Doare pennañ : paouez ebet ennañ, evel ur verienenn o vont war-raok kalz re sammet, met bepred war-zu ar pal merket! Mehdi Lallouie a zo karget a vemor, eus aodoù Kaledonia-Nevez da skridoù gwenn brezel Aljeria, eus pennoù brudet evel hini Jean-Marie Tjibaou pe hini Jacques Charby da dud dianavez brezel an dizalc'hidigezh en Aljeria hag e Bro-C'hall ha fellout a ra dezhañ he rannañ gant ar muiañ a dud…
Mehdi Lallaoui, penaos eo diwanet ennoc’h ar c’hoant filmañ ?
Ar c’hoant sinema a zo deuet da gentañ peogwir e oan oberiant er bed kevredigezhel evel keodedour hag ar c’hoant testeniañ ha kelaouiñ. Ar c’hoant filmañ a zo diwanet pa oan bet evit ar wech kentañ e Kaledonia-Nevez, e penn kentañ ar bloavezhioù 1980, pa oa ar Ganaked o stourm a-zevri evit o dieubidigezh.
Ret e voe gortoz dek vloaz evit na zeufe da wir gant ar film Silence du fleuve a ziskuilh torfedoù polis Pariz graet dindan urzh ar prefed Papon d'ar 17 a viz Here 1961 hag a denn ivez da istor ma familh.
Hoc’h istor gant Kaledonia-Nevez a zo unan hir-hir ?
Graet em eus meur a film diwar-benn Kaledonia-Nevez, da gentañ Kabyles du Pacifique, e 1993, istor souezhus Aljerianed harluet du-hont, goude ma oant savet a-enep an alouber gall, ar re gentañ war-dro 1873.
Goude-se, e 2001, e teuan en-dro war buhez dreistordinal Jean-Marie Tjibaou, al leader kanak bet drouklazhet. Retour sur Ouvéa e 2008 a zo ur sell en a-dreñv war darvoudoù skrijus 1988, da vare koulzad prezidantel 1988 hag ac’hane eo deuet emglevioù Matignon. E 2010 e ran La délégation ou le voyage en Kanaky, a gont gweladenn dileuridi, en o fenn José Bové, evit dieubiñ sindikalisted toullbac’het. Skrivet em eus ivez diwar-benn ar vro-se Terres kanaks e ti Au nom de la mémoires, ren a ran an ti-embann-se gant Samia Messaoudi.
Un heuliad a vo ?
Ya, c’hoant am eus da gomz deoc’h diwar-benn ar film La tête d'Ataï, setu daou vloaz ’zo e labouran warnañ. Un istor souezhus eo, leun a from hag a bad e-pad ouzhpenn ur c'hantved hanter. Diwar-benn ar penn bras Ataï a zo bet e penn emsavidigezh kanak 1878 hag a voe dibennet. E benn a voe kaset da Vro-C’hall, studiet ha kollet, adkavet eo bet e 2011, en un degouezh souezhus a-walc’h. Rentet e voe da bobl ar Ganaked e 2014.
Ar peurrest eus ho filmadurezh a ziskouez, a film da film, un istor all eus Aljeria hag he darempredoù gant Bro-C’hall, lec’h ma'z oc'h ganet.
Ya, er vro-se on ganet hag eno e vevan gant ar re a stourm evit kevatalded ar gwirioù hag an enor, da lavarout eo evit ar re hep gwirioù. Ma filmoù diwezhañ a zo diwar-benn an dud dibaper hag ar re a nac’her degemer. Alies em eus bet tro da filmañ danevelloù tud hag a zo ivez e istor ma familh pe tud am eus gwelet a zo er stourmoù-se hag o deus merket ac’hanon. Soñjal a ran e Jacques Charby, ar c'homedian donezonet, pe Henri Curiel pe c’hoazh an holl soudarded galvet o deus nac’het plegañ. Emaon o paouez echuiñ gant ur rummad testenioù En finir avec la guerre, gant skoazell ar gevredigezh 4ACG, soudarded kozh a-enep ar brezel galvet en Aljeria. Simone de La Bollardière a zo prezidantez ar gevredigezh, pried ar jeneral Jacques de La Bollardière, torret e oa bet eus e garg e 1957 p’en doa diskuliet ar jahinerezh en Aljeria. An dud-se o deus dibabet adreiñ o fañsion a soudarded kozh evit gwellaat ar genskoazell etre ar pobloù ha dreist-holl evit sikour adsevel kêriadennoù e Kabili vihan. Bravat tonkadur !
