Arnold Antonin

Filmer pour Haïti

Arnold Antonin,

Bugel Port-au-Prince, sot-pitilh gant al levrioù hag an arzourien, a zo bet savet dindan renerezh diktatouriezh Duvalier. Ne ouie ket pa oa krog da stourm, er penn kentañ, ouzh an dislennegezh dreist-holl, e rankje harluiñ e-pad tost da bemp bloaz warn-ugent. E-pad an amzer hir-se, un hir-hir a amzer, en doa divizet bezañ filmaozer, dreist-holl p'en doa darempredet filmaozourien niverus en Amerika latin.

«Gwir eo, ar c'hamera a c'hell disac'hañ ar gomz. Ya, ma oberenn a-bezh, priziet er bed a-bezh, a zo un testeni eus ur youl divrall da saveteiñ memor an dud. Pa ziviz ar re a chom bev chom hep plegañ o fenn ez int tud a zalc'ho kousto pe gousto...»
Setu komzoù Arnold Antonin. Divizet en doa implijout dalc'hmat e gamera, e-keit ma oa en harlu, en Italia da gentañ, e Bro-C'hall, ha goude e Venezuela. Ganti eo e stourm, a-enep Duvalier e penn kentañ ha, diwezhatoc'h evit adc'hounit ar gwirioù diazez.

«An ezhomm da gaout un doare da skignañ d'an holl vennozhioù a-enep an dikatatouriezh, dre stummoù disuj, a lakaas ac'hanon d'ober ur film berr war an akt a damall war Amerika latin kinniget gant hon dileuriadez dirak Lez-varn Russell». Kerkent deuet er-maez e ra berzh Duvalier, accusé, ur film sklaer ha kreñv, e-touez diaspora Haiti. D'ar c'houlz-se edo Antonin o chom en Italia. « Ober filmoù a raen ha stourm war ar memes tro, hag e oan Sekretour Meur kengevredigezh ar studierien haitian en Europa ha pennskridaozer ar gelaouenn Tribune des étudiants. Strolladoù kuzh all hor boa evel l'Organisation révolutionnaire 18 mai.»

E 1974 e teu er-maez e film hir kentañ graet dreist-holl evit analfabeteien e vro. Gant Haïti, le chemin de la liberté, en deus bet c'hoant da ziskouez e-doug 120 munutenn stourm hir pobl Haiti. Goude-se e teuio un toullad brav a deuilfilmoù berr all er-maez. E 1974 emañ e Venezuela o stourm war bep tachenn : La voix haïtienne a zo un abadenn skingomz evit an diaspora, seveniñ a ra ivez Droit à la parole, krouiñ a ra ar greizenn Pétion-Bolivar, ur rann eus gwirioù mab-den, degemer repuidi politikel evel Jean Dominique (penndudenn film Jonathan Demme, L'agronome).

Distreiñ a ra d'e vro e 1986 goude diskar renad Duvalier «Evel Ulysse da Ithaque» emezañ. Kemer a ra perzh er stourm sokial. Krediñ a ra dezhañ emañ e blas er politikerezh, er PANPRA, rann haitian an etrebroadelezh sokialour. Koulskoude e 1991 e tilez an dachenn goude an taol-stad a-enep Aristide, sac'het an traoù. « Kompren a ran pegen pounner ha kreñv eo an abegoù a stank an traoù en ur gevredigezh difiñv ha moustrus...»

Chom a ra Arnold merket don gant «an holl re o deus aberzhet o buhez peogwir e kredent n'helle ket ar vro kendelc'her da vevañ dindan diktatouriezh obskurantek ha torfetour an Duvaliered, Emeur o paouez krouiñ kevredigezh teulfilmourien Amerika latin an XXIvet kantved, adkavet em eus an holl dud-se eus Arc'hantina, Chile, Venezuela, Uruguay, Kuba, Bolivia. Doujañs am eus evito, plijout a reont din, an holl anezho a zo bet filmaozourien liammet gant ar stourmoù o deus kaset d'ar stad m'emañ an traoù bremañ en Amerika. Alies o deus roet o buhez hag o sinema evit ar stourmoù-se. Merzherien a zo en o zouez...»

