret eo gant ar festival ur rann diwar-benn an LGDTQE: lesbianed, gaeed, divreviaded, treuzreviaded, queer, etrereviaded... Gant un dek film bennak ha kalz a dud pedet, en o zouez Hélène Azera, Didier Lestrade...

Eus tu Breizh: ur film savet e Brazil gant Guillaume Kozakiewiez, La lutte n’est pas pour tous. Poltred ur stourmer all, Françis Jeanson, itinéraire d’un intellectuel engagé gant Catherine de Grissac ha Bernard Vrignon.

Ur film aroueziek : Bertsolari gant Asier Altuna – 2011- tennad
"https://vimeo.com/9355066"https://vimeo.com/9355066
Ur bertsolari a zo un den hag a gan en euskareg gwerzennoù ijinet war ar prim. An hengoun dre gomz-se a zo aet war-raok da vat ha dedennet eo bremañ ar rummadoù yaouank gantañ. 14 000 arvester a oa er gourfenn diwezhañ...

Notennoù :
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar bertsolari 
http://www.eitb.com/fr/infos/culture/detail/740529/bertsolari-au-dela-une-simple-identite-basque/
Ar Bask Gabriel Mouesca a zo bet prezidant Arsellva Etrebroadel an toulloù-bac'h etre 2004 ha 2009
http://www.oip.org/
Gouel ar Filmoù Douarnenez en deus labouraet war kudenn ar filmoù en toull-bac'h e 2005.
Al lec’hienn Carceropolis a zastum filmoù, skeudennoù ha sonioù diwar-benn bed an toulloù-bac'h.
http://www.carceropolis.fr/