Plijout a ra deoc’h ivez dizoleiñ bedoù all ?
Plijet on bet o filmañ Gérald Bloncourt, al luc’hskeudenner eus Haiti harluet a oar skeudenniñ ken mat al labourerien. Kavet ’m eus dudi gant red-buhez Albert Kahn, paotr ar bank, mesen ha beajour… pe c’hoazh gant Didar Fawzi, un dispac’herez eus Egipt, o stourm en FLN.
Hag an embannadurioù Au nom de la mémoire ?
Savet eo bet an ti-embann e 1990 gant ma mignonez Samia Messaoudi ha gant an istorour Benjamin Stora, tri zem pennañ kroaziet an eil gant egile a zo : memor al labourerien liammet alies gant an divroañ, memor ar c’hêrioù, dreist-holl hini ar bannlevioù hag ar vemor a zeu eus an trevadenniñ, ar pezh a nac’h gouarnamant Bro-C’hall skrivañ e-unan. An enklaskoù a ran da gentañ a servij da skrivañ levrioù hag ar filmoù hag al levrioù a zo ur respont an eil d’egile. Labouret hon eus dreist-holl gant Anne Tristan war Le silence du Fleuve hag anzavidigezh an torfedoù bet graet d’ar 17 a viz Here 1961.
Kemer a rit perzh ivez er Fidel, Festival Images de la Diversité et de l’Egalité, e vanifestadegoù evel hini sizhunvezh an eneptrevadenniñ, e kaozeadennoù war Mediapart… Morse ne’z it skuizh ?
Re a zireizhderioù hag a lavarioù kuzhet a zo evit chom sioul, kendelc’her a ran daoust d’ar bec’h. pa oan bihan e sellen ouzh ar merien bihan a gendalc’he gant o hent daoust d’ar samm re bounner evito war o chouk. Erruout a reont betek penn ho hent koulskoude.
Ul levr a-bouez evidon Exils, Exodes, Errances, dastumad au Nom de la Mémoire -14, rue de la Paix - 95370 Montigny-les-Cormeilles
Un enklasker hag a blij din kalz :
Emile Témime, labouret en deus kalz an istorour-mañ war an enbroañ
http://blogs.mediapart.fr/blog/benjamin-stora/211108/emile-temime-historien-des-migrations-et-du-monde-mediterraneen
Hag ar festival kaer, hini ar FIDEL : www.lefidel.com/
Mont a ra Mehdi Lallaoui da welet soudarded kozh bet en Aljeria. Divizet o deus reiñ o fañsion a vrezelour kozh evit aesaat ar genskoazell etre ar bobloù, da skouer evit sikour adsevel ur gêriadenn e Kabilia vihan. Bodet int e Kevredigezh ar (...)
Reiñ a ra da c'houzout an teulfilm istorel-mañ penaos e oa kroget emsavadeg Kumun Pariz, an deiziadoù pennañ hag an darvoudoù a-bouez er rann-se eus istor ar Republik C'hall.
O kemer harp war atersadennoù testoù ha perzhidi o reiñ pep hini ur sell disheñvel, war dielloù ar mare-se ha tammoù filmoù graet hiziv an deiz e klask an teulfilm-mañ degas un tamm sklêrijenn war darvoudoù ar 17 a viz Here 1961 e Pariz pa (...)
E 1908-1909 eo bet Albert Kahn unan eus ar re gantañ o filmañ Moger-veur Sina, San Francisco daou vloaz goude ar c'hren-douar, treizhadenn Kanol Suez... Evit kalz a Gornôgiz ez eo ar skeudennoù-se un dizoloadenn, ur bam. Deroù ur produerezh hag (...)