A bep eil, etre 2001 ha 2009, e ra Arnold poltredoù arzourien ha danvezioù sokial. Klask a ra ivez ober ur film faltazi e 2006. Skrivagnerien eus an inizi karib a vez bepred ouzh e heul : Jacques Roumain, Aimé Césaire, Jacques Stephen Alexis, Gary Victor hag ivez Alejo Carpentier, Alberto Moravia... ne baouez ket : kaset en deus da benn ouzhpenn hanter-kant film video.

«Bepred e ranker en em gannañ krog-evit-krog evit ober filmoù en Haiti. Emaon o paouez echuiñ ur film : Le règne de l’impunité, dastumet em eus 50 testeni diwar-benn an digastiz stad en Haiti ha disgastiz ar vourevien... Skignet eo bet gant 14 chadenn skinwel d'ar memes amzer. Ar pezh a zo dreistordinal. Met, chom a ra danvezioù all c'hoazh...Da skouer, diskennidi Haitianed er Republik Dominikan a zo en arvar da goll o broadelezh dominikan hag e vezont jahinet evel er pogromoù. Aozañ a ran un heuliad bodadegoù diwar-benn se, filmet e vezint ha skignet er skinwel er mizioù a zeu. Emaon ivez oc'h echuiñ un teulfim war Port-au-Prince.Ar c'hoant d'ober filmoù a zo ennon bepred. C'hoant em eus da gomz deoc'h dus an taol-arnod emaon o paouez ober er ur gêriadenn e menezioù Jacmel, el lec'h n'eus bet tredan morse, tud yaouank a-orin ac'hano a zo deuet en-dro. Emaint o klask sevel skolioù a-zoare, hep tamm skoazell ebet eus an diavaez, oc'h implijout nerzh an heol, un daolenn niverel etreoberiat hag hentennoù pedagodel a-vremañ graet a-ratozh evito. Gwelet em eus bugale eürus, stad enno o vont d'ar skol...»

