Jean-Louis Le Tacon

pe ar c'hoant sinema...

Paotr a vil varregezh gant ur c'hamera Paluche ? Teknikour pe ijinour ? Videoour arz ? Stourmer ar bloavezhioù 70 gant Torr-e-benn ? Jean-Louis Le Tacon a zo an holl draoù-se asambles, ne baouez ket da zifraostañ.
An aotrou Bourdelles, beleg, emsaver breizhat, en doa roet dezhañ da hêrezh ur valizennad filmoù bet graet gantañ e 9,5mm er bloavezhioù 50.
Ur senario faltazi ? Ket, dibaboù Jean-Louis Le Tacon.

Eus pelec'h e teu ar c'hoant sinema ? Dedennus eo gouzout ar perag, pa'n em lakaan da filmañ, da frammañ, da labourat, eo peogwir em eus c'hoant just-a-walc'h.
Alies eo goude bezañ klasket kalz pe chomet da dermal hag a-greiz-holl ez eus un dra bennak war-nes diwan.

Em familh, e Treger, e Pontrev, en doa prenet ma zad ur Pathé Marconi hag eñ bet ganet en XIXvet kantved koulskoude.
Skoliataet e oan e Sant-Jozef e Lannuon, bet on skout ha graet ivez kalz a c'hoariva, plijout a rae din kalz bezañ war al leurenn.
Ha setu an aotrou beleg Bourdelles, diwezhatoc'h em eus kontet e vuhez en ur film Abbé Pierre Bourdelles, l'éveilleur (1987). Un emsaver breizhat bras eo, difenner sevenadur Breizh, denelour, heñchañ a ra ar re yaouank etrezek an hentoù-se. Dedennet eo gant an teknologiezhioù nevez, enrollañ a ra, filmañ. Frammañ a ra e-unan, pegañ ar filmoù, c'hwezh an aketon a zo, kevrinus eo an holl draoù-se. Diwezhatoc'h en deus roet din ur valizennad koc'hennoù, un hêrezh...
Mont a ran d'ar c'hloerdi bras da Sant-Brieg. Ar valizennad a zo aet diwar ma spered.
Digeriñ a rin anezhi pell goude e 1976 pe 1977. Un teñzor.
Etretant em eus kollet ar feiz met pas ar c'hoant filmañ.

An amzer a ra e dro. Goude studioù relijiel e tizoloan ar varksouriezh. Ar bloavezh 68 !
Stourmer on e La Cause du Peuple, lakaat a ran ma anv e sokiologiezh e Roazhon. C'hoariva ha propaganda a ya asambles, em bleud on. Adtapet e vin gant ar sinema. Prenañ a ran ur c'hamera Minolta en ur stal vras, mont da ran d'ar manifestadegoù, el lec'h ma vez dalc'het al labouradegoù, peogwir e felle din on bac'het gant ar batroned, filmañ a ran, frammañ a ran, un dudi... Emzeskad on, penn-da-benn.
Gant un toullad keneiled, Patrick Prado, Bernard Andrieu, Geneviève Delbos, e savomp ar strollad Torr-e-benn, diwar skouer Kinok Dziga Verov en Unaniezh Soviedel. Kemer a reomp perzh en holl stourmoù : emgann evit an douar e Orvez (Olivier Tric), stourm ar c'haolin e Plezeved, ar Joint français e Sant-Brieg.
E super-8 e filmomp hag e produomp Nous irons jusqu'au bout, la grève des Kaolins de Plémet ha Voici la colère bretonne : la grève du joint français, sinet Jean-Louis Le Tacon. Guern, les lampadaires du coin du pont ha les fourmis noires gant Patrick Prado ha Geneviève Delbos a zo bet filmet e 1973. Ar merien du ? Ar CRSed !

Bretonneries pour Kodachrome graet e 1974 a zo ur flemmskrid tagus hag a lak an hu war an abadennoù folklorel, war ar re en em ro da zebriñ. Un enklask eo ivez...

