Afrika(où) ar Su
Embann 2011

Daoust hag-eñ ez eus eus un Afrika ar Su hepken pe eus meur a hini? N'eus nemet ar stourm a-enep an apartheid a-gement a ren? Pehini eo an dalc'h hiziv an deiz er vro-se bepred ken rannet hag a zo bet adsavet koulskoude war diazezoù unan eus ar bonreizhoù demokratelañ a zo er bed? Ur bern goulennoù a glask ar filmoù kinniget respont dezho: Classified People gant Yolande Zauberman, Triomf ha Rhodesia Countdown gant Michael Raeburn, Wa ’n wina gant Dumisani Phakathi, Proteus gant Jack Lewis. Komzet e vez ganto eus gouennelerezh, deskadurezh, sida, stourm...

Eus tu Breizh: L’enfer vert des Bretons gant Mathurin Peschet diwar-benn ar bezhin glas; L’île perdue gant Caroline Rubens diwar-benn enez ar Reünion; Avec Dédé gant Christian Rouaud ha Korf-ha-korf gant Roland Thépot a gomz eus sekselezh e brezhoneg...

Ur film aroueziek : Gangster Project - 2011 - extrait VO
https://www.youtube.com/watch?v=fkx3Zhzy-dw
Un teulfilm faltazi sevenet gant Teboho Edkins, filmaozour yaouank eus Kêr ar C'hab. Ur sell ispisial ha leun a fent war buhez ar gangoù...

Notennoù :
Ul lec’hienn gouestlet penn-da-benn da Nelson Mandela, aet da anaon e miz Kerzu 2013
http://www.nelsonmandela.org/content/page/biography
Kinnig ar raktres Eat My Dust, stalioù-labour video e kervidonioù Soweto krouet gant ar filmaozourez Delphine de Blic
http://unshackalaferme.jimdo.com/eat-my-dust/