Françoise Bouard
pe ijin an degouezhioù
Françoise ha Régis a fell dezho bezañ treizherien ar gwirvoud. Gant pevar film o doa graet tro ar gevredigezh turk ha kurd, e kement doare a zo. War-lerc'h ez int aet da filmañ emsavioù an dud en-dro dezho, e Breizh. Mennet don int da rannañ an holl istorioù-se, ha stummañ a reont an dud eus o c'hornig eus ar Mor-Bihan ivez war ar seveniñ, e framm ur bodad-stroll. Hag e kendalc'hont da hunvreal en o film da zont, e Burkina-Faso… Un tennad all eta en ergerzh an dizoloerien ar bevennoù skoemp ha fromus……
Kejadenn Françoise ha Régis a zo danvez ur film diha. Regis a zo sot-pitilh gant Turkia, emañ o vevañ eno abaoe daou vloaz hag ezporzhiañ a ra artizanerezh. An istor gant Françoise a grog adalek an deiz ma klask gwerzhañ ur kilim kozh dezhi. Marc'hata, keta ! Ha peogwir e komz-hi eus he c'hoant d'ober un teulfilm ez a-eñ raktal er jeu! «Greomp ur film asambles e Turkia». Respont a ra-hi ne gav ket ez eo stad ar merc'hed ouzh he grad. Perak ned afe ket neuze da welet penaos eo Turkia e gwirionez, pell-mat diouzh ar c'hartennoù-post hag eus klichedoù ar mediaioù ? Ober a reont neuze asambles, evel deskarded met gant fouge, o film kentañ, Le regard des cigognes. Pa'z int deuet en-dro int bet kalonekaet gant Paul Cornet e karg eus Odysséus productions en deus gwelet o labour hag aliet anezho da gendelc'her. Diwar neuze ne baouezint ken...
Stagañ a reont gant tonkadur ar c'humuniezhioù kurd ha turk. Gant Yürü, e 1997, e kontont penaos e klask un Durkez yaouank e Gwened tapout he frankiz. Goude-se e 2001, Un hiver à Istanbul, e tizoloer buhez fromus prizonidi durk, marksourien ur c'halz anezho, ha Kurded, e toulloù-bac'h Turkia. Kemplezh eo o stad, o goulennoù niverus, harz-debriñ betek ar marv... ar mouezhioù-se o sevel a-berzh keodedidi Turkia ne vezont, koulz lavaret, klevet morse gant ar c'helaouennoù gall, abalamour da marc'hata war ar c'henwerzh hag an diplomatelezh gant Europa.
Françoise ha Regis o deus gwelet feulster gouarnamant Turkia, kendelc'her a reont da glask, dre hentoù ar bed-se leun a zenelezh, gant o aezamant da vont davet an dud, pell eus kement manikeouriezh aes a zo.
Sur la faille, e 2004, a gomz eus ar re zo chomet bev war-lerc'h kren-douar bro Izmit. E Couleurs lointaines du bonheur e 2009 ez eus kaoz eus divroidi en Istanbul filmet gant an daou sevener, diskouez a reont gwander, stourm ha tonkadur buhezioù dalc'hmat war ar vevenn. Deuet int a-benn eus o zaol dre m'o doa ar Gurded yaouank fiziañs enno hag o doa gellet filmañ anezho, int hag o familh. Ur labour hir a soubidigezh evit un disoc'h a-zoare. Kizidik eo an danvez, pell-pell eus komzoù ar bolitikourien.
Kemeret o deus an diviz goude da filmañ en o bro, e Breizh, tost eus o zud, eus o bugale. Bepred emaint er stourm met en un doare disheñvel. Même pas peur (2010) a ya da heul ur strollad amatourien eus Brest, evito ez a ar c'hoariva gant ar stourm. Ondes fragiles (2013) a gont ar stourm evit derc'hel bev ur radio, Plum FM, hag engouestl unan eus ar vuhezourien, desaver arbennikaet, a ro ar gaoz da dud hag a vez lezet a-gostez peurliesañ. Kaout ur sell all warno, nac'h e vefe speurennet ar gevredigezh.
