Broioù Belgia
Embann 2004

Lakaat broioù Belgia da genglotañ, setu pal Gouel ar Filmoù er bloaz-se. Evit deskiñ penaos e c'heller e Belgia lakaat da vevañ asambles daou sevenadur: hini ar Walloniz hag hini ar Flandreziz, betek war dachenn ar sinema. Gant ijin ha kred met ivez gant diaester. Gouzout a reer mat e reont kalz gant ar fent met n'ouzer ket kement e vez kaoz ganto kement eus kudennoù sokial er filmoù hag abaoe pell dija gant sevenerien aet bremañ da anaon, Franz Buyens, Henri Storck, savet gantañ Misère au Borinage gant Joris Ivens, Luc de Heusch, Paul Meyer, sevener Klinkaart, ur c'haer a film, ha Déjà s'envole la fleur maigre, a zo bet berzet e-pad pell. Ar reoù nevez? Ar vreudeur Dardenne, Patric Jean, Robbe de Hert, Chantal Akerman, Thierry Michel, Benoît Dervaux. Ur bern a zo diouto hag alies c'hoazh e lakaont ac'hanomp da c'hoarzhin!
Miromp ur sell war: Claudio Pazienza, Gabriel Vanderpas, Karine de Villers, Jérôme Le Maire ...

Eus tu Breizh: enor d'ar merc'hed! Oubliés et trahis savet gant Violaine Dejoie-Robin, bamus ha trellus. Kement-se a zo gwir ivez evit Illumination savetgantPascale Breton, ur film faltazi hir eus ar c'hentañ.

Ur film aroueziek : Cinéastes à tout prix gant Frédéric Sojcher – 2004 - tennad
http://www.dailymotion.com/video/x7bhhx_cineastes-a-tout-prix_shortfilms
An diskianterezh pe an emc'hoapaerezh o klask bezañ trec'h an eil war egile? Perzhioù bras Belgiz, tost da vat hon amezeien...

Notennoù :
Ar sinema Nova e Brusel, evit pezh a sell ouzh ar sinema dazeilat e Belgia.
http://www.nova-cinema.org/
Ur bibl diroll gant Frédéric Sojcher : La kermesse héroïque du cinéma belge
http://www.cinergie.be/webzine/la_kermesse_heroique_du_cinema_belge_de_frederic_sojcher