Doris Buttignol

pe an debron filmañ

Doris Buttignol a zo sevenourez ha plastikourez liesvedia dibabet ganti bevañ en ur gêriadenn peg ouzh un dosenn e departamant an Droma. Eno he deus desavet he merc'hed, en em gannet evit gwirioù ar merc'hed, stourmet gant ar bodad "Les brasseurs de cages", graet war-dro he filmoù...
Met, alies he deus diskennet Doris an dosenn d'ar pevarlamm, gant he sac'h pakedet buan evit mont da filmañ e kornoù all ar bed el lec'h ma'z eus orinidi o stourm bemdez evit kaout ur vuhez reizh. Filmoù a-bouez a zo diwanet eno.
He merc'hed a vez o filmañ ganti bremañ, war doenn ar bed, e Ladakh, er manifestadegoù lec'hel a-enep gazoù skilt.

Doris, hag ar c'hoant filmañ, an debron filmañ ?

Aet e oan war ar skrivañ da gentañ ha buan-buan em eus bet c'hoant da gaout skeudennoù. Skiant-prenet em eus tapet da gentañ e Vancouver war leurennoù arzel Kanada, e kreizennoù meret gant arzourien o-unan. Krouiñ a raent stummoù nevez ha dieub.
Diwezhatoc'h em eus dizoloet an teulfilmañ gant filmoù Robert Kramer, Chris Marker, Frederik Wiseman pe c'hoazh Peter Watkins. Al liamm am eus graet gant ar c'hamera a zo heuliadenn al liamm am boa gant ar gwirvoud, da lavaret eo gant ar bed en-dro din n'on ket evit chom hep gwelet hag a lak ac'hanon da brederiañ diehan. Muioc'h eget ur c'hoant filmañ eo se, lavaret a rafen kentoc'h, un ezhomm evit pezh a sell ac'hanon. Un ezhomm groñs a-wechoù.

Daoust hag ober filmoù bremañ a zo ul lodenn eus ho stourm ?

Gwir eo, ober filmoù a zo ur stourm! N'eo ket hepken abalamour d'al labour divent a vez d'ober pe bezañ ankeniet dibaouez,rak kement-se eo al lod eus ar vicher am eus dibabet.
Ar pezh a gavan diaes eo gwelet ez a war fallaat an doareoù produiñ, pegen paour eo dibaboù ar skinwel ha pegen diaes lakaat hon filmoù da dremen eno. Setu, tamm-ha-tamm, e vezer mouget hag e ranker a-wechoù plegañ d'ober evel ar re all evit treuzvevañ. Plijout a ra ma micher din, ken na ra, met kavout a ran e teu da vezañ diaesoc'h-diaesañ ober filmoù.

Foetet ho peus bro un tamm e pep lec'h dre ar bed ?

Bevet ha filmet em eus e-pad pell e Kanada, mont a ran da Aostralia abaoe un toullad brav a vloavezhioù, ur raktres a zo ganin d'ober ur film diwar-benn an orinidi. Evit ar poent eo anvet Never, never. Mont amañ hag ahont da c'houlennata memor koshañ ar bed diwar-benn kevrin ar marv hag an adc'hanidigezh. Filmet em eus Phoker Chomo, à la limite des mondes el Ladakh. Mont a ran d'al lec'h ma'z on galvet gant un istor. Ar film a zeu war-lerc'h.

Difenn a rit ur stourm muioc'h eget unan all ?

Ne ran ket, n'on ket «arbennikoc'h» war ur stourm eget war unan all. Ar pezh a zifennan eo ar gwir da vevañ ha da vervel evel ma'z eo dleet. Labouret em eus kalz gant an orinidi, rak int-i eo a c'houzañ ar muiañ diwar rouantelezh an arc'hant a ren ar bed, met abred pe ziwezhat e vimp-ni holl ivez en arvar. Krediñ a ran emañ an denelezh a-bezh en arvar gant ar galloud he deus d'en em zistrujañ. Ar gwall freuzoù a vez graet d'ar biosfer a zo bras-bras ha ne vo ket tu da eilpennañ an traoù. Paeañ a rankimp ober evit kement-se.

Dres, filmañ a rit ivez en ho pro, anat deoc'h !

Ur film a zo o tont er maez d'an 2 a viz Ebrel diwar-benn ar gaz skilt No gazaran, chroniques d’une mobilisation citoyenne, ha kemer a ran perzh er stourm evel keodedourez emskiant eus ar gudenn-se hag eus an treuzkemm doare energiezh. Emaomp o vevañ en ur gevredigezh, er C'hornôg, diazezet war energiezhioù puilh ha marc'had-mat. Cheñchet eo an traoù bremañ hag emaomp e dibenn ar pinvidigezhioù fosil hag e talomp ivez ouzh skogoù labour an den war ar biosfer. Deuet eo ar geodedourien da vezañ bevezerien, ankounac'haet o deus e oant o tont hag ez int stag da vat ouzh ar bed naturel. Ur gartenn-gred n'eo evito nemet un tamm plastik, graet diwar ar petrol, ar petrol-se tennet eus hidrokarbidennoù o tont eus ar bed naturel...

Ha goude ?

Goude-se e labourin war Le Sacrifice de K’iid K’iyaas, (an titl a vo kemmet), un istor hag a dremen er Meurvor Habask gant an Indianed Haidas, pobl an totemoù. Komz a ra eus ar gwez diwezhañ bras divent en hantervoul norzh. Mont don el liammoù a zo etre an den hag ar c'hoadeier. Ha kenderc'hel a rin gant ma hent gant Voyage en mémoires indiennes, filmet e 2005 gant Jo Béranger, mont a ran a-wechoù gant la Couverture vivante, merc'hed eus ar bed a-bezh hag a ra ul labour dispar a-stroll. Hunvreal a ran ivez...

Dizoleiñ holl filmoù Doris war he lec'hienn klok-mat : http://www.dorisbuttignol.fr/

La couverture vivante a zo danvez ur film gant Doris, Tr'âmes, hag e c'heller gwelet penaos eo bet diwanet ar strollad etrebroadel-se dre vont war : http://www.couverturevivante.org/

« Skoet mat on bet nevez 'zo gant ar film Atalaku savet gant Dieudo Hamadi, filmet e-kerzh dilennadegoù prezidant ar C'hongo e 2011, sabatuus! » :
http://www.dailymotion.com/video/xyjrry_atalaku-extrait_shortfilms

«Kemer a ran amzer a-wechoù da lenn levrioù Eliot Pattison hag e heuliad gant an enseller Shan, an dudenn bennañ. Lennit La gorge du dragon! Adlenn a ran ivez Doris Lessing, marv nevez 'zo, he levr Le carnet d'or a chom ken talvoudus hag al lennadenn gentañ am boa graet. »

Titour diwar-benn ar gaz skilt :
http://rhone-alpes.france3.fr/2013/08/21/no-gazaran-un-documentaire-contre-le-gaz-de-schiste-presente-lussas-304885.html

Teuliad kelaouiñ Voyage en mémoires Indiennes : http://semainedespeuples.free.fr/images/DPVMI.pdf

An daou film-se a gaver war lec'hienn Lardux films, a brodu hag a skign en un doare «disheñvel» ha engouestlet: http://www.lardux.com/spip.php?page=rubrique&id_rubrique=1&criteretri=date