Soazig Daniellou

evit plijadur ar brezhoneg!

«Adalek ar mintin pa savan, e plij din sellet tro-dro din. Ha pa c'hellan kontañ e brezhoneg ar pezh a welan, gwelloc'h ha se!»
N'eo ket mennet Soazig Daniellou hepken da sevel filmoù e brezhoneg, n'eo ket ur stourmerez hepken kennebeut. Komz a ra eus raksantoù, eus ar blijadur filmañ ivez. Gwir eo, ret eo klask tro-dro d'ar gizidigezh ha d'ar blijadur vras da glevet brezhoneg o tregerniñ. Emañ bremañ gant ar re yaouank. Re Diwan, gant Brezhoneg leizh o fenn (1999), ha goude-se O seizh posubl (2009), pe c'hoazh gant ur skipailh brav a dud bodet evit un film faltazi hir e brezhoneg penn-da-benn, Lann vraz (2013).
 

N'eo ket dihunet Soazig Daniellou ur beurevezh ha divizet ganti stagañ gant rod-stur ar produerezh klewelet e brezhoneg. Ket, n'eus ket danvez ur gourserez enni, kentoc'h hini un arvesterez hag ur... filmgarourez. Met anat eo, pa weler an niver a filmoù he deus kaset da benn, ez eus bremañ un tropellad anezho sevenet e brezhoneg ganti. «Ne’m eus ket youl ur gelaouennerez, n'eo ket evel-se e sellan ouzh ar bed. Dedennet on gant an dielloù, en doare ma tiskouezer an istor, en doareoù disheñvel a zo d'ober an Istor. Ha, n'eus ket da dortal, plijout a ra kalz ar vicher din, abaoe an oad a bevarzek vloaz. D'an oad-se e sellen ouzh ur bern filmoù, ha me a gav din eo memes tra evit ma merc'hed bremañ. Maï Lincoln a zo sevenerez hag Anna Lincoln produourez e-ser Kalanna.

Entanet eo Soazig, ha klask a ra displegañ he mennozhioù, e teir redenn.
Ar filmoù tro-dro da Ziwan da vare krouidigezh Kalanna gant he c'henseurted Roland Michon hag Hervé Morzadec . «Diouzhtu em eus komprenet e oa a-bouez heuliañ rummad kentañ al liseidi. Ar c'hlodad kentañ! Ezhomm am bez da garout ha da gompren an dud a filman. Filmañ a zo evidon evel ober jestroù a garantez. Da gentañ em eus desket ar vicher er skinwel gant Fañch Broudig. Kinnig a raen dezhañ programmoù evit ar re vihan, poltredoù bugale da skouer. Desket em eus seveniñ er bed-se.»
 

Ar filmoù a ro an tu da zizoleiñ lodennoù eus istor Breizh, evel Per-Jakez Hélias (2002) pe Roparz Hemon (2000)...
Hag en diwezh, filmoù evit anavezout lec'hioù nevez dre ar brezhoneg. Evit degas faltazi er gwirvoud. Evit diskouez ez eo ar yezh ur benveg eskemm. E-touez ar filmoù-se Paganiz (2006) pe Prad don (2008).
 

Ha, gant Lann Vraz, e 2013, ar c'hlaoustre seveniñ ur film faltazi e brezhoneg penn-da-benn, graet aketus, gant ur skipailh hag a gomze brezhoneg an deiz-pad, ne vern o micher. « An holl o doa plijadur o labourat asambles, plijout a rafe din e vefe heñvel evit filmoù all.»

«Me a gav din e plij din sellet, kontañ pe lenn istorioù, komz pe selaou brezhoneg. En urzh-se kentoc'h, daoust ma n'eo ket naturel-tre reiñ un urzh d'an traoù. Ar pezh a zo diaes pa gomzer eus sevenerien hag a ra gant ar brezhoneg, e kav da lod e rank un identelezh bezañ trec'h war unan all, e vezer brezhoneger da gentañ, pe emsaver da gentañ, pe blac'h, pe filmgarour, pa n'o deus an traoù-se netra da welet an eil gant egile hag emaint e diabarzh pep hini. Ne ran ket ur film peogwir on brezhonegerez. Filmañ a ran peogwir e plij din. Ar sinema a blij din hag a-hend-all e plij ar brezhoneg din hag ez on stourmerez evit difenn ar yezh. Ur plac'h on ivez ha kalz a draoù all ouzhpenn. Pa ran ur film, ne soñjan nemet er film am eus da seveniñ, ar gwellañ ma c'hellan. Diaes a-walc'h eo evel-se dija.»

Istor Lann Vraz war lec'hienn Langue bretonne  :
http://languebretonne.canalblog.com/archives/2013/05/02/27062963.html
Lec'hienn Kalanna , evit an holl filmoù all :
http://lannvraz.kalanna.com

 

FILMLENNADUR

  • 2015 : Ar gwim
  • 2013 : Lann Vraz - Fiction de 98 minutes
  • 2011 : Distro Gwenn / Le retour de Gwenn – Fiction de 26 minutes
  • 2011 : La minute et demie de Charlez ar Gall – Documentaire de 26 minutes
  • 2009 : Los Furlukinos - Documentaire de 26 minutes
  • 2008 : O seizh posupl / Tous leurs possibles – Documentaire de 52 minutes
  • 2007 : Prad don / Le pré d Anicet - Documentaire de 52 minutes
  • 2005 : Paganiz / Pêcheurs de goémon - Documentaire de 52 minutes
  • 2002 : Per-Jakez Helias - Documentaire de 52 minutes
  • 2000 : Roparz Hemon - Documentaire de 78 minutes
  • 1998 : Du breton dans la tête - Documentaire de 52 minutes