Safar eus Pondi da Zanzibar
Year
2012
Type video
Bandenn-vrudañ
Filmaozourien
Ronan Hirrien
Lec'hiañ
Bretagne / Zanzibal
E 2009 e oa bet pedet Safar, ur strollad sonerezh taarab eus Zanzibar, e gouel bombarderien ar bed e Klegereg, abalamour ma vez sonet gant ar zumari, bombard Zanzibar, e-barzh ar strollad-mañ. E miz Mae 2011 e tistro Safar da Vreizh. En em c’houlenn a ra muzisianed Breizh ha Zanzibar penaos mirout ha skignañ o sonerezhioù hengounel, peseurt darempredoù zo etre memor ha krouidigezh. E miz Gwengolo 2011, ez a, d’o zro, pevar Breton, da Zanzibar, d'ober enklaskoù war ar zumari ha sonerezhioù hengounel Zanzibar