Ha Pariz goude-se.
Ur sac'had eñvorennoù : al labourerien, ar CFDT, skol ar straed Ulm, Michel Foucault... Tapout a ran ur priz, hini Prix du cinéma Super 8, ur c'hamera Beaulieu, ar pep gwellañ eus ar Super-8. Echu eo gant ar prantad meur, berr an traoù gant an danevellañ, n'eus ken eus ar stourmoù emsaver. Divicher on. Ret eo din deskiñ micher ar sinema. D'ar poent-se e krou Jean Rouch un doktorelezh sinema e Nanterre, ur stummadur na oa ket furmel tamm ebet, disheñvel eus ar pezh a veze graet lec'h all. Mont a ran hag e tizoloan antropologiezh al lagad.

E 1979 ez an da filmañ Cochon qui s'en dédit. Souezhet eo Jean Rouch e-unan, met broudañ a ra warnon. Ma film dibenn studi eo hag e talan ouzh pep tra. E-pad devezhioù e choman da sellet ouzh buhez pemdeziek ur saver-loened, Maxime Duchemin, ur saver-moc'h am boa bet tro da welet a-raok. Komzet en doa ganin eus e wallhunvreoù ha dedennet on bet. Enrollañ a ran anezhañ eurvezhioù pad. Klask a ran diskouez e ved diabarzh ha n'eo ket hepken filmañ skeudennoù dioutañ er c'hraou-moc'h. Laeret e vez buhezioù tud ’zo gant ar gapitalouriezh : Maxime a zo e dalc'h e labour ha n'eo ket eñ a ren e vuhez.
Ne'm eus tamm mezh ebet gant ma dibaboù arzel hag a ya pell : livioù peurvec'hiet, sonerezhioù taer-ouzh-taer, savadurioù stroñs-distroñs, a rank tapout krog er sellerien d'o zro. Ret eo mont betek an heug, heug ouzh ar vuhez gouestlet d'ar produiñ askoridik. Ur film a vo graet ur film-emsaver anezhañ, met ne felle ket din e vefe unan anezho : kaoz ebet da vont gant ar skeudennoù, tezenn ebet…
Tizhet eo ar pal, ha priz Georges Sadoul a ya gantañ e 1980.

Met ne’m eus ket gouezet ren na ma zonkad na ma red-micher. Gallet em bije kendelc'her gant danvez Breizh, ober Pêcheur d'Islande pe filmañ Léviathan ? Met ne fell ket din adober na mont hepken war roudoù Jean Rouch...
Neuze eo ret din adijinañ, bepred...

Brisures d'abers a zo bet filmet e 1981, ur c'henlabour gant Chi Yan Wong, ur Sinaad eus Honk-Kong met chom a ra an tem hini an terouer. Ar film, izek da vat, na vo ket degemeret mat.


Goude-se e ran ur bern filmoù all, un hanter-kant bennak en holl. Enklaskoù, taolioù-kaer, video-arz, filmoù gourc'hemennet... labour videoour, teknikour, ijinour. Ul labour hollek tro-dro d'ar c'hamera Paluche (ur c'hamera hezoug ha skañv), stummañ, kelenn. Bremañ e ran filmoù buhezskridoù, en em filmañ a ran ivez. Marteze e klaskañ peurserriñ ar c'helc'h ? Filmañ a ran ar maezioù el lec'h ma ’maon o chom.

Video en dour gant Waterproof e 1986, meskañ ar skeudennoù fiñvus gant doareoù all, dañs, rock, punk; kazetennoù video, graet em eus gant ar video niverel adalek 1988, L'arpenteur des mers e 1992, un teulfilm L'éloge de la lenteur e 1996, ur prantad sevel ti Chroniques de chantier de restauration des peintures murales de l'Abbaye de Saint-Savin (trésor de l'Unesco) e 2008, niverelaat Cochon qui s'en dédit e 2011 skignet gant embannadurioù Montparnasse, hag un oberenn teir lodenn dezhi e 2013...

Ha mont betek lavarout emañ ar c'hoant sinema stag mat ha peg outañ ?!!

 

Document