Trugarez da Virginie Hémar, skivagnerez Arnold Antonin, le cinéma de la liberté

Filmographie

  • 1974: Duvalier accusé , 20min., N/B, 16 mm.
  • 1975 : Duvalier condamné, 40 min. N/B, 16 mm.
  • 1975 : Ayiti, men chimen Libète, (Le chemin de la Liberté) 90 min. N/B, 16 mm. (Premier long métrage haïtien)
  • 1976 : Art Naïf et Répression en Haïti , 53 min. Couleur 16 mm.
  • 1981 : Un Tonton Macoute peut-il être un poète ?, 45 min. Couleur 16 mm.
  • 1984 : Le Droit à la Parole, (Radio Haïti en 1980) 15 min. , Couleur 16 mm.
  • 1988 : 20 Ans de travail avec les pauvres, 45’, couleur, vidéo..
  • 1988 : Le Manioc est la vie de Maréchal, 40’, couleur, vidéo.
  • 1989 : La Drogue ne Pardonne pas ! 15’, couleur, vidéo..
  • 1989 : Les Droits de l’Enfant, 15’, couleur, vidéo..
  • 1993 : Port-au-Prince, la 3º Guerre Mondiale a déjà eu lieu, 15’, couleur, vidéo.
  • 1998 : Qu’est-ce qu’un Syndicat ? 20’, couleur, vidéo.
  • 1999 : La Protection du Citoyen. 20’, couleur, vidéo.
  • 1999 : Connaissance pour sauver la vie.
  • 2000 : Courage de Femme. 17’, couleur, vidéo.
  • 2001 : Tiga : Haïti, rêve, possession, création, folie, 52’, couleur, vidéo.
  • 2001 : Marithou, femme peintre d’Haïti, 13’, couleur, vidéo.
  • 2001 : Beauté contre Pauvreté à Jalousie.13 min, couleur, vidéo.
  • 2001 : Le Faiseur de Fanaux. 14 min., couleur, vidéo.
  • 2001 : Diyite gran moun., 15 min., couleur, vidéo.
  • 2002 :  Piwouli et le Zenglendo . 90 min., couleur, vidéo.
  • 2002 : Cédor ou l’esthétique de la modestie. 39 min., couleur, vidéo.
  • 2003 : Albert Mangonès, l’espace public. 52 min., couleur, vidéo.
  • 2003 : André Pierre, celui qui peint le bon. 26 min..couleur, vidéo.
  • 2003 : Ti Machin, la mécanicienne. 13 min., couleur, vidéo.
  • 2003 : Jeunes, sexualité et Sida : trois capsules de 2 min., couleur, vidéo.
  • 2003 : Carnaval de la Jeunesse contre le Sida à Jacmel, 15 min. couleur, vidéo.
  • 2003 : Souvenance, Communauté dahoméenne du Vaudou. 13 min., couleur, vidéo.
  • 2003 : Tout ti moun se ti moun., 13 min., couleur, vidéo.
  • 2004 : Je ne veux pas transmettre le VIH- SIDA à mon enfant. 13 min. couleur, vidéo.
  • 2004: Economy of survival in Haiti. 26min., couleur, vidéo.
  • 2004: GNB contre Attila ou une autre Haiti est possible, 83 min., couleur, vidéo.
  • 2006: Le Président a-t-il le Sida? 123 min, couleur, vidéo.
  • 2006 : Enfants en danger, 10 min, couleur, vidéo.
  • 2007 : Préfete Duffaut, piété et urbanisme imaginaire, 30 min., couleur, vidéo.
  • 2007 : Aubelin de Jolicoeur, Mister Haïti, 26 min., couleur, vidéo.
  • 2008 : Jacques Roumain, la passion d’un pays, documentaire, 1 h 20 min.couleur, vidéo.
  • 2008: Cinq histoires vraies, 30’, couleur, vidéo.
  • 2008 : Bâtir l’avenir, 30’, couleur, vidéo.
  • 2009 : Les amours d’un zombie, fiction, 102 min, couleur, vidéo.
  • 2009 : Savoir pour pouvoir, 20’, couleur, vidéo.
  • 2009 : La sculpture peut-elle sauver le village de Noailles ou Les Boss métal de la Croix des Bouquets. 36 min, couleur, vidéo.
  • 2010 : Chronique d’une catastrophe annoncée ou Haïti : Apocalypsis now, 18 min, vidéo, couleur.
  • 2010 : La planète bleue de Lucner Lazard, 23 min., vidéo, couleur.
  • 2010 : Il était une fois Périclès, 6 min, couleur, vidéo.
  • 2010 : Les achats locaux et l’aide alimentaire 30 min. couleur, vidéo
  • 2011 :  Six femmes d’exception , 88 min. ,couleur, vidéo.
  • 2012 : Herby Widmaier, le jazz et la musique haïtienne, 88 min., couleur , vidéo
  • 2012 : Gérard Gourgue, l'homme par qui le cours de l'histoire aurait pu changer
  • 2013 : Le règne de l'impunité
  • 2014 : Port au Prince, mon seul et unique amour - Georges Corvington
  • 2015 : Traversée des mondes de Frankétienne
  • 2015 : Jacques Stephen Alexis, mort sans sépulture
  • 2016 : René Depestre, on ne rate pas une vie éternelle
  • 2017 : Gérard Fortuné, le derniers des Naïfs
  • 2017 : Bernard Diederich, le Tusitala, raconte Haïti
  • 2019 : Anthony Phelps : à la frontière du texte
  • 2020 : Ainsi parla la mer