En tu-hont d'o filmoù o deus Françoise ha Régis savet ivez ur raktres a-stroll : rannañ skiant-prenet sevel teulfilmoù gant amatourien. Ar gevredigezh Les passeurs d'images et de sons a zo bet savet e Serent, er Mor-Bihan, el lec'h m'emaint o chom. Er stalioù-labour e vez degemeret, a bep eil, tud dilabour pe retredidi, yud yaouank, tud nevez-dic'hopret... O labour, graet asambles, a denn war-eeun d'o buhez, ur rummad poltridi brav skignet war-lerc'h d'an dud. Ur gwir vailhadur, ul labour don evit skignañ an teulfilmoù.
E-keit ma vezont o filmañ an holl draoù-se e talc'h bepred Françoise ha Régis gant o hunvre filmañ e Burkina-Faso, ur film hir gant bugale straedoù Bobo-Dioulasso ha krouiñ stalioù-labour ganto war ar memes tro.
Ur raktres hag a c'houlenn kalz labour, a vo graet gant an tiegezh, ur bazenn ouzhpenn en hentad stourm ha dic'hortoz an daou sevener.
Treizherien skeudennoù ha son
http://lespasseurs.fr
Kaset war-raok e 2005 gant Franoise Bouard ha Régis Blanchard, les passeurs d'images et de sons a zo ur gevredigezh diazezet e Serent hag a brodu teulfilmoù pe filmoù faltazi graet e stalioù-labour gant amatourien skoazellet gant tud a vicher. Pep film a zo un digarez evit an dud da gomz eus ar pezh a anavezont, hag dre se e kemeront perzh, war ar memes tro, e buhez ar vro en un doare keodedel en ur grouiñ danvez kleweled..
Dizoloit Matao, ur buhezour hag a ra gant ar gallaoueg https://vimeo.com/71159102
hag Annabelle, etre Israel ha Bro-C'hall https://vimeo.com/70888467
Evit kendelc'her gant ar veaj e Kurdistan : Conflit Kurde, le brasier oublié du Moyen-Orient gant Hamit Bozarslan Il neige dans la nuit gant Nazim Kikmet, Gallimard Neige gant Orhan Pamuk, Gallimard Contes de la montagne d'ordures, gant Latife Tekin, Stock
lec'hiennoù, e Roazhon hag e Pariz
http://www.amitieskurdesdebretagne.eu/
http://www.institutkurde.org/
Tonkadur disheñvel Rodi ha Deniz, ur paotr yaouank hag ur plac'h yaouank kurd, o deus ranket, e fin o bugaleaj, harluiñ, ha kuitaat o c'hêriadenn digenvez er menezioù evit mont da Istanbul.
E-serr sevel poltred unan eus kasourien Plum FM e tispeg ar film-mañ istor ur radio gevredel m’eo he mennadoù-stur bezañ chaodouron an disheñvelded, heklev al liested, korn-boud ar gaoz hag ul lec’h selaou ha kenskoazell.
En Istanbul adalek diskaramzer ar bloavezh 2000 betek nevezamzer 2001 ez eus bet prizonidi bolitikel oc'h ober un harz debriñ kalet a-enep ar c'helloù digenveziñ. Mont a reomp da heul ar baotred hag ar merc'hed kalonek-se a stourm bemdez evit ma (...)
25 bloaz eo Fatma. Setu 17 vloaz 'zo emañ o vevañ er Frañs. Ar gumuniezh turk el lec'h m’emañ o chom e Gwened a zo kreñv ha kengret. Fatma a fell dezhi bezañ emren met klasket e vez herzel outi gant ar re all. Penaos kaout ur (...)