KELEIER AR BED
E skeud lidañ 25vet bloavezh ar gouel ez eus savet preder war stad ar minorelezhioù da vare ar bedelaat, globalization e saozneg. Un digarez eo ivez da vont war-zu stourmerien all a glask difenn ar minorelezhioù-se: Ateliers Varan, Mediaoueg an Trois Mondes, ar festival Médias Nord Sud e Genève. E-ser Jean-Christophe Victor eo bet dielfennet e abadenn Le dessous des cartes. Un enoradenn a-stroñs a zo bet rentet da Rithy Panh, ur filmaozour eus Kambodja hag a studi kudennoù an eñvor.
Eus tu Breizh: Les images oubliées de Germaine Tillion savet gant François Gauducheau en enor d'an itron veur. Ur stourm arouezius all, hini Bernard Lambert e Paysan et rebelle savet gant Christian Rouaud.
Ur film aroueziek :
Bosnia Hôtel gant Thomas Balmès – 1996 – tennad
http://www.youtube.com/watch?v=lemJPso_C04
Istor souezhus brezelourien Samburu ar C'henya aet da Vosnia pa oant tokarnioù glas ABU...
Notennoù :
Emgavioù Médias Nord Sud e Genève
http://www.nordsud.ch/
Lec'hienn Le dessous des cartes
http://ddc.arte.tv/
Filmaoueg mediaoueg an Trois Mondes, bet divodet, a zo bremañ e dalc'h ar Filmaoueg c'hall.
http://www.cinematheque.fr/fr/musee-collections/actualite-collections/dons-acquisitions/fonds-film-mediatheque-t.html
Kreizenn dafar ar c'hleweled savet gant Rithy Panh e Kambodja, Bophana
http://www.bophana.org/site/index.php
L'engagement à travers la vie de Germaine Tillion, ul levr gant Armelle Mabon ha Gwendal Simon