Broadoù indian en Amerika an Norzh
Un degouezh eus ar c'hentañ evit ar Vretoned a rank talañ ouzh kudennoù damheñvel ouzh re ar Pobladoù indian: an dilabour, an divroañ... Ma’z eo heñvel ar c'hudennoù n'emaint ket war ar memes live: darbet eo bet d'ar pobladoù indian mervel, lazhet gant tud wenn deuet eus Europa ha moarvat e oa Bretoned en o zouez.
Un droiad gant Broken treaty at Battle mountain gant Joël L. Freedman, Circle of song gant ar strollad Circle Film eus Santa Fe, House made of dawn gant Larry Littlebird, an heuliad Ntesi Nana Shepen gant Arthur Lamothe… Hag Alanis Obomsawine, sevenerez abenaki, hag arouezius dija eus an doare sinema-se.
Eus tu Breizh, Clito va bien, sevenet gant ur strollad merc'hed hag ACAV Sant-Kadoù hag ar film darvoud, e Super8, diwar-benn ur saver-moc'h e-maez-douar a-dal d'e loened, Cochon qui s'en dédit gant Jean-Louis Le Tacon ha Thierry Le Merre.
Ur film aroueziek : Kanehsatake, 270 ans de résistance gant Alanis Obomsawin – 1990 – penn-da-benn
https://www.onf.ca/film/kanehsatake_270_ans_resistance
Ur c'heñveriadur istorel hag en deus degaset war wel, war ul live etrebroadel, kudennoù henvroidi Kanehsatake ha kêriadenn Oka er C'hebek
Notennoù :
Ur festival dibar e Montréal, ijinet gant Terres en vue hag André Dudemaine
ttp://www.presenceautochtone.ca/
Hag er Frañs De la plume à l’écran
http://www.delaplumealecran.org/#accueil
Dizoleiñ Alanis Obomsawine
https://www.collectionscanada.gc.ca/women/030001-1259-f.html
Cochon qui s’en dédit :Teuliad de DVDclassik
http://www.dvdclassik.com/critique/cochon-qui-s-en-dedit-le-tacon